Deus ‘ta e Brest !

8vet abadenn « Deus ‘ta ! », a vo dalc’het e pevar lec’h disheñvel er bloaz-mañ : ur stumm XXL evit « gouel sevenadur Breizh ».

Gouzout hiroc’h a c’heller en ur selaou an abadenn Petra nevez er vro (liamm e fin ar pennad). © Arvorig.fm

D’ar 5, 6, 7 hag 8 a viz Du e vo degemeret an arvesterien hag arvesterezed e pevar lec’h sevenadurel pouezus e Brest : er Garenn, er Vauban, er Mac Orlan hag en atalieroù ar Gabusined. Ur fest-noz a vo er programm evel-just hag ivez sonadegoù, arvestoù evit ar re yaouank peotramant atalieroù a bep seurt (gouren, teatr, kontadennoù…) .


Un nebeud sifroù
25 000 a dud a vez degemeret bep bloaz gant 300 den a-youl vat, en o zouez 20 hag a vez o labourat a-hed ar bloaz. « 15 strollad ha 60 arzourez hag arzour a vo evit 20 eurvezh sonerezh a bep seurt », eme bPierre-Yves ar Menn, teñzorour ar gevredigezh. 1700 bugel eus 18 klas (dre soubidigezh pe divyezhek) a vo bodet d’ar Sadorn vintin evit ar « festig ».


4 lec’h
Krog e vo ar gouel gant sonerezh « etno-elektro » an daouad Astrakan Project er Garenn d’ar Merc’her 5. Ur sonadeg all a vo er Vauban d’ar Yaou 6 gant Plouz&Foen hag ar strollad a yelo ar maout gantañ e taol-lañs Gouel broadel ar brezhoneg. Fiskal, arvest ar gompagnunezh dañs C’hoari [s.o. pennad Ya! amañ], a vo er Mac Orlan d’ar 7. Hag echuiñ a raio Deus ‘ta ! gant ar fest-noz er Gabusined d’an 8. War al leurenn e vo Digabestr, an daouad Landat/Moisson pe c’hoazh Kevrenn Brest Sant Mark, da skouer.

N. Gourvenneg

Gouzout hiroc’h : www.deusta.bzh

Selaouit Véro, unan eus aozerezed ar festival, en abadenn Petra nevez er vro en Arvorig FM


Ur pennad embannet en niverenn 1047, d’ar 1 a viz Gouere 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez