Keleier e brezhoneg abaoe 2005

An destenn gentañ skrivet en euskareg

« Irulegiko eskua ». © Nafarroako Gobernua

40 arouezenn e skritur iberat pe keltiberat àr peder linenn skrivet àr ur blakenn arem, setu ar pezh a zo bet adkavet en Irulegi, e bro Nafarroa. En euskareg kozh peotramant vaskoneg e vehe. Evit poent eo bet troet ar ger kentañ nemetken, ar peurrest a chom digomprenabl c’hoazh. Met objedoù all a seurt-se a c’hellahe bout adkavet kar hir e vo ar chanter !

Setu amañ ur gavidigezh a-bouez evit kompren gwelloc’h istor an euskara : an destenn gentañ en euskareg a zo bet kavet àr menez Irulegi e Nafarroa (ha n’eo ket kêr Irulegi* e-kichen Donibane Garazi – Saint-Jean-Pied-de-Port – ma vez gouniet gwin mat). E 2021 eo c’hoarvezet met embannet eo bet e miz Here ag ar bloaz-mañ nemetken. Met perak eh eus bet kavet un destenn er lec’h-mañ ‘ta ? A-gaoz d’ar Romaned : etre 82 ha 72 a-raok HS e tagas jeneraled ag an arme roman un drevadenn euskarat hag he doa savet ur gêriadenn àr menez Irulegi, e-tro 8 km a Iruñea (Pampelune). Bagadoù Pompeius, ur jeneral roman (hag e vo forchet anv Pampelune diàrnañ), a lakas tan er gêriadenn hag e voe luduet a-benn ar fin.

« Dorn Irulegi »

Pell àr-lerc’h e vo adsavet ar gêriadenn hag e 2018 e c’houlennas an aotrou maer digant ar gevredigezh skiantel a Aranzadi ha gouarnamant emren Nafarroa e vehe furchet en aspadennoù ar c’hastell kozh. Da-geñver ar furchadegoù-se e voe adkavet ur blakenn arem, stumm un dorn dezhi, 14,5 cm a hirder. Kaset eo bet d’ul labourva evit bout dielfennet. Hogen goude bout gwalc’het ar blakenn, tennet an douar a oa àrni, eh eus bet remerket gant an deknisianed e oa traoù skrivet àr un tu. 40 arouezenn àr 4 linenn. « Dorn Irulegi » a zo bet graet ag ar blakenn-se.

Un objed « apotropaek »

Lakaet e voe Javier Velaza, ur skiantour brudet a skol-veur Barselona, da zigejañ an destenn skrivet gant pikoù bihan. « Sorioneku » a vehe ar ger kentañ, da lavaret eo « chañs vat » (« zorioneko » en euskareg a-vremañ). Evel-just n’eo ket skrivet kement-mañ e skritur latin, met en ur skritur keltiberat peotramant iberat. Anavezet eo ar skriturioù iberat ha keltiberat gant ar skianterion dija. Setu n’eo ket bet lakaet diaes Javier Velaza. « Sorioneku [n] te ne ke be e ki ŕ a te ŕ e[n] o T i ŕ ta n – e s e a ka ŕ i e ŕ a u ko n » eo tout ar frazenn. Estroc’h evit ar ger kentañ n’eo ket daet a-benn an arbennigerion da dreiñ ar peurrest c’hoazh. Gouez dezhe avat e vehe an dorn-mañ un objed « apotropaek » da lavaret eo un objed hag a servij da zesachañ ar chañs àr e vestr. Ur seurt pav lapin, e berr gomzoù !

Euskareg pe vaskoneg ?

Met daoust hag-eñ eo skrivet en euskareg evit gwir ? E gwirionez n’eo ket euskareg met rak-euskareg, da lavaret eo vaskoneg. Kalz brasoc’h evit Euskadi a-vremañ e oa ar Vaskonva en Henamzer, ken ez ae betek Bourdel en norzh, eleze Gwaskogn a-vremañ (hag en deus kollet e yezh rak-euskarek evit okitaneg Gwaskogn, ur yezh forchet diàr ar latin met gant gerioù euskarek pe rak-euskarek enni).

Labour zo àr ar billig evit ar skianterion bremañ ha marteze e c’hellahe ar re a labour àr an dachenn adkavout testennoù all kar, hervez ar gevredigezh skiantel a Aranzadi e pado ar furchadegoù 10 vloaz d’an nebeutañ ! Àr a hañval eh eus ur gêr dindan an douar e-harz menez Irulegi ha teñzorioù skiantel e c’hellahe bout kuzhet enni c’hoazh !

Fabien Lecuyer

*Irulegi : Hiru : tri, Hegi : kribenn. Meur a anv-lec’h a seurt-se a zo en Euskadi.


Ur pennad embannet en niverenn 911, d’an 22 a viz Du 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez