D’ar Meurzh 29 a viz Gwengolo, en davarn Vauban e Brest, e vo dalc’het an abadenn « Le Bal Bastringue » kenbroduet gant Teatr Piba hag ar gompagnunezh Derezo. Ur pennad-kaoz gant Loeiza Beauvir, kanerez ha komedianez eus Teatr Piba.

Petra an diaoul eo ur « bal bastringue » ?
Da gentañ-tout eo un digarez d’en em vodañ, da zañsal ha da gaout plijadur asambles. Savet e oa bet an abadenn-se ar bloaz paseet diwar ur goulenn a-berzh kumuniezh-kumunioù Avranches. Ar soñj a oa deuet deomp da sevel un abadenn evit ar brasañ niver, un dra hag a blijfe da dout an dud. Berzh he deus graet an abadenn gentañ e Avranches. Labouret hor boa er c’hoc’hu e miz Even : chomet e oa digor an dorioù a-hed ar sizhun. Tud kurius zo deuet da welet ar pleustradegoù, da c’houde int deuet d’an abadenn veur. Bez’ ez eus bet ur bern tud o tañsal, war-dro 200, rummadoù disheñvel mesk-ha-mesk. Kinklet hon eus ar c’hoc’hu e stumm un davarn, farsus eo bet an dra-se.
Pegeit ho peus bet evit prepariñ an abadenn ?
Ur sizhunvezh hon eus tremenet eno. E fin ar sizhunvezh hor boa c’hoariet. E-kerzh an abadenn-se e oa frapadigoù teatr gant tud a-youl-vat renet gant an daou rener, Tomaz Kloareg evit Teatr Piba ha Charlie Windelschmidt evit ar gompagnunezh Derezo.
Ar pezh a vo kinniget e Brest a vo disheñvel. Ne vo nemet muzikerien a-vicher war al leurenn. Ne vo ket eus an tamm-se eus ar raktres. Re verr an amzer, ar pep diaesañ eo ! A-fet teknik hor boa kavet daou vuziker : Jérôme Kerihuel, ouzh an daboulin, ha Simon Le Doare, gant ar gitar boud hag ar gontrebas. A-benn ar fin, n’eus ket kalz a vinviji. Sonioù zo a vo kaset gant an urzhiataer. Ar pep gwellañ e vije bet kaout un trede muziker.
N’eo ket diaes ober div vicher war ar memes tro : komedianez ha kanerez ?
Tout an dud a zo war ar raktres zo gouest d’ober an daou hag abaoe pell.
Steeve Brudel Nelson, a zo kaner lirik, Marion Gwenn, a zo kanerez ha komedianez, memes mod gant Anaïs Kloareg (Derezo).
Rannet eo bet al labour etre Derezo ha Piba : ar produiñ, an arc’hantaouiñ, a-fet pleustriñ, hanter-hanter an dud war al leurenn. Ul labour a-stroll eo : ne vez ket santet tu pep hini. Unan eus ar palioù e oa sevel un dra bennak asambles, rak an div gompagnunezh a labour er memes ti e Brest. Ur brav a zigarez e oa kinnig kumuniezh-kumunioù Avranches.
Lakaat an dud da zañsal pe da ganañ ?
N’eo ket heñvel ouzh ar C’haraoke Social Club, ne vo ket pedet an dud war al leurenn. N’eo ket ur c’hoñsert hepken, c’hoant hon eus da gas an traoù pelloc’h evit ur sonadeg ordinal en ur reiñ korf d’an tudennoù war al leurenn. Dav eo bet deomp kaout danvez ouzhpenn evit silañ fent, degas un tamm soñj gant ar pezh emaomp oc’h ober : petra a dalvez bodañ an dud tro-dro d’ur fest, klask goût petra zo a-dreñv.
Petra a vo kavet war roll ar c’hanaouennoù ?
Tonioù a bep seurt. Met dav eo kaout traoù anavezet gant ar brasañ niver. Traoù zo evel Michel Sardou n’hor boa ket c’hoant da gaout anezho. Klevet e vo ar Rita Mitsouko, Niagara, Christophe, Charles Aznavour, Stromae, Juliette Armanet…
Klasket hon eus bezañ al ledanañ posupl met memes tra omp techet da chom war traoù anavezet ganeomp, da lâret eo eus hor rummad. Goude abadenn Avranches hon eus lamet kuit kanaouennoù zo abalamour ne glotent ket gant spered ar raktres. Pep kaner ha kanerez en deus graet un dibab evitañ. Hervez personelezh an dud eo bet graet an dibaboù ivez. Lod eus ar c’hanaouennoù a vo kanet a-stroll memes tra.
Estreget sal ar Vauban, deiziadoù all a vo ?
Evit ar poent n’eus netra sinet. Emichañs e vo deiziadoù evit an hañv a zeu.
Dre ma oa bet brav e Avranches hor boa c’hoant da genderc’hel ganti. Ur chañs nevez eo ar Vauban evit lakaat ar raktres da veviñ. Un abadenn emarc’hantet eo : an div gompagnunezh o deus lakaet arc’hant gant ar pal ivez brudañ an abadenn. Diskouez a ra ivez stad ar c’hultur hirio an deiz e Frañs. Ouzhpenn, n’eo ket aes evit kompagnunezhioù c’hoariva gwerzhañ ur raktres hag a denn eus ur sonadeg. Bed ar muzik hag hini an teatr n’eo ket tre ar memes mont-en-dro, n’eo ket aes da werzhañ. Muzikerien zo a gustum pleustriñ evit netra, ‘pezh n’eo ket gwir gant an teatr. Alies-mat e vez keroc’h koust produiñ un abadenn teatr evit ur sonadeg. N’eo ket ken gwir eus tu ar sonerezh. Un afer kehentiñ eo.
Julien Meffre
Le Bal Bastringue, er Vauban e Brest d’ar Meurzh 29 a viz Gwengolo etre 8e ha 10e. 12€ en a-raok, 15€ war al lec’h. Titouroù ouzhpenn : compagnie@derezo.com
Ur pennad embannet en niverenn 1105, d’an 22 a viz Gwengolo 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


