D’ar 15 a viz Du 1976 e voe gounezet an dilennadegoù gant ar Parti Québécois, ur strollad hag a oa dizalc’hiezh Kebek e bal. Aet e oa 41% eus ar mouezhioù gantañ. Aozañ a reas ur referendom e 1980 evit kaout aotre digant Kebekiz da varc’hata gant gouarnamant Kanada ur statud nevez evit ar broviñs, ur raktres a veze graet Souveraineté-Association (Riegezh-Kevrediñ) anezhañ. Nac’het e voe gant tost da 60% eus ar voterien. Merket e voe ivez respetad ar strollad dizalc’hour gant ur vot all, hini al lezenn 101 a roas ur statud kreñvoc’h d’ar galleg.

Dic’hortoz e voe trec’h ar Parti Québécois en dilennadegoù e 1976. Ar muiañ niver a oa gantañ e parlamant ar broviñs diwar neuze abalamour ne oa nemet un dro e seurt dilennadegoù — gounezet e veze gant an danvez kannad a zastume ar muiañ a vouezhioù er bastell-vro e oa war ar renk enni. Dilennet e voe René Lévesque, pennrener ar strollad, en e bastell ha mont a reas gantañ ar garg a gentañ ministr. E 1968 e oa bet savet ar strollad dizalc’hour. Ne oa deuet a-benn da gaout nemet seizh kannad e 1970 daoust ma oa aet 23% eus ar mouezhioù gantañ, ha c’hwec’h kannad hepken e 1973. Koulskoude e oa deuet da vezañ, e spered kalz a dud, ar strollad a c’helle trec’hiñ ar Parti Libéral du Québec (PLQ), ar strollad a oa e penn ar jeu e Kebek d’ar c’houlz-se hag a reas eus ar galleg yezh ofisiel Kebek gant al lezenn 22 e 1974. Ul lezenn all a oa bet votet diwar-benn statud ar galleg e 1969 diwar intrudu an Union Nationale, al lezenn 63, hag a zisplije da zifennerien ar yezh-se dre ma oa diefedus evit taliñ ouzh kresk implij ar saozneg er vuhez a-stroll, peurgetket e Montréal. Lezel a rae an enbroidi ha ne oa nag ar saozneg, nag ar galleg o yezh kentañ da zibab skol o bugale, ha dibab a rae ar braz anezho ar skol saoznek, deuet ma oant da Ganada evit gwellaat o stad : int a gave dezho e oa talvoudusoc’h ar saozneg, dre ma oa yezh pennañ ar c’hevandir. Gant al lezenn 22 e rankas ar vugale tremen un test war ar saozneg evit bezañ degemeret en ur skol hag a veze graet ar c’hentelioù er yezh-se enni.
Ar galleg, yezh ar vuhez a-stroll
Votet e voe al lezenn 101 d’ar 26 a viz Eost 1977. Graet e voe ivez Karta ar galleg anezhi. Ouzhpenn 80% eus ar c’hallegerien a oa laouen gant al lezenn nevez. Dont a rae ar galleg da vezañ ar yezh a zleed ober ganti er gelennadurezh, er c’henwerzh, el labour hag er servijoù melestradurel. Yezh nemeti ar panelloù hent e teue da vezañ, hini ar skritelloù titouriñ war an dachenn foran, koulz hag hini ar bruderezh graet er straedoù. Evit ar wech kentañ er bed e teue ur broviñs a-benn da embann ul lezenn hag a roe un hevelep statud d’ur yezh ha ne oa ket hini ar braz eus an dud er vro e oa ul lodenn anezhi. Ne blijas ket al lezenn 101 d’ar saoznegerien dic’hallek avat. 83 000 anezho a yeas kuit eus Kebek d’ar c’houlz-se, daoust ma oa gwarezet o gwirioù. Hervez Pierre Elliott Trudeau, kentañ ministr Kanada, e klaske ar Parti Québécois gant al lezenn-se sevel ur gevredigezh hag az afe war-zu ur vroadelouriezh « etnek » hag a rafe gant ur yezh diwar-goust ar re all. E 1979 e embannas Lez-veur Kanada e oa al lezenn 101 e-maez ar vonreizh evit ar pezh a sell ouzh hec’h implij el lezioù-barn hag el lezennadurezh.
Petra bennak ma oa bet kollet referendom an dizalc’hiezh e 1979, e c’hounezas ar Parti Québécois an dilennadegoù e 1981 adarre, gant tost d’an hanter eus ar mouezhioù ar wech-se.
Paol ar Meur
Ur pennad embannet en niverenn 1114, d’ar 24 a viz Du 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


