Boteier cheuc’h fardet e Felger

Nevez-flamm eo Maison Felger. Gwechall e veze fardet boteier e bro Felger. Serret eo bet an embregerezhioù eno, dre ma ne oant ket evit talañ ouzh re ar broioù war ziorren, a oa kalz izeloc’h goproù o micherourien. Ur meizad disheñvel zo gant Maison Felger, krouiñ boteier ker-ruz.

Maria ha Cyril Karunagaran o doa krouet Maison Felger e 2021. © Maison Felger

E Pariz an hini eo e oa bet krouet o embregerezh e 2021. Goude bezañ bet tri bloavezh o studiañ an doare ober e oa krog Maria ha Cyril Karunagaran gant o raktres. Ur meskad labour artizanel ha teknologiezh uhel eo o doare labourat. Da gentañ o devoa klasket en em glevet gant artizaned eus Italia e 2017. Met n’eo ket tremenet mat, ar pezh en deus lakaet anezho da soñjal fardañ o-unan en ur grouiñ o stal-labour. Setu penaos int en em gavet e Parigneg e-kichen Felger. Kement hag ober o deus divizet adkemer anv kêr Felger evit envel o embregerezh. N’o deus ket keuz da vezañ dibabet Breizh : « dispar eo bet an degemer », eme Varia.


Boteier graet diouzh treid ar pratik
Boteier diouzh ment treid pep pratik a vez fardet ganto, ar pezh a zere mat-tre ouzh ar marc’had a fell dezho bezañ warnañ, rak n’eo ket boteier evit an holl a zeu er-maez eus stal-labour Maison Felger, anat eo. Ranket o deus an daou rener stummañ ul lodenn eus an implijidi. Tutaet o deus re all bet desket mat o micher ganto, skolidi gozh eus Ti kompagnuned an dever en o zouez. « Ur raktres digustum evel-se zo mat-tre evit dedennañ micherourien yaouank », emezo. Kresket eo an niver a implijidi eus 5 den tri bloaz zo da 17 bremañ.
Graet e vez gant ur skanner evit muzuliañ resis-tre ment an troad hag anaout e stumm. Breouet eo bet o doare ober gant an daou rener, dezho da wareziñ o skiant-prenañ. Ar skanner gwellañ o deus prenet, en implij betek-henn evit an atletourien, pe graet gantañ gant podologourien. Didroc’het e vez al lêr gant ul laser. « Ar pezh a ra hon identelezh eo kalite ar boteier hag an aezamant a ya da-heul. Kentañ tra a reomp eo kompren mod bevañ ar pratikoù. Diouzh ma valeont kalz pe ne reont ket, e vo graet disheñvel. » Kinkladurioù ar boteier a c’hell bezañ azasaet ivez. Setu penaos en deus bet c’hoant ur pratik da gaout war e votoù an tres a oa bet tatouet dezhañ war e gorf.

Boteier diouzh ment treid pep pratik a vez fardet gant Maison Felger. © Maison Felger


Pratikoù pinvidik
2000 € eo priz etre ur re votoù. Lod a sav da 10 000 € pe 15 000 € zoken. Ur stal zo e Pariz, straed ar Bac, hag ur c’horniad er Printemps Haussmann. Berzh a ra boteier Maison Felger rak nevezus eo an doare ober ha dre se e teu brav gant an embregerezh e-skoaz e gevezerien.
Ur marc’had all eo aet Maison Felger warnañ, hini ar sport. Skoulmet en deus emglevioù gant kleuboù polo ha golf ha tournamantoù marc’hegerezh. Emañ ivez o paouez reiñ lañs d’ur rummad boteier marc’hadmatoc’h, luxury sport, war-dro 900 € priz ur re votoù, rak ar re-se n’int ket mui boteier graet diouzh treid ar pratik.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1023, d’ar 14 a viz Genver 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez