Abaoe tri bloaz emañ Olivier Giusti, ul lestrsavour anezhañ, o labourat war un doare nevez da lakaat al listri da vont war-raok. Goude kiañ e-pad tri bloaz eo peuzechu e raktres.
Kaset en deus e studiadennoù da benn e labourvaoù an IFREMER e Brest. Nevez, dispac’hel zoken, eo an deknologiezh kinniget gantañ. Awenet eo bet gant angelloù ar balumed. Gant an nevezenti-se e teufed a-benn da zigreskiñ eus 20 % an trelosk implijet gant al listri. Evit mont d’ober an taolioù-esae diwezhañ er mor emañ ar start-up bet krouet gantañ o tastum 4 milion a euroioù. Mont a ra Bluefins, anv an embregerezh m’eo rener anezhañ, o vont d’ober taolioù-arnod er mor, ha goude da werzhañ ar benveg a c’hellfe bezañ staliet war listri-karg doug-endalc’herioù, eoullistri, pe c’hoazh mordreizherien. “An arc’hant-se a roio tro deomp da greñvaat an embregerezh ha da greskiñ an diorren anezhañ evit kaout respontoù da efedoù an treuzdougen mor war an endro”, eme Philippe Ruffin, eilrener an embregerezh. An IFREMER, ha Rannvro Breizh dre e font-postañ Breizh Up, zo kenlodek er raktres.
Heñvel ouzh angelloù ar balumed
Evit krouiñ ar benveg a faot dezhañ stagañ ouzh adreñv kouc’h al listri en devoa studiet Olivier Giusti energiezh an tonnoù hag ivez an doare m’o deus ar balumed da neuial. Un hydrofoil eo, o vont en-dro gant ur robot. Fiñval a ra eus an nec’h d’an traoñ ingal, ar pezh a ro ur vountadenn d’al lestr. Ne c’hellfe ket mont en-dro hep algoritmoù avat. Int eo a vuzuilh nerzh an tonnoù. Derc’hel kont eus fiñvadennoù al lestr a reont ivez.
Evit kadarnaat ar jedadennoù bet graet betek-henn e vo staliet an hydrofoil ouzh ur ramoker 45 metr hirder. An taolioù-arnod a grogo en donvor e miz Meurzh 2025.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1012, d’an 29 a viz Here 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg