Ul linenn Navibus nevez e Naoned

Anavezet eo Naoned evit he zramgarr met linennoù war al Liger zo ivez, ar pezh a ouzer nebeutoc’h pa n’emeur ket o chom e Naoned. Ul linenn nevez a vo digoret a-raok pell.

Al linenn gentañ Navibus a oa bet digoret e miz Even 2005. © François de Dijon

Betek-henn ez eus teir linenn. Unan nevez a vo digoret a-raok dibenn ar bloaz gant un tremen war-eeun etre Trentemoult-Aval ha Traoñ-Chantenay. Ar pal eo gwellaat ar fiñvusted etre Naoned ha Reudied. Ur c’hae-lestrañ nevez zo bet savet. Liammet eo ouzh al linennoù bus ha tramgarr, hag ur parklec’h beloioù ha kirri-tan zo bet raktreset ivez. War ar memes tro ez eus bet divizet lakaat da verdeiñ bigi tredan katamaran. Lakaet e vezint e servij e 2027. « An e-Navibus nevez a lakaio ac’hanoc’h da dreuziñ al Liger en un doare plijusoc’h, en ur zoujañ an endro. Izel e vo an trouz hag ur blijadur e vo arvestiñ ouzh al Liger eus ar bigi, tra ma vo digresket a galz kementad ar rannigoù* tanav hag ar gazoù efed ti-gwer. Brasoc’h e vo ar bigi-se hag aesoc’h e vo lakaat ar marc’hoù-houarn war vourzh », a c’heller lenn e lec’hienn internet Naoned Meurgêr.


Un doare da vont ha da zont hag a blij d’an dud
N’eo ket dre zegouezh ez eus bet divizet digeriñ al linenn nevez. Kemeret e vez kalz an navibus en dibenn-sizhun pa vez an dud o pourmen. Boas eo Naonediz da zont da Reudied. Digoust eo an treuzdougen da Sul. Met war ar pemdez ez eer gant ar bigi ivez. Hervez Naoned Meurgêr e oa bet 760 000 tremeniad war al linenn N1 e 2024 ha 106 000 war al linenn N2. Evel-just e vo muioc’h a dud goude digoradur al linenn nevez.
4,7 milion a euroioù en deus koustet ar c’hae-lestrañ nevez. Arc’hantaouet eo bet gant Naoned Meurgêr, an departamant hag ar Stad. « Ur pol eskemmoù liesvod eo, rak liammet eo ouzh ar rouedad busoù hag an tramgarr », eme Hélène Floch, penn raktres er veurgêr.

Y.Y. ar Gov

*particules fines


Ur pennad embannet en niverenn 1062, d’ar 4 a viz Du 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez