Dont da vezañ brezhoneger d’an oad gour

E fin ar bloaz paseet en doa soutenet Gildas Grimault un dezenn diwar-benn ar mod ma teuer da vezañ brezhonegerien gant ar stummadurioù micherel.

Pemp kreizenn a ginnig stummadurioù war ar brezhoneg : Kelenn, Mervent, Roudour, Skol an Emsav ha Stumdi. © Stumdi

Abaoe ar bloavezhioù 1990, na pet den zo bet stummet gant Stumdi, Roudour pe Skol an Emsav ?
Ar pezh a zo, n’eo ket abalamour o deus desket brezhoneg e teuont da vezañ komzerien da vat. Ouzhpenn deskiñ ur yezh eo. Sevel un identelezh nevezvrezhoneger an hini eo.
Soutenet en deus Gildas Grimault e dezenn e skol-veur Roazhon 2. Ouzhpenn dek vloaz zo e stagas gant e vicher kelenner war an ekonomiezh e lise Diwan Karaez. Gwechoù zo e veze difaziet gant al liseidi. Padal, goude ar gentel e kaozee ar re-se galleg kenetrezo. D’an ampoent e oa komañset Gildas da brederiañ. Kroget e oa d’ober e soñj diwar-benn petra eo istor ar stummadurioù-se hag a zegemer war-dro 200 pe 300 stajiad bep bloaz evit stummadurioù hir c’hwec’h pe nav miz e pemzek parrez. Heuliet en doa ur stummadur hir a-raok mont da gelenner.
Hervez an OPAB (Ofis publik ar brezhoneg) eo ar stummadurioù hir an doare gwellañ da zeskiñ hor yezh. Labour tezenn Gildas Grimault a glask reiñ da c’hoût abalamour da betra ez eus kement-se a gemm etre an deskiñ hag an implij.
War e veno eo kompliket-kaer an hent etre deskiñ brezhoneg hag ober gantañ war-lerc’h.
« Pa zesker brezhoneg daoust hag-eñ e teuer a-benn da vezañ brezhoneger ? », emezañ.
Da gentañ e ranker kompren e vez desket brezhoneg gant tud gour pell zo (400 vloaz). Da skouer, beleien eus a vro gallo a zeske brezhoneg en XIXvet kantved.


Profiloù stajidi
Klasket en deus ar skolveuriad sevel profiloù stajidi ar stummadurioù hir. Bez’ ez eus tud etre 20 hag 49 bloaz. Tud a labour (25 %) ha klaskerien labour (60%). Al lodenn vrasañ anezho zo diplomoù uhel ganto. Kavout a reer 65 % a verc’hed (n’eo diaes da gompren pa’z a 40 % eus ar stajidi war-zu ar c’helenn, ur vicher ma kaver muioc’h deus outi). Retreidi a ya d’ober ar peurrest eus ar stajidi. A-fed gwrizioù : an hanter zo ganet e Breizh-Izel, 15 % e Breizh-Uhel hag ar re all e lec’h all (un drederenn). « Souezhet on bet o kompren e oa kement a dud eus a lec’h all », emezañ.
Gildas en deus dibabet triwec’h den, heuliet gantañ dre gaozeadennoù buhez. « Da gentañ ‘m eus remerket e oant-holl sur da vont da vezañ brezhoneger. Buan ‘m eus komprenet e oa dizingalded vras etre an deskerien ». Alies e vez paket al live B2 (al live uhelañ a-fet framm yezhoù Europa) gant ar re o deus ul live bacho mui pemp bloavezh. Diaesoc’h ar jeu gant ar re n’o deus nemet ar bacho pe c’hoazh ur CAP.
Evit ar re a zo nebeut diplomet e talvez distreiñ d’ar skol. Emaint o c’hortoz traoù skolel. Poan o deus o kompren pegen start e vo. Ar re desket-mat a oar kritikañ ha subjektivañ o hent deskiñ.


Ar sosializañ
« Pa erruont e fin ar stajoù hir e komprenont buan e vo diaes kaout digarezioù da gaozeal brezhoneg war ar pemdez ». Dezho da grouiñ lec’hioù evit kaozeal. A-wechoù, gant ur raktres da-heul, e kavont ur sosializañ micherel. Memes war tachennoù mod-se e tizoloont ar realded : kalz a dud a gaoze galleg (e-barzh ar skolioù met pelloc’h c’hoazh, peotramant tud ne gaozeont ket fraezh).
Un dra bennak all en deus merket don an enklasker. Hervez kont e ranker « kaozeal gant un taol-mouezh : a-hend-all ne vezer komprenet gant an dud, gant ar re gozh », eme Gildas. « Din-me ez eus un ideologiezh az a gant ar pouez-mouezh : n’eo ket un ezhomm met un estetik ».
Ouzhpenn, n’eo ket dav kaout un taol-mouezh evit komunikiñ. Lakaat a ra Gildas Grimault ar gaoz war ur skoilh ordinal : gwechoù zo ne vez ket brezhoneg etre tud a oar ar yezh. Dav eo lammat war an ampoent pa c’heller kaozeal !


Subjektivañ ?
Erfin, Gildas Grimault en deus gallet sevel un deorienn : an aliesañ, ar stajidi ne ouzont perak emaint o teskiñ brezhoneg. A-benn ar fin, hervezañ e teuont da vezañ brezhonenegerien gant un danevell bersonel. « Stank e lavaront eus pelec’h emaint o tont, ober a reont anv eus ur vamm-gozh pe un tad-kozh peotramant eus a belec’h int », a zispleg ar skolveuriad.
Bez’ ez eus un danevell vrasoc’h : saveteiñ ar brezhoneg. Forzhik a dud o deus c’hoant da zeskiñ brezhoneg evit dresañ chadenn treuzkas ar yezh a zo bet torret (traoma etre rummadoù). Labourat a reont war o danevell bersonel, o hent identelezh. « Klask a reont bezañ aktored eus o hent deskard. N’eo ket trawalc’h dezho deskiñ brezhoneg. Ezhomm zo bezañ anavezet gant kumuniezh ar vrezhonegerien », eme Gildas.

Julien Meffre


Ur pennad embannet en niverenn 1086, d’an 21 a viz Ebrel 2026.Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez