O terc’hel atant emañ Mark Paogamm kostez Lanhouarne e Gorre Leon. Abaoe ugent vloaz ez a war leurennoù ar vro evit marvailhat, kanañ ha dreist-holl reiñ plijadur d’an dud.

N’eo ket ur pleg en dije paket Mark Paogamm gant e familh : « den ebet ne oa techet da vont dirak ar re all, kanañ pe kontañ, nemet un tountoun a veze alies o kanañ en iliz. Memes tra e oa tud o kontañ marvailhoù, farsadennoù. Farsal e oa maread », a zispleg ar marvailher. Dav eo d’an nen kompren e talvez marvailhoù istorioù farsus, ha neket kontadennoù hengounel, e Bro-Leon.
« Me zo bet plijet atav da farsal da c’hoari ar bourjin. » Fenter a sinifi bourjin e Bro-Leon, ur ster all zo hervez Mark : « un den didalvez un tammig bihan peogwir emaon e Bro-Leon. »
Alies e vez kontet Leoniz evel tud trist : « n’eo ket gwir, tud sirius, tud labourus, ya met abalamour e oa kalet ar vuhez e oa ezhomm da gaout prantadoù skañvoc’h gant farsadennoù », eme ar fenter eus Gorre Leon. Atav e veze en ur c’hontre bennak, en ur strollad labourerien bennak, unan techet da farsal pe da ganañ : « gwelet ‘m eus evit al labourioù boutin, war-dro ar patatez lakaomp, chom a-sav, farsal hag ur banne az ae da-heul alies evit diboultrennañ », a gendalc’h al labourer-douar.
Ar goapaat
Peseurt perzhioù en deus fent Bro-Leon ? « Fent Bro-Leon zo maread war ar goapaat, kalet e c’hell bezañ memes. Ret eo dit gouzout an dra-se. Er-mod-se e c’hellez te ivez mont war an hent-se. Fent mod kozh eo. » Met petra en deus bet roet c’hoant da Vark Paogamm da vont war al leurenn : « desket ‘m eus brezhoneg pa oan er skolaj. Brezhoneg a veze pep lec’h tro-dro din. Plijet-bras e oan gant ar brezhoneg hag al lec’h ma veze moaien da bakañ brezhoneg yac’h a veze nozvezhioù e brezhoneg. E-touez an dra-se e veze beilhadegoù lec’h em eus gellet klevet tud o kontañ traoù kozh, o kanañ. »
Plouzeniel, pardon bras ar beilhadegoù
Amañ hag ahont ez ae ar peizant da zeskiñ e vicher marvailher, betek Plouzeniel, pardon bras beilhadegoù Bro-Leon. « Setu eo deuet ar soñj din sevel e parrez Lanhouarne ur veilhadeg gant Dastum ha klask enrollañ ar re o doa c’hoant kontañ e brezhoneg ar vro », eme Vark. Abalamour m’en doa aozet an traoù, en doa soñjet e vije poent kinnig un draig bennak. Setu penaos eo deuet ar c’hoant dezhañ da sevel traoù pe adkemer traoùigoù, kinnig anezho, disklêriañ anezho d’an dud. « Tamm-ha-tamm ‘m eus kemeret perzh e tout beilhadegoù ar vro ».
War roudoù konterien brudet ar vro ez ae Mark, Pêr ar Gov, Maryse Mear : « evel-just, ar re-se ‘oa maout evit pakañ an dud gant troioù-lavar plijus, ardoù a oa gant Pêr ar Gov. Unan all ‘m eus soñj [anezhañ], Chaïg an Du eus Ploueskad, brezhoneg arvor Ploueskad gantañ. » Hervez fenter Lanhouarne, pep hini en deus ur bed en e spered. « A-benn ar fin ‘m eus kroget ugent vloaz zo da gemer perzh war-lerc’h ar re-se. » D’ar poent-se e oa Mark Paogamm an hini yaouankañ war al leurenn : « souezhus e oa evit ar re gozh : hennezh ? Te ‘vez komprenet ! N’eo ket brezhoneg Diwan zo ganez, brezhoneg ar vro eo. » Mont d’ar beilhadegoù e oa evit Mark un doare da zeskiñ brezhoneg : « ne oa ket fraezh-fraezh ar brezhoneg ganin-me d’ar poent-se. Dre forzh klevet ar re-se ‘moa desket an doare da gontañ. Ar pouez-mouezh ‘moa da beurzeskiñ. »
« Ar youtuber e brezhoneg »
Filmet eo bet ar beilhadegoù, ha tamm-ha-tamm en deus kresket brud Marko Lanhouarno : « p’en deus komañset Job ar C’heloù Mat (Jo Montfort) da filmañ ha lakaat [anezho] war Youtube eo bet un afer all. N’eus ket pell zo, unan en deus lavaret din : Marko Lanhouarno, ar youtuber e brezhoneg. N’on ket ! », eme Vark. Un dra all zo degouezhet ivez, ar re yaouank a zo o teskiñ brezhoneg e Stumdi pe e lec’h all a gav dezho eo aes a-walc’h brezhoneg Mark da gompren : « m’ho peus c’hoant selaou brezhoneg Bro-Leon, n’ho peus ket ‘met kaozeal gantañ, a lavare unan eus Stumdi d’e zeskidi », eme Vark. Kontant eo paotr Lanhouarne : « deuet on a-benn d’ober ar pezh ‘moa soñjet ober, da lavaret eo adkavout blaz ar vro. »
Pa sav chañsonioù pe istorioù farsus e kendalc’h ar fenter d’en em varrekaat en ur furchal e-barzh ar geriadurioù. Sevel marvailhoù a c’houlenn amzer, ar pezh n’en dez ket kalz Mark : « gant al labour-douar ‘m eus ket amzer e-pad an hañv ha va spered zo paket gant al labour. » Pa erru poent an diskar-amzer eo dav stagañ ganti en-dro : « e penn-kentañ miz Du emañ beilhadeg Plouzeniel. Abaoe ugent vloaz e teuan di gant un dra bennak nevez da ginnig d’an dud », eme Vark. Neuze eo dav dezhañ poaniañ. En desped d’e skiant prenet e vez paket ar c’honter gant ur stress spontus bep taol pa vez kinniget un dra bennak nevez.
« Dirak tud ‘peus galloud spontus »
Met penaos kaout awen ? « istorioù ‘m eus ket savet kement-se. Kontadennoù a ran va-unan. A-wechoù ez eus traoù e galleg troet e brezhoneg ganin. Ne‘m eus ket mezh da lavaret ez an da laerezh traoù. » Sketchoù Elie Kakou pe Raymond Devos a vez lakaet gantañ e brezhoneg.
Kalzik a stand-up a gaver en tele an deiz a hirio met « re zo re », eme Vark.
Peseurt sujed a blij da Vark ober ganto ? « Dre forzh mont dirak an dud e ouezan peseurt sujed a laka an dud da c’hoarzhin. Pa vez skoet war politikourien eo aes lakaat an dud da c’hoarzhin. Met dañjerus a-walc’h eo. Pa vezez gant ur mikro, dirak tud, ‘peus galloud spontus, da lakaat an dud da vont war un tu pe war un tu all. » War evezh e chom Mark, a zo er memes soñj gant Coluche : « ne ouezez ket peseurt c’hoarzh a vo ma’z ez pell gant fent glas », a zispleg ar fenter. Fent a c’hell bezañ komprenet e meur a zoare.
Marichuchu
Levezonet bras eo bet Mark Paogamm gant fenterien c’hall hag a yae pell ganti e-giz Guy Bedos, Pierre Desproges pe Coluche : « fent etre daou, evit lavaret un dra bennak e lavarez ar c’hontrol. »
Penaos e ra paotr Lanhouarne gant ur publik hag a cheñch, dre ma tigresk niver ar vrezhonegerien a-vihanik ?
« Gwechall, ar pezh a blije spontus d’an dud e oa skeiñ war ar veleien, an dud a oa boazet da vont d’an iliz hag o doa bet un deskadurezh, katekiz hag all. Plijadur spontus o doa. Bremañ emaomp kentoc’h war ur bed all, mont war ar politik zo gwelloc’h », a zispleg ar fenter.
Lakaat an dud asambles gantañ, setu ar pezh a zo pouezus evit Mark.
Er mare-mañ emañ paotr Lanhouarne o prepariñ un abadenn : Marichuchu. « Tamm-ha-tamm e vez silet ganin istorioù Marichuchu hag em eus c’hoant ober un arvest fenterezh a-bezh eus an dra-se. »
Gant Marichuchu ez eus istorioù hag a denn eus bugaleaj Mark, traoù gwir ha traoù ijinet mesk-ha-mesk. Kavet en deus an titl : « Marichuchu, istorioù gwir ijinet gant Marko Lanhouarno ».
« E miz Du, beilhadeg a-bep tu ». Setu ar pezh hor boa klevet gant patron bras beilhadeg Plouzeniel, Jo Kermoal, a zo aet d’an Anaon nebeut amzer goude beilhadeg 2026. Neuze e vo dav gortoz an diskar-amzer evit mont d’ar beilhadegoù hag adkavet Marko Lanhouarno !
Julien Meffre
Ur pennad embannet en niverenn 1101, d’ar 4 a viz Eost 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


