Depute Ploermael eo Paul Molac abaoe pevarzek vloaz. Emañ o sevel ur strollad nevez, « Faisons Bretagne ». Diazezet eo war an emrenerezh.

Abalamour da betra sevel ur strollad politikel nevez bremañ ?
Evit difenn an emrenerezh. Siwazh, e pennoù ar Vretoned n’eo ket sklaer petra eo an emrenerezh. Votet ez eus bet ul levrig war an emrenerezh gant ar c’huzul rannvroel. Lod o doa lavaret e oant a-enep (RN), lod eus LR ne oant ket a-du kennebeut all. Tout ar strolladoù all a oa a-du a-hend-all.
Me a soñj din e vanke ur strollad evit kas ar mennozh war-raok. Da gentañ-tout, ur stumm melestradurel eo an digreizennañ. Bez’ e rankfemp kaout en-dro galloudoù war an ekonomiezh, war an deskadurezh, ar sistem yec’hed ha lezel gant Pariz, ar pezh a vez graet anezho ar galloudoù « régaliens » : an arme, ar justis hag ar polis.
N’eo ket dispac’hour tamm ebet rak graet e vez er-mod-se gant kalz broioù all en Europa.
Bloaz zo e oa bet un taol-esae gwenn gant Bretagne notre avenir. Perak ne oac’h ket ganto ? Ha n’ho peus ket aon e klaskfe an tu dehoù pellañ en em silañ ?
Da’m meno ne oa ket ledan a-walc’h ar c’hinnig. Ouzhpenn-se ne oan ket bet pedet. Ha pelloc’h, n’eo ket an talvoudegezhioù a zifennan. Stourm a ran evit an ingalded, ar c’hontrol eus raktres an tu-dehoù pellañ, a-enep an homofobiezh, ar ouennelouriezh… Forzh penaos, abaoe em eus lavaret ne’m boa ket c’hoant d’ober un vunutenn vut evit marv Quentin Deranque [s.o. niv. 1078 Ya!] e vezan bizet gant ar re-se…
Ur respont d’an enkadenn bolitikel e c’hellfe bezañ ?
Evel-just, bez’ eo ar memes enkadenn bolitikel e Breizh. Gwelet a reer mat e vez graet forzh petra gant stad Frañs. Lakaomp an deskadurezh. E 2021, ar gouarnamant en doa paket en-dro ar gefridi-se. Echu e oa pemp bloaz war-lerc’h rak koustañ a rae re ger !! Sklabez arc’hant ha diefedus war un dro. Memes mod eo evit an diouer a vedisined. Pariz a zivize pet a vedisined a veze anvet. Abalamour da betra omp en em gavet gant an enkadenn-se ? Kollet hon eus 15 vloaz rak Pariz n’he doa ket c’hoant da selaou. E 2022 hag e 2024 e oa bet kresket an numerus clausus. Pase-poent e oa ! Ur mare zo bet e veze meret yalc’hadoù european al labour-douar, ar MAEC [Mesures agroenvironnementales et Climatiques], gant ar Rannvro : adtapet int bet gant Pariz. Mizer hon eus bremañ da baeañ al labourerien douar gant ar yalc’hadoù-se.
Penaos lakaat an tu kleiz rannvroel (UDB) hag an tu dehoù (Strollad Breizh) da labourat asambles ?
Da gentañ eo dav strobañ ar re a zo evit Breizh. Ret e vo komz gant strolladoù all : ar PS, ar Re C’hlas hag an tu kreiz ivez. Da ziwall zo : pa vez tud ezel eus ur strollad broadel e Pariz e vez lavaret dezho ne vo ket graet se. Ret e vo kendrec’hiñ ar Vretoned : an doare gwellañ eo da verañ ar politikerezhioù publik. Ret eo ober gant tud ar vro war an dachenn ha nompas heuliañ divizoù Pariz.
Komz gant an dud da gentañ a-raok lakaat un dra bennak e plas.
O kreskiñ emañ an RN er-maez eus meurgêrioù ar vro. Faisons Bretagne a c’hell bezañ un diskoulm ?
Ya, abalamour e vez divizet pep tra gant Pariz. Dav eo deomp sevel raktresoù gant soñjoù an dud er vro. Gant ar skiant-prenet ‘m eus tapet e welan mat ne ya ket en-dro doareoù d’ober e Frañs. Ouzhpenn-se e koust keroc’h evit ar sitoianed. Ha petra eo raktres an RN ? Kreizennañ en-dro ar muiañ posupl. Lakaat da dalvezout ar servijoù publik zo ur respont a c’hellfemp ober da elektourien an tu dehoù pellañ. Kemeromp ur skouer : diorren ar muiañ an treuzdougen. E kumuniezh-kumunioù Ploermael ez eus digoret linennoù bus nevez. Er mod-se, an dud n’en em santont ket dilezet ken.
Petra e vo pazioù a zeu Faisons Bretagne ?
N’omp ket ‘met er penn kentañ. Kehentiñ, reiñ da c’hoût d’an dud petra eo ar strollad. Bez’ e vo un emvod ar miz a zeu e Rostrenn. Prepariñ an dilennadegoù deputeed a vo pouezus-bras. Kavout a ra d’an dud eo trawalc’h bezañ er parlamant rannvroel. N’eo ket, pell alese ! Dav e vo deomp kaout deputeed peogwir e rankimp mont d’ar c’huzul bonreizh da cheñch al lezenn. D’an 18 a viz Ebrel e vo un emvod e mediaoueg Rostrenn, kredapl-bras e vo gwelet politikourien dedennet gant Faisons Bretagne.
Komzoù dastumet gant Julien Meffre
Ur pennad embannet en niverenn 1085, d’ar 14 a viz Ebrel 2026.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


