D’ar Gwener 29 a viz Mae e oa bet dalc’het e Lesneven, e Sal an Atalier, an abadenn Chakod Noz aozet gant Daoulagad Breizh ha Ti ar Vro Bro-Leon. 56 film berr, savet gant pellgomzerioù hezoug, zo bet skignet.

Bep bloaz e vez aozet ar c’houlzad filmoù Chakod gant ar gevredigezh Daoulagad Breizh. Klasoù divyezhek publik, kristen, Diwan ha familhoù zo kustum da sevel filmoù berr. Skignet e
oa bet holl filmoù koulzad 2025-2026 e-pad devezhioù ar Chakod Deiz (evit ar skolajoù hag al liseoù) hag ar Chakod Noz (skolioù-mamm, skolioù kentañ derez ha tud gour). An abadenn a oa bet kaset en-dro gant Tangi Merien.
« E-kerzh an nozvezh Chakod Noz e oa 80 a dud er sal. Ne oa ket fall e-keñver ar bloavezhioù tremenet », eme Heloise ar Gwenn a labour evit Daoulagad Breizh. E 2025 e oa bet un troc’h, ur vank a dud a oa kaoz. Labouret he deus Daoulagad Breizh war un tuto a gaver e YouTube evit deskiñ penaos sevel ur film chakod. Teir rann a vez moaien da sellet outo : unan war an ijinañ, unan war ar filmañ, hag unan war ar frammañ. « Adlañset eo bet evit ar bloavezh skol 2025-2026 war tem an Utopia. 56 film hon eus bet. 66 film a oa bet e 2024, an digresk n’eo ket bet spontus. Gant an dud gour hon eus resevet nebeutoc’h. Savet hon eus ur c’hino (sevel ur film e berr amzer) evit krennarded, e-skoaz n’hon eus ket gallet en ober evit an dud gour er bloaz-mañ », eme Heloïse. Da gustum, e-touez an dud gour e kaver tud eus stummadurioù hir ha strolladoù mignoned.
Chakod deiz
Naontek skolaj, tri lise ha teir skol o deus sevenet filmoù : « siwazh, ne resevomp ket kalz filmoù gant skolioù », a zispleg Heloïse. Evit ar Chakod Deiz, c’hwec’h skolaj zo bet sikouret gant tud a-vicher. Ar sevenourez Manon Renault he deus roet an dorn da bemp skolaj. Anat deoc’h eo pouezus aozañ seurt traoù. Da gentañ evit ar c’hrouiñ e brezhoneg hag ivez evit skoulmañ liammoù etre tud er strolladoù.
« Distro mat hon eus bet gant ar grennarded. Plijout a ra kalz ivez d’ar gelennerien : kaout ur raktres e brezhoneg evit labourat war ar yezh gant un doare digustum », eme plac’h Daoulagad Breizh. Siwazh, er bloaz-mañ ez eus bet nebeutoc’h a skolajoù. Hervez kont, priz an esañs en deus miret ouzh lod da zont. Memes tra, a vloaz da vloaz a chom feal ar memes re evel ar skolaj Jacques Prévert e Kastell. E-pad ar Chakod Deiz ez eus deuet 166 skolajiad etre tout. Plijet eo dezho mont war al leurenn. Barnet int bet gant ur juri tud a-vicher ennañ : Tangi Merien, Justine Morvan ha Perrine Gallouet. Brav eo gouzout he doa bet Perrine Gallouet ar priz e 2024. Abaoe eo aet war ar vicher ha savet ur film ganti.
Chakod Noz
Tri film zo bet priziet da-geñver ar Chakod Noz. Aet eo ar sardinenn aour (priz kentañ) gant « Utopia », ur film bet savet gant Skol Itron-Varia an Esperañs e Fouenant. Dibabet eo bet gant ar publik war an tomm. « Deuet eo niverus tud ar vugale. Ar wech kentañ e oa d’ar skol-mañ ha d’he mestrez-skol kemeret perzh », eme Héloïse.
Taol kalon Ti ar vro Bro Leon zo aet gant skol-vamm Kergroaz – Mona Ozouf e Lanniliz evit ar film « A bep seurt livioù, a bep seurt tonioù ». Hervez Kristof Nikolaz, ezel eus Ti ar vro Bro-Leon : « brav e oa peogwir n’o deus ket nec’h kaozeal brezhoneg gant ur pouez-mouezh d’an oad-se. »
Aet eo priz Brezhoweb gant Soazig ar Penneg evit « Ha ma vefe ».
Julien Meffre
*DIY : Do it yourself (Gra da-unan)
Skignet e vo Filmoù Chakod 2026 e Gouel Broadel ar Brezhoneg d’ar Sadorn 27 a viz Even da 4e45 e Mellag
Ur pennad embannet en niverenn 1093, d’an 9 a viz Even 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


