Kaout atantoù e kêr evit na vefe ket betoñs hepken : setu ar pezh a glask meurgêr Naoned ober abaoe 2016, en ur staliañ labourerien-douar e tachennoù fraost e karter Doulon.
Kalon ar gounid legumaj e Naoned e oa karter Doulon gwechall. « Fellout a ra deomp reiñ buhez d’ar c’harter en ur gaout darempredoù gant an annezidi. Kinnig a raimp prantadoù da lakaat anezho da anaout ar pezh a reomp, a vo graet, hag atalieroù pedagogel evit ar vugale. Ha perak ne vefe ket savet abadennoù arzel ? » Setu ar pezh a lavare Laura Guillemot pa oa erruet war al lec’h. En tu-hont d’al legumaj e c’hounez frouezh ha plant aromatek ivez. Ne oa ket legumajerez he micher gentañ. Pell e oa he labour a-raok diouzh ar pezh a ra bremañ. E-pad 6 vloaz he deus labouret en opera Pariz. Studioù war al lennegezh he doa graet ha tremenet he deus ur BP war ar gounid legumaj evit gellout en em staliañ.
Pemp atant
N’emañ ket hec’h-unan avat. Nepell ez eus amezeien o deus graet ar memes dibab hag hi. War atant al Loueterie e vez produet legumaj bio gant Simon Prévost ha Clément Amour. A-hend-all int karget gant kêr Naoned da zerc’hel takadoù naturel an trowardroioù e ratre. Perak int deuet amañ da labourat ? « Pouezus eo d’an dud gwelout al legumaj o kreskiñ, ha n’eo ket debriñ anezho hepken. Plijout a ra deomp an darempredoù sokial », emezo.
Un dibab damheñvel ouzh hini Laura Guillemot en deus graet Gerald Cartaud. E-pad 20 vloaz en deus labouret en industriezh bio er Stadoù-Unanet. Eno en deus gwelet pegen ran e oa an Amerikaned gant legumaj bihan anvet « micro-pousses » e galleg. Soñjet en deus e c’hellfe gwerzhañ anezho war ar marc’hadoù e Naoned. « Gant ar pemp atant-se e toujomp istor ar c’harter », eme Dhomas Quéro, eilmaer e karg eus ar c’hêraozañ padus, o soñjal en implij a veze eus an douaroù-se gwechall. Sikouret eo bet al legumajerien gant an ti-kêr en deroù, met « kaout atantoù a c’hounezfe al labourerien-douar o bara diwarno a faote deomp pa oa bet roet lañs d’ar raktres », emezañ. War-raok eo aet abaoe hag e 2022 e oa bet digoret ur stal produerien ma c’hell an vevezerien dont da brenañ o legumaj enni.
Y.Y ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 964, d’an 28 viz Du 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg