Ar broduerien ed-du dindan ar bec’h

Abalamour d’ar sec’hor, ha muioc’h c’hoazh d’an amzer domm gor gouzañvet en hañv-mañ er vro, ne vo ket dastumet kalz greun da fardañ bleud ed-du, ouzhpenn an hanter nebeutoc’h e lec’hioù zo. Deuet ez eus bleunioù gant ar glaveier a oa bet e fin miz Eost hag e miz Gwengolo, met bras e vo ar c’holl koulskoude.

Ar gwinizh-du pe ed-du (Fagopyrum esculentum) zo ur blantenn hag a renker e familh ar poligonakeged. © GM

Chom a ra ul lodenn eus eostad ar bloaz paseet met ret e vo d’ar vilinerien enporzhiañ muioc’h a sac’hadoù eus Rusia pe Sina. Seul uheloc’h a-se e vo priz ar c’hrampouezh lakaet da boazhañ war ar pilligoù. Un danvez da fardañ kalz meuzioù diouzh doare Breizh eo an ed-du met n’eo ket un danvez produet kalz enni ken abalamour da emdroadur al labour-douar.


A-orin eus Sina
Brudet eo ar c’hrampouezh ed-du fardet e Breizh. Trevad1 an douaroù paour e oa bet an ed-du e-pad pell ha ne vez ket gwelet kalz parkeier dindanañ hiziv an deiz. Un danvez a dalvoudegezh bras eo deuet da vezañ e-skoaz ma oa gwechall an hini a servije da fardañ meuzioù tud ar renkadoù izelañ.
N’eo ket an ed-du ur seurt geoteg2 evel ar gwinizh, ar c’herc’h3 hag an heiz4. Anat e teu pa vez sellet ouzh stumm an delioù. Renket eo bet an ed-du koulskoude e-touesk ar seurtoù ed dre ma servij ar greun da fardañ boued. Ur bleud hep gluten eo e hini. E Sina emañ orin an ed-du.
War ziribinoù izelañ ar menezeier Himalaya e vez kavet gouennoù gouez anezhañ c’hoazh. Diouzh doare an ed-du e oa douaroù trenkek Breizh d’ar mareoù ma ne implijed ket temzioù razek5, hag ivez an hin c’hleborek, na re domm, na re yen.
Ar ouenn ed bet lakaet ar muiañ a zouaroù dindani e voe hini an ed-du e Breizh e-pad pell. Gant ar bleud ed-du e veze fardet ar braz eus ar meuzioù war ar maez, evel ar c’hampouezh hag ar farz. Efedus e oa ivez bleunioù gwenn an ed-du evit degas d’ar gwenan peadra d’ober kalz a vel, un danvez a glasked kaout pourvezioù anezhañ d’ar mare ma oa re ger ar sukr gwerzhet er stalioù. Mont a reas an trevad-se war an diskar pa zeuas aesoc’h ha marc’had-matoc’h skoulmañ darempredoù kenwerzhel pell, dre ober gant ar c’hanolioù hag an hentoù-houarn. Degaset e voe evel-se temzioù razek da zigreskiñ trenkegezh an douar e pep lec’h er vro. Emsavoc’h e voe dilezet an ed-du evit lakaat ar parkeier aliesoc’h dindan winizh diwar-neuze.


Ed-du gounezet e Breizh
Kemmoù bras all a voe degaset el labour-douar war-lerc’h an Eil Brezel-Bed e Breizh. Deuet e oa mare an temzioù kimiek hag an diastuzerioù6. Un takad da sevel loened diouzh un doare industriel e teuas hini maezioù ar vro da vezañ. Lakaet e voe kalz parkeier dindan vaiz da vagañ al loened-se. Un trevad eus an amzer gozh e oa deuet an ed-du da vezañ. Ne oa ket aet ar goulenn bleud ed-du da get koulskoude. Ezhomm a oa anezhañ evit fardañ krampouezh. Tier-krampouezh e-leizh a oa da bourveziñ er c’hêrioù a zegemere touristed e-pad an hañv. Pa ne oa ket mui eostet ed-du er vro e voe degaset ar bleud eus an estrenvro, eus Azia, Amerika, Afrika ar Su, Pologn.
Adkroget e voe da hadañ ed-du e Breizh e fin bloavezhioù 1980, d’ur mare ma veze bevezet 8000 tonenn bep bloaz er vro. Ur Meneg Geografel Gwarezet zo bet savet e 2010 koulskoude : Bleud ed-du Breizh. Aotreet ez eus bet 2600 a broduerien da werzhañ o greun gant ar meneg-mañ e Breizh (pemp departamant) ha gwerzhet e vez 90% eus o eostadoù d’an tier-krampouezh.

Paol ar Meur

1trevad : culture
2geoteg : herbage
3kerc’h : avoine
4heiz : orge
5temzioù razek : engrais calcaires
6diastuzerioù : pesticides


Ur pennad embannet en niverenn 1112, d’an 10 a viz Du 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez