Digoret e oa bet ar mirdi Paul Sérusier e miz Mezheven 2025. Abaoe e teu niverus an dud da arvestiñ ouzh taolennoù livour ar C’hastell-Nevez ha re e wreg Marguerite. Un droiad zo ivez, en-dro d’ar mirdi, gant ar pal diskouez pelec’h en deus kavet Paul Sérusier e awen.

Ganet e voe Paul Sérusier e Pariz e 1864. E penn ar stal frondoù Houbigant e oa e dad. Barrek-tre e oa Paul Sérusier war ar studioù ha c’hoant en dije bet e dad e raje ur vicher heñvel mui pe vui ouzh e hini met c’hoant en doa ar paotr yaouank da vont da livour. Daoust da se e labouras ur pennadig en ur baperaerezh asambles gant e vreur-kaer.
Da 22 vloaz e lakaas e anv en akademiezh Julian da studiañ al livañ. E 1888 e tiskouezas taolennoù evit ar wech kentañ. Buan-tre e teuas da grouiñ ur stil dezhañ e-unan ha bodañ a reas arzourien yaouank all en-dro dezhañ. Asambles e kroujont al luskad arzel Nabi. E 1889 e teuas Paul Sérusier da Bont-Aven da labourat e metoù Paul Gauguin. Dont a reas en-dro da Bariz avat. E 1893 an hini eo e teuas da Gastell-Nevez ar Faou evit ar wech kentañ en ur ober hent d’an Uhelgoad. E Pariz n’eo ket livour hepken e oa Paul Sérusier. Kelenner e oa eno en akademiezh Ranson. Dont a rae ingal da Gastell-Nevez ar Faou avat hag e 1906 e lakaas sevel un ti e traoñ kêr. Bevañ a reas eno e-ser derc’hel d’ober kentelioù e Pariz. En akademiezh Ranson e reas anaoudegezh gant unan eus e studierezed, Marguerite Gabriel-Claude. Dimeziñ a rejont e 1912 hag e teuas-hi gantañ d’ar C’hastell-Nevez.
Orin ar mirdi
E 1978 e fellas d’ar c’huzul-kêr prenañ ul livadenn gant Serusier hag a skeudenne ur gweledva eus ar vro. Ur goulenn a voe graet ouzh Henriette Bouraric, legaderez ar re Sérusier. Evel respont e kinnigas reiñ da di-kêr ar C’hastell-Nevez « unan eus an oberennoù kaerañ gant Sérusier, gwall heverk eus e chomadenn hag e zonezon : ar Foar e Kastell-Nevez ar Faou ». Diwar an darvoud-se ne baouezas ket ar gumun da labourat evit pinvidikaat an dastumad.
E 2015 he doa bet ar gumun ul legad : dastumad ar familh Ivineg, perc’hennez war al leti Bellevue e Kastell-Nevez ar Faou e deroù an XIXvet kantved. En ur reiñ he holl vadoù goude he marv, e laoskas Suzanne Ivineg 80 taolenn war he lerc’h, div anezho gant Paul Sérusier hag un ti evit un dalvoudegezh a 440 000 €. Evel-se e oa deuet ar gumun da vezañ perc’hennez war oberennoù a bouez Marguerite ha Paul Sérusier, met ivez war oberennoù gant leizh a arzourien, kempredidi ar c’houblad, hag a voe oberiant e Breizh peurgetket. En testamant e oa ur redi, avat, e vefe krouet ur mirdi. 10 vloaz a voe ret gortoz koulskoude rak ne voe lidet an digoradur anezhañ nemet e miz Mezheven 2025.

Ur mirdi hag un droiad dre gêr
Kaer-tre eo ar mirdi. War ur blasenn vihan emañ, etre an ti-kêr hag an iliz. Tri zi zo bet lakaet asambles, kinklet an talbenn anezho gant ur gael vras e koad. 570 m2 eo ar gorread anezhañ, 230 m2 kemeret da ziskouez an taolennoù strewet e eizh sal. An eil hag an trede estaj zo evit Paul Sérusier hag e wreg Marguerite o-unan, 60 oberenn evit an eil ha 56 oberenn evit eben.
« Ur mirdi war ar maez gouestlet da arzourien brudet zo un araokadenn evit Kreiz-Breizh », a lavaras Tugdual Braban, maer ar C’hastell-Nevez, da zeiz an digoradur. Koustet en deus ar raktres 3,53 milion a euroioù.
Krouet ez eus bet un droiad e kêr da welout petra e oa an aergelc’h e oa bet awenet Paul Sérusier gantañ. Mont a reer dre hent Speied ha goude bezañ tremenet dirak ti Sérusier e troer a-zehoù evit tapout ar ganol ha pignat goude dre ur wenodenn serzh war-zu kreiz-kêr en-dro. A-hed an droiad ez eus bet staliet panelloù ma vez roet displegadurioù eus an daolenn-mañ-taolenn. 3 km eo hirder an droiad, aes-tre pa ziskenner da gentañ met start-tre evit echuiñ.
Gourc’hemennoù zo da reiñ da renerezh ar mirdi evit an implij eus ar brezhoneg. Ma ne gaver nemet galleg e-kichen pep taolenn ez eus bet roet ur plas bras d’ar brezhoneg a-hend-all, rak e teir yezh, galleg, saozneg ha brezhoneg, kevatal ment al lizherennoù en teir yezh-se, eo bet displeget buhez Paul Sérusier.
Y. Y. ar Gov
Gouzout hiroc’h : museeserusier.bzh
Ur pennad embannet en niverenn 1052, d’ar 26 a viz Eost 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg