Barrek eo merc’hed ar savenn EXPERTES.BZH

Skuizh e oant o klevet ne veze ket kavet merc’hed evit kemer perzh e kendaelioù pe evit ur reportaj bennak diwar-benn ar sujed-mañ-sujed. Lakaet o deus en o soñj cheñch penn d’ar vazh. Krouet o deus ur roll en internet ma c’hell pep maouez lakaat he anv.

Krouerezed ar roll expertes.bzh : Céline Monsallier, Maryne Bruneau, Gaël ar Saout hag Armelle Lena. © GM

Evit gwir n’eo ket gant Breizhadezed eo bet ijinet an doare ober-se. Bez’ e oa eus ur roll e-giz-se evit Frañs a-bezh dija. Koulskoude ez eo ar wech kentañ ma‘z eus bet savet unan en ur
rannvro. Ur savenn digoust eo expertes.bzh. Pep maouez a c’hell mont d’al lec’hienn ha sevel he-unan he fichennaoueg dezhi. Digoust eo. « Pelloc’h e kas ar merc’hed o studi bremañ war a bep seurt tachennoù : skiantoù, politikerezh, ekonomiezh, kudennoù sokial, endro… Padal ne vezont ket gwelet kement hag ar baotred ha ne vez ket anavezet o labourioù kement gant ar mediaoù », a vez lennet en o lec’hienn.


En em santout barrek
Perak e vez e-giz-se ? Gant labour an ti e pled muioc’h ar merc’hed c’hoazh, ar pezh a c’hell displegañ ar fed ma ne gemeront ket amzer da ziskouez ar pezh a ouzont. Un abeg all zo ivez avat. Ne gav ket d’ar merc’hed o deus a-walc’h a varregezh evit en em lakaat en a-raok. Douetañs o dez diwar-benn o barregezhioù, hervez krouerezed expertes.bzh. Evel-just e cheñch tamm-ha-tamm. Met ret eo dezho krediñ diskouez ar pezh a reont. Boazioù bet kemeret gant ar gazetennerien zo kaoz ivez, dre m’o deus ur roll anvioù bet savet abaoe bloavezhioù, paotred enno kentoc’h.


Pevar rumm
P’en em enskriver el lec’hienn e tibaber unan eus ar rummoù-mañ : micherioù (yec’hed, justis, lojeiz, labour-douar…), klaskerezh, kevredigezh keodedel (kevredigezhioù, sindikadoù, aozadurioù), kazetennerezed bet embannet ul levr pe ur studiadenn ganto diwar-benn un danvez bennak. Laosket eo bet a-gostez ar merc’hed a zo bet dilennet pe ar re a labour evit ur strollad politikel. « C’hoant hon eus da stourm a-enep ar boaz-se en ur ginnig diskoulmoù d’ar mediaoù », eme Céline Monsallier, Maryne Bruneau, Gaël ar Saout hag Armelle Lena, ar peder flac’h a zo e penn ar raktres.

Daoust hag-eñ e c’hellfe dont ar soñj d’ar mediaoù brezhonek d’ober heñvel ivez, piv ‘oar ?

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1036, d’ar 15 a viz Ebrel 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez