Kondaonet e oa bet Marc Hébert, bet penn Force Ouvrière Penn-ar-Bed, evit “harellerezh revel” dirak lez-varn Brest d’an 18 a viz Kerzu 2023. Koulskoude n’eo ket echu evit an 3 maouez o deus savet klemm, rak engalv en deus graet ar sindikalour kozh. Mont a reont war skuishaat ha war baouraat. Lañset o deus ur prantad arc’hantaouiñ evit ma vefe roet sikour dezho.
Abaoe 4 bloaz e pad an afer Marc Hébert. D’an 18 a viz Kerzu 2023 e oa bet kondaonet gant lez-varn Brest da 6 miz toull-bac’h ha 12 miz goursez abalamour da “harellerezh revel a-enep un implijadez bet” e-barzh ar sindikad. “Ral a-walc’h eo ‘vije kondaonet ur paotr evit se”, eme Lena C., tres skuizh warni. Hir eo an hent evit kaout justis.
Gant 3 maouez all he doa savet klemm evit “harellerezh revel” a-enep Marc Hébert “er memes devezh” e 2020. Sekretourezed int bet holl e Force Ouvrière Penn-ar Bed, tra ma oa-eñ e penn an traoù e-pad tost da 30 vloaz etre 1991 ha 2017. Klemmoù Léna C. ha div vaouez all, Christelle G. ha Laure*, zo bet kaset dirak ar justis.
Ur prosez hir hag ankenius
Ankenius eo ar prosez evito abalamour eo bet daleet meur a wech : “E miz Gwengolo 2022 ‘oa sañset bezañ dalc’het, met an devezh a-raok, pe diouzh ar mintin memes, e oa bet lavaret deomp e oa bet daleet », eme Lena C. « Atav e rankez-te ober an traoù…”
D’an 18 a viz Kerzu 2023 e oa bet douget un diviz memes tra goude un devezh “diaes a-walc’h” : “Traoù ha n’int ket gwir zo bet lavaret gant alvokadez Marc Hébert ha 54 zesteni zo bet evitañ, se a ouiemp en a-raok met me ‘mije soñjet e vije bet lavaret gant ar re all eus ar sindikad emañ ar wirionez ganeomp. Emaomp o kompren er mare-mañ e chomo tud o lavaret n’eo ket gwir”.
Arc’hant evit mont betek penn
N’eo ket echu rak engalv zo bet graet gant Marc Hébert. Lakaat an traoù da badout pell a fell da Force Ouvrière hervez Lena C. : “Evidomp-ni eo bet hir dija.” A-benn daou vloaz d’an nebeutañ e vo dalc’het an eil prosez dirak lez-varn Roazhon en Il-ha-Gwilen. Koustus eo paeañ an alvokadez : “War-dro 1500 € evit un devezh labour el lez-varn met a-raok e vez studiet an teul,
tabutoù a vez dre skrid ha bewech ma vez ampellet ar prosez he deus labour d’ober ivez. Setu perak e koust ker deomp, evel d’an holl vaouezed a ra ar memes tra evel-just.” En holl ez eus bet dispignet 32 000 € ganto. Ouzhpenn se e oant bet skarzhet kuit eus Force Ouvrière e 2021, ha mizer o deus da labourat abaoe.
Ur prantad arc’hantaouiñ o deus lañset evit dastum 10 000 € ha mont betek penn : “Soñjal a reomp er maouezed all ha n’int ket aet betek penn evit meur a abeg. Sur on ez eus maouezed o deus bevet se c’hoazh. Ma vez komzet eus se er gevredigezh ne c’hoarvezo ket kement-se hag e kredo tud all » enebiñ ha sevel klemm.
Manon Deniau
*Cheñchet eo bet hec’h anv.
Ur pennad embannet en niverenn 977, d’ar 27 viz C’hwevrer 2024.
Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg