
Krouet e miz Meurzh 1925, ar gelaouenn lennegel Gwalarn he deus renevezet al lennegezh
vrezhonek. Pal skrivagnerien ha skrivagnerezed Gwalarn a oa krouiñ ul lennegezh a live uhel par da lennegezhioù ar broioù all, digoret o deus an hent evit an holl skrivagnerien vrezhonek zo bet abaoe.
Kinniget e vo deoc’h dizoloiñ ar pezh en deus degaset Gwalarn d’al lennegezh vrezhonek dre un
diskouezadeg krouet gant bodad lenn Ti ar vro Kemper. E brezhoneg eo ar panelloù ha
lennet e vez an droidigezh e galleg gant ur c’hod QR.
Da welet e ti al levrioù e Begerel (straed Montfort) etre an 30 a viz Gwengolo hag an 21 a viz
Here.
D’ar Sul 19/10 da 4e30, e ti al levrioù e Begerel ivez, e vo Skignet an teulfilm « Naig ha me » sevenet gant Claire Villalon diwar-benn ar skrivagnerez Naig Rozmor.
Aozet gant Ti ar Vro Dmeurance Dinan gant kevelerezh Ti al Levrioù.
Evit gouzout hiroc’h :
https://maisondulivredebecherel.fr
https://filmsenbretagne.org/naig-ha-me-parcours-de-femme-de-mere-decrivaine-damie/