Etre an 18 hag an 22 a viz Du 2024 e oa sizhunvezh an droukziforc’hioù hag ar feulster e skolaj Diwan ar Releg evel bep bloaz. Bet eo ar gazetenn Ya! o welet un atalier teatr graet gant ar re 6vet evit klask diskoulmoù pa vez un darvoud bennak, evel an harellerezh da skouer.
Ur c’hrennard zo kartennoù en e zorn. Emañ azezet war ur gador. Dont a ra 3 den yaouank, daou baotr hag ur plac’h vihan, o klask jeu outañ : “Da-unan emaout ? Petra emaout oc’h ober ?” Ha diouzhtu e vez kemeret digantañ e dog a oa war e benn ha div gartenn. Ne vez lavaret mann gant tud all, den ebet n’en deus gwelet an darvoud… Nemet un hanter eus ar c’hlasad. “Teatr ar re wasket” eo anvet ar c’hoari-se ha kinniget e vez d’ar vugale kaout diskoulmoù d’un degouezh feuls evel-se.
Kinniget ez eus bet d’ar gevredigezh Joa! gant skipailh ar skolaj mont d’ar Yaou 21 a viz Du d’ar skolaj abalamour e veze lakaet ar gaoz war an droukziforc’hioù hag ar feulster etre an 18 hag an 22 a viz Du 2024. Bep bloaz e vez atalieroù, diskouezadegoù, filmoù ha levrioù war an tem-se er skolaj hag abaoe 5 bloaz e teu Joa! da sachañ evezh ar skolajidi war ar sujed-se ha da brederiañ warnañ. “An hanter eus ar c’hlasad ‘neus savet senennoù teatr evit kaozeal eus se », eme Anjela Stephan, ezel eus Joa!, dirak ar re yaouank a-raok kregiñ ganti. « Ar pal eo digreskiñ ar feulster a zo er gevredigezh.” Kinniget ez eus bet senarioioù “kizidik” o deus bevet skolajidi ha skolajiadezed zo. “Kaozeet ‘vez eus ar feulster er gevredigezh, en ti, er straedoù…”, eme Vrendan Simon, pennkasour ar skolaj.
Digreskiñ ar feulster er gevredigezh
Charlie a gemer plas unan bennak war al leurenn ha war-sav emañ. “Chomit a-sav !”, a chou, hag eñ da c’houlenn ouzh ar plac’h : “Ha te, a-du emaout ?” Aet eo kuit an daou baotr o doa taget paotr e gartennoù. Echu eo an abadenn.
“Ha digresket eo bet ar feulster ?”, a c’houlenn an animatourez ouzh ar 6vet. “Ya !!!”, a respontont. “Pouezus eo soñjal, c’hwi, bugale, ho peus ur roll da gaout ma‘z eus feulster tro-dro deoc’h”, eme Vrendan Simon. War strategiezhioù all o deus lakaet ar gaoz, evel pellgomz d’an archerien peotramant d’al linenn evit ar vugale harellet er skol, an niverenn 3020. Poent eo klozañ, mare kreisteiz zo deuet dija. Goude merenn e oa an hanter all eus ar vugale 6vet o heuliañ an atalieroù teatr. “N’eo ket e-giz-se e vo diskoulmet pep tra met fellout a ra deomp kaozeal eus se, divizout”, eme ar pennkasour.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 1017, d’an 3 a viz Kerzu 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg