Sivi Plougastell : evit ur merk tiriadel gwarezet

Nav bloaz zo e oa em vodet produerien sivi e Plougastell evit brudañ o danvez dre ober gant ur merk boutin. Asantet ez eus bet studiañ o goulenn kaout ur merk tiriadel gwarezet gant kengor broadel al labeloù ruz hag an danvezioù hengounel gwarantet. Ret e vo gortoz evit tizhout ar pal c’hoantaet. Reolennoù strizh a ranker heuliañ evit kaout un hevelep label. Graet e vez kornad orin istorel ar sivi e Frañs eus Plougastell, met en em astenn a ra takad ar gounit war un nebeud parrezioù all evel Daoulaz, Loperc’hed hag Hañveg.

Ul lodenn eus un diorama diskouezet e Mirdi ar sivi hag ar glad e Plougastell-Daoulaz. © Wikimedia Commons

Betek an XVIIIvet kantved ne veze kavet nemet sivi-garzh en hor rannved, ar Fragaria vesca, bihan o ment. Degaset e voe ur seurt all eus Chile, ar Fragaria chiloensis, gwenn o liv, a-vent gant ar c’hraoñ. Mesket e voe diwezhatoc’h gant ur seurt sivi a orin eus Amerika an Norzh, ar Fragaria virginiana, evit genel an hini a vez produet hiziv an deiz. Gouzout a ouier e teuas hini Chile gant un ijinour bet o veajiñ betek ar vro-se er bloavezhioù 1710 evit studiañ pizh ar pezh a veze graet enni, dezhañ un anv hag a glote gant ar frouezh a gavas er parkeier e-kerzh e droiad, Amédée-François Frézier. Profet en doa un nebeud plantennoù sivi da Jardin roueel Pariz. Ne voe ket graet un implij kenwerzhel eus ar sivi diouzhtu. Ne vezent kavet nemet e jardinoù da ziskouez louzeier arallvro. Moarvat e teuas gant Amédée-François Frézier un nebeud plantennoù sivi da Vrest el lec’h ma voe karget d’ober war-dro ar ramparzhioù etre 1740 ha 1746*.


Kaset gant bigi betek Breizh-Veur
An takad a bourchase legumaj da Vrest e oa Plougastell pa voe krog da c’hounit sivi ennañ. Klouar a-zoare e oa an hin eno ha kresket e oa bet nerzh produiñ an douar gant bezhin, traezh ha merl dastumet el lenn-vor. Dibabet e voe produiñ sivi Chile gant perc’henned douaroù aet pinvidik gant kenwerzh al lin da gentañ, da lâret eo juloded. E Keraliou, e norzh al ledenez, e vefe bet ar parkeier kentañ bet lakaet dindan blant sivi. Douaroù a zeue gwelloc’h gant ar sivi enno a voe implijet evit-se er bloavezhioù 1820 e su al ledenez. E penn-kentañ an XXvet kantved e veze gounezet sivi nepell diouzh bourc’h Daoulas zoken. War-lerc’h 1860 e voe graet gant gouennoù nevez emsavusoc’h, aesoc’h da gavout sav dezho er marc’hadoù. Muioc’h a verzh a voe graet gant ar broduerien sivi pa zeuas an hent-houarn betek Penn-ar-Bed e 1865. E 1875 e oa 200 hektar dindan blant sivi ha kaset e voe 2000 tonenn betek Pariz gant an trenioù. 1100 hektar a oa dindano e 1937, da lâret ar c’hard eus tiriad labour-douar ar barrez. Arouez Plougastell e teuas ar frouezh ruz da vezañ. Ar c’hornad ma veze produet ar muiañ anezho en Europa e oa. Digreskiñ a reas an takad dindan plant sivi goude-se evit meur a abeg, evel an diouer a zevezhourien hag a dud er familhoù evit dastum. Estreget trenioù a gase sivi betek marc’hadoù pell. Dont a rae ivez bigi eus Breizh-Veur rak sukretoc’h e veze reoù Breizh eget ar re dastumet tramor hag e teuent abretoc’h er stalioù. Seizh bapeur a rae ar mont-dont e 1927 ha goulenn a reas kuzul-kêr Plougastell e vefe terket ur porzh don evit gellout kargañ aesoc’h an danvez da ezporzhiañ. Ne voe ket ezhomm d’ober seurt labourioù koustus pa voe savet ar pont Albert Louppe a-us d’ar stêr Elorn. Kirri-samm a c’hell kas ar fred betek porzh-kenwerzh Brest diwar-neuze.

Paol ar Meur

*Distreiñ a reas da Vrest goude-se, ar gêr ma varvas enni e 1773.


Ur pennad embannet en niverenn 1099, d’an 21 a viz Gouere 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez