Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Alphonse Arzel, Breizhad kar-e-vro

D’ar Sadorn 22 a viz C’hwevrer 2014 e oa marvet Alphonse Arzel, maer kozh Gwitalmeze, e Goueled-Leon, d’e 86 vloaz. Un den pouezus-kenañ e oa bet e istor Breizh. Plijout a rae da Alphonse kanañ ha c’hoari pezh. Diskouezet e vo neuze e c’hwec’h taolenn dirak c’hwec’h kinkladur disheñvel, ha lezet e vo da gomz.

Alphonse Arzel a oa bet anvet da vaer Gwitalmeze e 1961 evit ar wech kentañ. © Ti-kêr Gwitalmeze

Taolenn 1
Dirak ti kozh Lestreone, war ar maez e Gwitalmeze

“Amañ ‘oan bet ganet er bloavezh 1927. Un tammig tiegezh war ar maez. Labourerien-zouar ‘oa va zud. Seizh a vugale omp bet, ha me ar pevare. E-kreiz. E-se on bet atav e-kreiz ivez, e-keñver politikerezh. Daou vreur din ‘oa aet da veleg. “Nag a chañs o deus”, a soñjen. “O studioù a vo paeet dezho, ha me ‘ranko chom amañ da droc’hañ buzhug, gant va zantifikad, ha c’hoazh !” Setu em boa kemeret kentelioù dre lizher gant Ofis Landerne. Ret e oa kas al labour-douar war-raok, ha degas deskadurezh ha sevenadurezh — kultur ma keroc’h — d’ar gouerien. Kalz ac’hanomp ne c’hellent ket mont d’ar skol labour-douar. Setu ma oa bet savet Ti Tiegezhel Lokournan (Maison familiale) : an hanter eus an amzer er skol hag an hanter all war an atant. Ar JAC (Yaouankizoù kristen diwar ar maez) eo bet hor gwellañ skol. Gant Visant Fave, eus Kleder, eskob skoazeller e Kemper, e oan bet bountet war-raok. “Te, emezañ din, a oar kanañ, te a lakaio buhez laouen en-dro dit”. A-drugarez d’ar JAC omp bet hardishaet da vont e-touez an dud ha da gomz dirazo. Deskiñ a raen va frezegennoù er gêr dirak va bandennad saout, mantret ouzh va c’hlevet. “Hemañ n’eo ket fur a-walc’h !” a soñjent moarvat. D’ar poent-se e veze graet abadennoù war ar maez, anvet “Coupes de la Joie”. Kanañ, kontañ, c’hoari pezhioù, distagañ rimadelloù. D’ar poent-se e oa buhez ha laouenidigezh. Asambles gant va breudeur e vezen o kanañ hag o c’hoari. Ma ne vefen ket bet labourer-douar e vefen bet aktour. Gant ar politikerezh em eus gellet ober an div vicher war ar memes tro. Ret ‘oa derc’hel an dud da labourat war ar maez ha reiñ lorc’h dezho gant o micher. Abalamour d’an dra-se on bet prezidant Kambr al Labour-douar e Penn-ar-Bed.”

Taolenn 2
Dirak ti-kêr nevez Gwitalmeze

“Iliz-veur Sant Alfoñs” a ra lod anezhañ, diwar c’hoap, anat dit. Abalamour e oa bet paeet din, sañset, gant arc’hant an Amoco. Er bloavezh 1959 e oan bet anvet da guzulier amañ, evit an dro gentañ, ha maer daou vloaz da c’houde, e 1961. E-pad daou-ugent vloaz, betek 2001. Kavout a ra din eo bet aet Gwitalmeze kalz war-raok er bloavezhioù-se, ha n’eo ket evit en em veuliñ, rak n’edon ket va-unan oc’h ober al labour. Skolioù, salioù evit ar re yaouank hag ar re gozh, an hentchoù, an dour… Adlodennañ an douar evit aesaat o labour d’ar gouerien. Ar porzh evit ar besketaerien hag an douristed. Miret na vefe savet tiez war an tevinier. Ha bodet ar parrezioù evit sevel traoù asambles. Klaoustre eo bet hor SIVOM-ni an hini kentañ e Breizh, hag e Bro-C’hall zoken, ken difrae all. Petra ‘ri, ret e oa en em sikour. “Un neudenn a dorr krenn, kant neudenn a ra ur gordenn”. E 1967 e oan bet anvet da guzulier e Kemper evit kanton Gwitalmeze. Senedour e 1980 ha kuzulier e Rannvro Breizh, etre 1982 ha 1986. Kadoriad Kevredigezh maered Penn-ar-Bed on bet ivez, etre 1983 ha 2001. Ha prezidant nouspet sindikad, an dour, ar gouloù, al loustoni, ha me ‘oar-me. Tri rumm dilhad a oa ganin er gêr, prest da vezañ lakaet : an dilhad pemdez, an dilhad labour da vont war-dro ar saout hag an dilhad da Sul da vont e-touez an dud uhel. N’eo ket lavaret e lakaen atav ar rumm mat ! Ur pevare rumm a oa, pa deu da soñj din : va bragez-berr da vont d’an aod gant va bugale-vihan, e Treompan. N’on ket bet en em gavet alies betek ar mor, kemend-all a dud a anaveze ac’hanon hag e ranken chom da gaozeal ganto. O-unan o deus va bugale-vihan ranket deskiñ neuñv !”

Taolenn 3
Dirak ar skol Diwan

“E 1977 e oa bet savet skol Diwan gentañ Breizh, e Lambaol-Gwitalmeze, en ur skol c’hallek bet serret un toullad bloavezhioù ‘oa. Buhez o tont en-dro er skol hag er vro, dre ar brezhoneg. Pegen brav ! Kuzulier-meur e oan d’ar poent-se. Gwellañ ma ’m eus gellet em eus graet evit sikour ar skol hag ar brezhoneg. Lod a lavare ne raen ket a-walc’h. Petra ‘ri ! ”Fur ha foll evit plijout d’an holl !” Diwezhatoc’h ‘oa deuet ar skol da Witalmeze, war hent Porsal, ha bremañ emañ e-kreiz ar bourk, kichen ti an archerien ! Ur skol nevez-flamm-flumenn. A-hed ar wech eo bet plijet ar brezhoneg din. Va yezh kentañ eo. Gwech ebet na’m eus bet mezh o komz brezhoneg, ha goude ma vefe e Kemper er c’huzul, e Pariz dirak ar ministr pe e Chicago ! Kanerien omp, er familh. Jean, ar beleg, zo bet e penn kanerien Plougerne. Job zo bet e laz-kanañ Penn-ar-Bed, eñ ‘oa an diaoul er Basion Vras. Va merc’h Dominique zo kanerez vat ivez, Dizemperañs er Basion. Da bep pred, da bep gouel e veze kanaouenn ganeomp, e galleg pe e brezhoneg. “Bro gozh va zadoù” eo a blij din ar muiañ. Ne deu ket fall gant Nolwenn Leroy bremañ ivez. E Chicago hon eus bet kanet Ar Vro Gozh, hag e c’hoariva Montroulez ivez evit sikour pareañ ar muco. Savet hon doa ul laz-kanañ gant un toullad maered. Rojer Kalvez, maer Plouider, a zic’haste ivez, kred ac’hanon, n’en doa ket ezhomm a vikro ! N’eus ket da dortañ, yezh ar vro eo ar brezhoneg, ha ret komz brezhoneg e Breizh !”

An Amoco Cadiz e-tal aodoù Porsal e miz Meurzh 1978. © National Oceanic and Atmospheric Administration

Taolenn 4
War tevenn Porsal dirak ar mor

“D’ar 16 a viz Meurzh 1978 e oa deuet al lestr petrolier Amoco Cadiz da sec’hañ ha da derriñ war maen Goulven, er-maez da Borsal. 220 000 tonennad mazout er mor hag en aod ! “Petra hon eus graet d’an aotrou Doue evit bezañ kastizet ken kriz ?” en doa lavaret Leon Gwegen, maer Plougerne, en em strinket war benn e zaoulin dirak ar mor du. Ma, me ne oan ket chomet pell da bediñ na da vantriñ. Ret e oa bodañ an holl barrezioù saotret evit kaout un digoll, ha kuit na vefe ken eus ur seurt gwalleur. 360 kilometrad aotchoù a oa bet gwall gailharet. C’hoazh e oa bet lanv du e 1967 gant an Torrey Canyon. Ar gouarnamant ne oa ket chalet gwelet ar Vretoned o sevel o c’hein hag o mouezh. Ma, en desped da dud Pariz hon doa krouet ur sindikad evit difenn an aotchoù, e 1980. Ha digeriñ afer d’an Amoco Transport Company. An holl vaered, koulz lavaret, a oa bodet er sindikad-se hag a deuio da vezañ Vigipol, e 2000. Maered eus an tu dehoù koulz hag eus an tu kleiz. Ha me e-kreiz ! “Na ruz na gwenn, Breizhad hepken !”

Taolenn 5
Dirak building ar Standard Oil, e Chicago, e 1982

Lostok a-walc’h ‘oamp, p’edomp en em gavet dirak ar pezhiad tour-se. “O ma, emeve, n’eo ket an tourioù a ra al labourioù”. Ha bec’h ! Ur revriad imor a oa ennomp evit difenn hor bro. “Piv eo Alphonse Arzel ?, a c’houlenne ar c’hoapaerien. Tintin en Amerik !” “Ket !, a responte Charles Josselin, prezidant Kuzul-meur Aodoù-an-Arvor, Asteriks an hini eo !” E 1984 e oa bet lakaet ar Standard Oil kablus gant ar barner Mac Garr. “O Mac Garr, ni ho kar !” a gane lod. Ar pezh zo, e oa gwall verr o lostoù d’an arc’hant. N’oa ket a-walc’h evidomp-ni. Setu m’hon doa graet prosez adarre. David, ar c’hrakig, a-enep Goliath, ar pikol den bras ; pe Korrig a-enep Rannou, ma keroc’h. Ma ! E 1992 e oa kondaonet ar Standard Oil da baeañ 225 milion a lurioù d’ar Vretoned. Ar Stad he doa bet kalz muioc’h, ur guchennad he doa roet deomp evit paeañ ar mizoù. N’eo ket an arc’hant ‘oa ar gwellañ en abadenn-se, al lezenn eo ez e oa. Hiviziken e c’hellfe bezañ kondaonet kement den a deufe da louzañ an aotchoù ha pa ve mestr ar bed e ve. Nevezinti vat evit difennerien an natur hag an dud a vor. Ur gouel bras a voe aozet, e 1993, “ar peurzorn”, evit lidañ trec’h ar Vretoned. Fromus-kenañ e voe klevet va c’hamalad kozh Youenn Gwernig, o tibunañ dirak ar mor bras deut da vezañ glas adarre :
“Hag al loustoni, a daol trumm, war ar mor glas, flaerius,
Lorgnaj heugus ha vil, war ar vro c’hlas, war mor ar Gelted.
Loustoni, lorgnaj flaerius, heugus, dislonket diouzh genoù hudur
Mestr an deñvalijenn, o lazhañ dibaouez mirc’hed gwenn-erc’h hon hunvreoù.”

Taolenn 6
Dirak ti nevez an ESAT*

‘Hed ar wech em eus bet kavet diaes gwelet tud paour pe tud klañv lakaet er stal a-gostez gant an dud yac’h hag an dud binvidik. E kelennadurezh an Aviel on bet savet, Jezuz Krist o tont war sikour an dud vunut a-enep ar Juloded hag ar Vondianed. Va mab Per a oa dalc’het en e spered ivez. Labourat am eus graet evit digeriñ tiez da zegemer an dud ampechet ha da reiñ labour dezho, evito da c’hellout bevañ e-touez an dud all, heñvel ouzh an dud all. Neuze e voe savet Kreizennoù skoazell dre al labour, CAT, anvet ESAT en devezh hiriv. E Gwitalmeze eo bet digoret an ESAT kentañ. Fouge a oa ennon, anat dit. Evit bodañ familhoù an dud dalc’het hon eus labouret ivez, gant ar gevredigezh Udapei. Trugarez a lavaran da va gwreg Yvonne, Doue ra he fardono, a zo bet pell hag hir e penn ar gevredigezh-se hag atav prest da va sikour. Kredapl n’eo ket bet aes dezhi atav gant ur galouper a seurt-se ! Ha bremañ, mitio, traoù all peus da c’houlenn ? ‘Peus ket, ma, lakaomp pep a vanne war an daol neuze, ha yec’hed mat d’an holl !”

*ESAT : Etablissement et service d’aide par le travail

Goulc’han Kervella. 02/2014.


Ur pennad adembannet en niverenn 968-969, d’ar 26 a viz Kerzu 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez