Keleier e brezhoneg abaoe 2005

An tarzheller

– Tarzheller !, eme e vamm da Baolig, hag eñ trankilik ha didrouz o renkañ pizh an asiedoù lous e-barzh ar mekanik da skaotañ ‘l listri. Ur mekanik nevez-flamm-flimin, mar plij ! Ar “vodernite” er gêr ha kenavo d’an torch, kreizig-kreiz ar bloavezhioù 80 anezhi ! Ur sapre lamm war-raok gant mab-den hag ar venajerez, an ardivink benniget-se, ma oa bamet Paolig dirakañ… kelc’hiet… sorset end-eeun gant e voutonoù lanker o gouleier ruz ha gwer, a zegase da soñj dezhañ deus ar bitrakoù elektronek a gaved deus an druilh e-barzh egorlistri Albator peotramant Actarus ha San Ku Kaï !

“Tarzheller” ! Stlaket en doa ar ger re-bar d’un taol kanol ! Kentañ klevet e tardas Paolig gant e drepet ha sellout deus e vamm, e c’henoù gantañ war nav eur hanter. Tarzheller, ‘mit-hu ? N’eo ket mank e ouzoc’h petra eo un tarzheller, alâto ? Ma ! Ur sellig war geriadur an Here, marteze ? Anv ‘zo gant hennezh diwar-benn “Yann an darzhell”, ar paotr a ra, “hep gouzout diouto, labourioù a sell lod outo evel re ar merc’hed hepken”. Setu ! Sklaer evel lagad an naer, neketa ?

Goude bezañ yaouankik c’hoazh, ne oa ket bet gwall blijet Paolig gant ar ger-se, na tost… na gant an arliv a rebech hag a c’hoaperezh en doa santet e mouezh Mammig kennebeut all ! Biken ken ne vefe graet « un tarzheller » anezhañ : “n’eo ket gaou, m’en tou, m’en tou, ruz-tan-glaou, sant Erwan koulz ha sant Kadou !”. Ar merc’hed er gegin, hag avel d’ar baotred gant o zamm trotaj er-maez, er jardrin pe war an dachenn fobal ! Tonket e oa hag e oa : kannañ an dilhad, skubañ al leurzi, aozañ lein, gwriat, diboultrennañ, fichañ ar gweleoù pe me ‘oar-me petra c’hoazh, kement-se tout ‘oa lod Soaz, gwreg Paolig, hag eñ deuet d’e oad gour, dimezet, eurejet ha fin ha kuit dre eno !

Ya, ga’ ! Se zo brav, kredapl… er goañv avat e oa treut ar peuriñ en-dro d’al legumaj ha d’al leton, se ! Petra da ober, neuze ? ‘Giz ar re gozh, kentoc’h ? Mont d’an ostaleri da evañ ur banne asambles gant ar gamaladed, c’hoari ‘r c’hartoù hag an dominoioù gant ‘Sis ha Cheun ? Chom er gêr da simudiñ e-tal ar post bras ? Avañsetoc’h, alâto ! Bezañ ‘mod-se dilabour, tra ebet da ober, treiñ an ibil p’an deiz, malañ du, hejañ ar c’hazh dre e lost, cheñch tro d’ar vein da sec’hañ, gaoliata Soazig : an dra-se ne c’hell ket padout, kea !

“Gouel grañj” a veze lavaret war ar maez gwechall, pa ne c’helled ket ken mont da labourat dindan an amzer, e-doug ar mizioù du ar peurliesañ : kavout fred d’e zaouarn pe d’e spered, kousto pe gousto, ha n’eo ket chom da lugudenniñ eo ! Ha bec’h d’ar brezhoneg gant Paolig, neuze ! Ar brezhoneg ? Ne oa ket yezh e gavell ‘oa, honnezh, ar yezh-se, nemet intret ‘oa bet Paolig ganti, korf hag ene, brezhonegerien ma oa e dad hag e vamm, e dud-kozh, o amezeien, kerent, mignoned hag all. Ha chaok ha flap brezhonek forzh pegement ganto… hag outañ gwech- ha-gwech all memes, na pet’a ‘ta ! A-hed ar wech e oa bet hilliget Paolig gant an drebon peurzeskiñ brezhoneg !

Pellaet ar paotr deus e barrez, se ! Ar skol, ar skol-veur, al labour… tapet plegoù-buhez all, aet war-lerc’h e vara… Ar blanedenn ! Nag a zale da adtapout ! Bremañ avat edo Paolig o vont da stagañ aketus ganti, kentelioù-noz ha yezhadur da boursu ! Ha graet ! Ha koumeret goud, komprenit ‘ta ! Ha koumanantiñ da gazetennoù brezhonek end-eeun, Ya! en o zouez, ‘welit ket ! En holl d’an holl e oa deuet buan-rezonapl an traoù gantañ ha n’en doa ket bet re a chati’ o ‘n em aroziñ deus parlantchoù all Breizh-Izel, ouzhpenn hini e gornig-bro karet.

War Ya! hag e mesk pennadoù-skrid all en doa plijadur Paolig o lenn reoù Yann Gerven. Soñj mat en doa dalc’het deus unan a gonte diwar-benn “Emañ e penn ur frazenn, evit un dra a zo o paouez tremen ha ne oa ket gwir ur pennadig a-raok” (s.o niv. 375 Ya!)… Hag ur gwir rikour da Baolig, an artikl-se, n’eo ket c’hwi lâr !

Ur rikour, ‘mit-hu ? Na petra ‘oa kaoz ? Ha ma ! Kerkent ha diwanet ennañ ar c’hoant da c’houzout hiroc’hik a-zivout yezh e vro, bremañ ‘oa pellik mat ‘zo, en doa ‘n em lakaet Paolig da zuañ paper gant bommoù brezhoneg en doa bet klevet pe lennet amañ hag ahont. Ur manier teñzor kuzh, komzoù kozh a-wechoù, digant kerent-nes pe amezeien gwechall, lod anezho aet d’an anaon abaoe… Traoù zo hag a vije aet da get, douetus, paneve ar froudenn dastum a vounte anezhañ d’an ampoent.

E-touez an traouajoù-se, lavaroù n’en doa ket tizhet Paolig dont a-benn deus outo pe, pa lârin mat, stummoù yezhadurel n’en doa diskoachet displegadenn kendrec’hus ebet diwar o fenn war an hentennoù brezhonek a implije hon danvez yezhoniour evit mont donoc’h en e studi. Da skouer… “emañ” e penn ur frazenn !

– Ata, Olier ! Erru out d’ar gêr, neu’e ?

– Ya, ya ! ‘Maon erru !

Ac’hanta ! Na perak ‘ta e rae Olier gant “emaon” e deroù e frazenn ? Se ne oa ket gouest Paolig da isplikañ deoc’h ! Roud ebet deus an implij-se war e levrioù, maleürusat den e oa… hag eñ e chal gant kement-se, petra ‘reoc’h !

– Emañ savet en he sav !, a estlamme he zad-kozh da Soazig en ur welet e verc’h-vihan o tibradañ a-ziwar al leurzi, goude ur barrad fuloriñ diwar did (“houmañ ‘zo merc’h Soaz toutafed” !) Hag “emañ” e penn ar jeu adarre, sell ! Ha Paolig da heul ha stagañ da gomz er memes doare ganto tout, kea, un tammig evel inosant ar pardon, resped deoc’h, hep gouzout ar rag nag ar perag :

– Erellig ! Emañ erru da dadig, loutig ! 

Nag an amezeg, Lom, oc’h huchal un « Emañ deut ! » bouzarus a-bouez e benn, fouge ennañ hag eñ o paouez tapout divarc’hañ distokell ur gozh kamionetenn e vedo oc’h esaeañ dresañ en e stal-labour ! “Met daoust ha brezhoneg mat eo, zoken ?”… a soñje Paolig etre e roched hag e choug, douetañs “leun” en e greiz. Un digouraj, me ‘lâr deoc’h !

Ha krog ar c’hleñved ‘b’ an dud a Iliz, va Doue benniget, betek en aotrou Lan Inizan e-unan gant e «Emgann Kergidu» (1877-1878) : “Peoc’h !”, eme ar c’habiten, “Emaint erru. Ne glevit-hu ket anezho o kanañ d’o Doue kozh meuleudioù diskiant ha ne gomprenont ket o-unan ?” (lodenn 1, p. 123, ademb. Al Liamm, 1977).

“Brezhoneg beleg tout, ken dillo !” a gav deoc’h ? “Tra, tra !” a hañvale lakaat… Yann Gerven gant e “Brestiz o vreskenn” : “Opala ! Setu emañ erru ofiser bremañ; petra na lavarfec’h ket evit en em gavout dirak ur plac’h yaouank !” (p. 55, ademb. Al Liamm, 2012).

Mann ebet da welet gant “hêrezh ar brezhoneg beleg ha penaos en em zizober dioutañ”, fasil ! Hag ur boazamant kozh gant an dud er vro-mañ, ‘toare, ober gant “emañ” e penn ur frazenn : 1877, soñjit ‘ta… Ar brezhoneg en e varr uhelañ… “en e vog” ‘tro ma c’hoarveze gant F. Lecuyer skrivañ war Ya!… Ha dister-meurbet levezon drastus ar galleg e-touesk hor c’henvroidi a-neuze !

Ata ! Plaen an traoù da Baolig pa ‘n doa kavet krib da zirouestlañ ar gudenn ! Bennozh da Yann Gerven, neuze… Na poch’ e oa traoù gant hennezh ne oa ket gouest Paolig da intent, ‘mestra. War an niverenn 500, sell, war Ya! adarre, un danevell en dro-mañ, “leun a c’herioù Kerne” moarvat pe me ‘oar ! Reoù ha ne oant ket war geriadur Frañsez Favereau, end-eeun, biskoazh-james kement all ! Aesik a-walc’h en doa tapet reiñ lamm d’ar braz anezho evelkent : dalc’hari, ur vrastell vara, ur balourenn, ar streurbell, bogodiñ ur c’hartouron, fidamdoulle… Met petra an diaoul « ar wok » gast-se, tribledie ? Wok, gwok ? Bok, mok ?

“Daoñ ! Arabat mont re bell gant ar c’haozioù treflez, nondediou !”. Ma… kement ha ken bihan kontañ : chomet ‘oa kaka gant ar “wok” !

– Makaz tamm ginaouog ac’hanout ! N’ouzout ket peseurt eo ? me Soaz, e wreg. Mardouen, un den gouechapl egizdout-te, gant ar vezh ! N’eo ket mank e ouzon-me peseurt eo, ar wok gagn-se, yantav !

Soaz a oar brezhoneg ivez ! Deus bro ar Beseurted eo-hi. Ar Beseurted, mitio ? Che ! Ganto n’eus na p’ra, na per’a, na pet’a, na petra pe me ‘oar-me peseurt c’hoazh… Plouarzel hag an dro : tud drol un tammig, neketa ? Gerioù “Kerne” zo ganto en o genaouioù ivez, “ato”, “ganit” ha traoù all en o mesk. “Hag ar “wok” milliget he deus an aer da anaout ivez, ya klev !” a ribote Paolig etre e gasketenn vartolod hag e vourig.

– Ata, Soaz, glabouserez ! Dispak ‘ta da grampouezhenn ha n’eo ket klask tro da zibunañ ar pezh ‘p eus da zibunañ an hini eo !, a estlammas-eñ, erru poazh gant ar c’hoant gouzout.

“Imobil, loukez, lokig… lañfre ! Ma karfes bezañ sikouret ac’hanon un tammig muioc’h er gujun e-lec’h koll da amzer gant da euriaoù, e ouezfes pell a zo doare ha feson da wok ! Wok va ridell, ya ! Deus ‘ta buan ma tiskouezin dit splann-ha-fraezh n’eus tamm anv ebet a vrezhoneg gant da wok, klapez !”.

Ha Paolig d’ar gegin da heul e hanter-diegezh. Ha gwelet petra ‘oa ar wok milliget-se. Anat dezhañ ne oa ket kel a yezh karet e dadoù-kozh en afer-se, pell ac’hano. Ur asez “palaroun” ‘giz Sina, hervez ar gwel, donoc’h ha brasoc’h an tamm anezhi avat, a c’helled fritañ peotramant poazhañ muioc’h a voued enni, ha buanoc’h c’hoazh ouzhpenn ! Ur burzhudig d’ar c’heginer a zu-mañ, hep mar ebet !

Bezañ roet an dorn da’z kwreg ivez, Paolig, petra ‘ri… kuit da vezañ kontet da azen gornek ! Pec’hed veniel, a soñj deoc’h ? Evidon-me a vefe temptet a-walc’h da reiñ an absolvenn dezhañ, da Baolig-se… Muioc’h a-se dre ma ne ouien ket va-unan petra ‘oa ur wok ken un nevez zo. Evit anzav ar wirionez penn-da-benn, e-lec’h lakaat Paolig da bennden va danevellig em befe gellet plantañ Jañ, paneve ar revriad mezh ruz am befe paket diwar al lusk amjestr-se !

Ola ‘vat ! N’eo ket a-walc’h chom da glakenniñ ha da varvailhat a-dreuz hag a-hed, lennerien ger : bremañ p’ am eus kofeset eo poent din kimiadiñ deus ouzhoc’h ! N’eo ket nec’hiñ a ran met dav eo da Jañ mont da skoazellañ e zousig en he labour ti… fardañ kig-ha-fars, staliañ ha distaliañ an daol, ober ar skaotaj, ferañ e rochedoù ha kement zo tout : rannañ joaioù ha poanioù, en em skorañ e pep tra !

Jañ Bigouilh

  • Ur danevell embannet en niverenn 509 – d’an 13 a viz Meurzh 2015.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez