Abadenn gentañ ar festival teatr « Arvestomp » a vo dalc’het e Lesneven etre an 19 hag an 21 a viz Du. Ur pennad-kaoz gant Tomaz Kloareg, rener Teatr Piba ha kenbrezidant ar c’hevread C’hoariva.

Piv zo tro-kein aozadur Arvestomp ?
Deuet eo ar mennozh diwar intrudu strolladoù teatr a-vicher. En o zouez e kaver Teatr Piba, Ar Vro Bagan, Jean-Philippe Davodeau eus ar strollad Goémon Goéland, Safar gant Lukaz Nedeleg, La Obra, strollad Mat ar jeu… Hirio ez eus muioc’h-mui a strolladoù a-vicher. Abaoe daou vloaz e klaskomp labourat asambles war raktresoù a bep seurt e-giz « Kantren » a zo bet sikouret gant ar Redadeg. Evit ar pezh a sell ouzh Arvestomp hor boa bet c’hoant sevel un darvoud e-lec’h e vije lakaet strolladoù a-vicher hag amatour da labourat asambles evit kinnig a bep seurt abadennoù e-kerzh ur festival gouestlet d’an teatr brezhonek. Ouzhpenn daou vloaz zo he deus savet ar Rannvro ur stignad anvet « Arvest » hag a harp skignañ an teatr brezhonek. Goulennet ez eus bet diganeomp, strolladoù a-vicher, ren ar stignad-mañ. Dav eo deomp brudañ ar pezhioù teatr brezhonek pe ‘vije war leurennoù broadel peotramant e-barzh skolioù pe salioù bihanoc’h. « Arvest » en deus sikouret ar pezh « Bastard » met ivez abadennoù gant La Obra. Ul lodenn eus ar programm-mañ a ya da arc’hantaouiñ ar festival. Ma c’hellfemp sachañ 200 a dud war ar festival e vimp laouen. Gant ar soñj emaomp kinnig ar festival-mañ bep bloaz pe bep daou vloaz. Ne chomfe ket ar festival e Lesneven met mont a rafemp da Rostrenn pe da Roazhon. Kement-se evit sachañ arvestourien nevez. Un digarez eo ivez ar festival da ziskouez da dud ar salioù c’hoariva omp gouest da sevel abadennoù hon-unan.
Petra a vo kavet e-barzh ar programmadur ?
D’ar Yaou 19 e vo c’hoariet evit ar wech kentañ « Kenavo er bed all« , ur pezh nevez krouet gant ar strollad Mat ar Jeu ha Laors Skavenneg. D’ar Gwener noz e vo c’hoariet « Ar vosenn nevez » gant Ar Vro Bagan, un destenn bet skrivet gant Goulc’han Kervella ha leurennet gant Etienne Sibéril war patrom ar Commedia dell’Arte. D’ar Sadorn noz e vo « La langue des crêpes » gant Jean-Christophe Davodeau. E-kichen ar pezhioù teatr hir-se e vo kinniget traoù evit ar re yaouank e-giz « Dede Koad » c’hoariet gant ar strollad Choukibenn er skolioù. Kinnig a raio Choukibenn « Ar chuchumer » a-hed ar festival. Leun-chouk e vo programm ar Sadorn : « An ti kamm », ur pezh-c’hoari margodennoù gant La Obra ha La petite semelle. Goude merenn e vezo lennadennoù : « Far West » gant ar gomedianez Tifenn Linéatte a lenno ar pezh emañ o skrivañ diwar-benn an adlodennañ. Bez’ e vo Ar Groac’h, ul lennadenn c’hoariet ha keginet gant Teatr Piba.
E fin an abardaez e vo c’hoariet « Dec’h ‘oa bet ur gwallzarvoud » gant ar strollad Kantren. Ur pezh diwar oberenn Marc Ravenhill a ra un teatr eeun, politikel-kaer. C’hoariet e vo gant un ugent komedian amatour a zo bet sikouret ganeomp evit al leurenniñ. Kement-se zo un doare c’hoari teatr ijinet gant skrivagnerien saoz er bloavezhioù 90 a zo politikel-kenañ hag a c’hell bezañ feuls, kriz ha fentus war ar memes tro. Vad a ra klevet seurt traoù dic’hortoz e brezhoneg.
En tu all da se, penaos e welit stad an teatr brezhonek ?
Ar rouedad C’hoariva (ur c’hevread-rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar strolladoù teatr a-vicher hag amatour) a oa damgousket peogwir eo cheñchet tachenn an teatr abaoe pemzek vloaz. D’ar poent-se e veze war-dro tregont strollad amatour ha ne oa nemet unan a-vicher. Hirio eo ar c’hontrol : n‘eus ket mui a strollad amatour. Ken gwir all eo evit an teatr gallek. Met dav eo lâret memes tra e oa un hengoun e Breizh gant beilhadegoù e-lec’h ma veze c’hoariet teatr d’ar Sul goude merenn : n’eus ket kalz ken a abadennoù er-mod-se gant ar rummadoù kozh o vont kuit. Bremañ eo ret soñjal e vo kavet arvestourien an teatr brezhonek e-barzh kêrioù bras evel Brest, Roazhon pe Naoned. Ne oa ket ‘mod-se pa oan kroget gant an teatr gant Ar Vro Bagan. Alies e vezemp o c’hoari e Kerlouan da Sul goude merenn dirak 500 a dud. Gant burev C’hoariva e klaskomp doareoù da nevesaat ar c’hinnig. Din-me, ar pouezusañ tra eo lakaat arzourien an teatr da genlabourat.
Estetikoù hag ezhommoù disheñvel hon eus, koulz ha strolladoù a bep seurt. Unan ‘giz Piba a zo bras ha staliet mat e-barzh ha reoù all a zo o kregiñ ganti. A-hend-all, pep hini a labour eus e du hag a glask en em dennañ e-unan eus ur bed feuls. Fellout a rafe deomp silañ brezhoneg e-barzh abadennoù bras gouestlet da sevenadur ar vro : Gouel Broadel ar brezhoneg, Festival Etrekeltiek an Oriant, Festival Kerne. Dister eo plas an teatr en o zouesk. Ur rummad nevez a arzourien zo erru gant ar c’hoant krouiñ traoù a-vremañ gant un estetik vodern. Tud gouest da sevel abadennoù c’hoariva a glask kompren hor bed a-vremañ. Marteze e vo an teatr brezhonek ul lec’h d’en em zifenn ma errufe an tu dehoù pellañ e penn ar vro : un doare « contre-culture » a vo dav deomp sevel ‘m eus aon.
Komzoù dastumet gant Julien Meffre
Ur pennad embannet en niverenn 1113, d’ar 17 a viz Du 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


