Ar strollad stourmerien Ai’ta! zo distroet gant an abadenn « Disprizioù ar brezhoneg » a oa bet dalc’het e Boulvriag d’ar Sadorn 6 a viz Even. Pennadoù-kaoz gant Chann ha Yann (lesanvioù), o-daou ezel eus ar strollad.

Savet e oa bet Ai’ta! e 2005 gant ur strollad tud yaouank. Ehanet e oa abaoe pevar bloaz.
Ne oa ket Chann e-touez ar re o deus savet ar strollad : « re gozh ‘oan dija. Met heuliañ a raen a-dost ar pezh a veze graet gante. Poellek ken-ha-ken e kaven o doare da sevel traoù fentus, speredek ha leun a joa. Ouzhpenn huchal ‘ba straedoù a veze graet gante. » E penn-kentañ an avantur e oa Yann.
Abalamour da betra adsevel ar strollad bremañ ?
« A vloaz da vloaz e welan an traoù o vont da get. An holl bolitikourien a lâr emaint a-du evit ma vije desket brezhoneg, evit ma vije lakaet anezhañ war-wel. Padal ne vez graet netra. Din-me e vanke Ai’ta! evit displegañ pegen arvarus emañ stad ar brezhoneg er mare-mañ. Bemdez e teu gwashoc’h-gwashañ gant rummadoù kozh o vont kuit », eme Chann.
« Dav eo derc’hel soñj penaos eo bet savet tout an traoù evit ar brezhoneg, hag evit an dud a faot dezhe ober gant hor yezh, a zo bet gounezet dre ar stourm mod pe vod : Diwan, hentennoù divyezhek, diplomoù e brezhoneg, panelloù divyezhek, mediaioù… Ar binvioù-se zo ret evit ma vo posupl bevañ e yezh ar vro ha treuzkas anezhi ar muiañ posupl da rummadoù nevez. Derc’hel a ra mekanik ar Stad C’hall d’ober e reuz avat, ken eo diaes mont war-raok. Hiziv an deiz, p’eo erru dister an niver a vrezhonegerien, e vez techet lod da ziskar an traoù-se tamm-ha-tamm (evel ar pezh a zo c’hoarvezet gant skol Diwan Boulvriag), hep na vefe klevet kalz a dud o sevel o mouezh. Pep hini ac’hanomp zo en e gorn. Mankout a ra frammoù evit en em vodañ, evel ma ra ar Redadeg pe Gouel Broadel ar Brezhoneg, ar pezh a zo mat met n’eo ket trawalc’h. Dav eo deomp-ni Bretoned kaout ur framm da nebeutañ evit stourm ha difenn plas hor yezh, gwirioù ar vrezhonegerien ha skeiñ war an daol pa vez ret. Avelioù a-enep zo ha ne’z a ket hor bed war an tu mat : Breizh a cheñch buan, hag an tu dehoù pellañ zo o c’hounit tachenn e pep lec’h. Dav deomp bezañ aozet ha kreñvoc’h ma fell deomp derc’hel penn er bloavezhioù da zont », a zispleg Yann.
Gwad nevez zo gant skipailh Ai’ta! ? Diwar intrudu ar skipailh kozh eo bet adsavet an traoù ?
Chann : « Lod eus an dud a-orin zo deuet en-dro, lod arall zo deuet da ambroug ha sikour. Tud yaouank zo erru niverus ». Evit Chann e ranker stourm war bep tachenn : an endro, an tu dehoù pellañ : « me zo oberiant war an div dachenn-se hag e c’hellan lavaret e vez atav ar memes tud ». Yann zo bet e-touez saverien Ai’ta! : « Meur a wech e veze goulennet e-pelec’h e oa Ai’ta!, met n’eus ket bet den ebet evit adkemer ar strollad, na sevel ur strollad stourm all par dezhañ. Marteze n’eo ket diouzh ar c’hiz ken stourm evit ar brezhoneg ivez, padal ez eus ezhomm. Un nebeud tud eus ar skipailh kozh a zo en em vodet neuze, ha deuet tud nevez er jeu ivez. Divizet hon eus adsevel ar strollad rak anavezet eo an anv hag efedus e c’hall bezañ ar mod-se da stourm, difeuls ha tu pe du d’al lezenn pa vez ezhomm. Traoù a oa bet gounezet gwechall ha traoù all a chom da c’hounit evel-just, met ken pouezus all eo diskouez splann ez eus ur goulenn sokial evit ar brezhoneg er vuhez publik. »
Pegement a dud zo deuet ? N’eus ket deuet kalz tud da Voulvriag, an doareoù « happening » zo dibaseet un tamm bennak, marteze ?
Sed aze sell Yann war an devezh-se : « N’eus ket bet kement a dud e Boulvriag evit an taol kentañ, un tregont bennak lakaomp, dipitus eo un tamm met n’eo ket souezhus. Rouedadoù ar strollad zo da adsevel, koulz hag ar binvioù kehentiñ, ar pleg da labourat ha da gas an traoù war-raok asambles. Modernaat an traoù zo d’ober ivez moarvat, rak cheñchet eo ar bed en ur ober ugent vloaz. Ijinañ traoù nevez ha kaout tud nevez hon eus d’ober ivez. Hiziv an deiz ez eus kalzik tud o teskiñ brezhoneg er stummadurioù hir un tamm e pep lec’h er vro, hag alies e vank digarezioù dezhe d’ober gant ar yezh. Pelloc’h evit ar stourmoù ez eo Ai’ta! un digarez d’en em gavet gant brezhonegerien a fell dezho gwellaat stad ar yezh hag ober ganti war ar pemdez, gant ur spered pozitivel ha farsus peurliesañ ».
Abadennoù all zo war ar stern?
« Evel-just e vo ! E-kerzh an hañv en em gavimp e Gouel Broadel ar Brezhoneg evit un daol grenn hag ur stand. Deuit da welet ac’hanomp ! Goude se e vo un emvod e fin ar vakañsoù evit gwelet petra a vo graet en amzer da zont. Ar pal e vije adsevel strolladoù lec’hel evit bezañ gouest da chom war evezh e takad-mañ-takad ha prest da blantañ e-barzh pa vo dav. Kentelioù brezhoneg war ar prim a c’hallfe bezañ graet ivez evel ma veze gwechall, er festivalioù, war an aodoù-traezh pe e lec’h all… Ijin ha plijadur a vo ! »
Julien Meffre
Evit mont e darempred gant ar strollad, kasit ur postel da ai.ta.breizh@gmail.com
Ur pennad embannet en niverenn 1094, d’ar 16 a viz Even 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


