Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Anaïs Scornet

A orin eo eus Breizh met kresket he deus e Bro-Pariz e-lec’h m’he deus heuliet studioù, a-raok deskiñ brezhoneg. Ha bremañ emañ-hi o labourat evit brudañ yezh he zad-kozh.

Anaïs, a-viskoazh oc’h bet troet war an arz ha war ar glad ?

Pa oan yaouank em ‘oa c’hoant bezañ arkeologourez. N’em eus ket soñj ken eus pelec’h oa bet deuet ar mennozh-se. Troet e oan (hag on atav hiziv an deiz) gant istor ar Romaned hag an Ejipsianed kozh. Marteze peogwir e oan o chom e bannlev Pariz d’ar mare-se. Al levrioù hag an Istor oa un doare da veajiñ evit netra. Met arabat soñjal e oa bet trist ma yaouankiz ! Ur familh dreist-ordinal em eus ar chañs kaout.

Pariz, Montpelier, Le Mans… Perak kement-se a lec’hioù, d’ober petra ?

Goude ma bachelourezh em eus bet ar c’hoant mont da weladenniñ Frañs en ur heuliañ studioù istor an arz. Kroget e Pariz gant kelc’hiad kentañ Skol al Louvre. Gant ma c’hartenn studierez em ‘oa droad mont digoust da gement mirdi e Pariz hag er bannlev ! Bet on bet o welout diskouezadegoù brav, padus pe dibad. Mirdi Guimet eo an hini a blij din ar muiañ. Goude em eus dilojet da vMontpelier d’ober ur vestroniezh ejiptoloji ha desket treiñ ar hieroglifoù, skritur an Ejipsianed kozh. Studied ‘m eus ivez an alamaneg hag an arabeg. E-pad an 2 vlaoz-se em eus komprenet em boa barregezioù evit deskiñ yezhoù all. E skolaj ha lise e roer eo diaes deskiñ ur yezh. N’eo ket gwir. C’hoant em oa mont pelloc’h c’hoazh, e Bro Alamagn pe Egipt evit kenderc’hel gant ma studioù met daou dra dic’hortoz zo bet : nevezamzer arab ha ma c’hejadenn gant ma c’harantez en doa c’hoant mont da vevañ e Breizh. Ha setu penaos am eus cheñchet penn d’ar vazh. Echuet em eus ma studioù e Le Mans gant ur vestroniezh talvoudekaat ar glad evit tostaat eus Breizh gant ar c’hoant kavout ul labour er vro goude.

Peseurt liamm a rit etre ho studioù hag ho labour a-vremañ ?

N’eo ket ken disheñvel aozañ ur festival sonerezh a-vremañ e brezhoneg ha labourat war raktresoù evit lakaat ar brezhoneg war wel eget studiañ an arzoù ha talvoudekaat ar glad. Sonadegoù a zo taolioù arz ! Ha pep yezh zo perzh eus ar sevenadur a zo liammet ganti. E-touez hor glad eo ar brezhoneg. Stourm evit mirout anezhi bev zo gwareziñ ur glad dizanvezel ha peurliesañ hollbouezus evit an holl, memes evit ar re na gomzont ket brezhoneg !

Petra a blij deoc’h en ho micher nevez ?

O labourat evit kevredigezh Mignoned ar Brezhoneg em eus tro d’ober traoù liesseurt. Tresañ, kehentiñ, kontouriezh, melestradur, ijinañ diskoulmoù evit pep « kudenn »… Bemdez un dra bennak nevez ! N’em eus ket aon rak an enoe. Tro am eus d’anavezout bed an ekonomiezh gant raktres ar benveg niverel « Stal.bzh » a vo lañset d’an 8 a viz Even. Ouzhpenn em eus tro da gejañ gant tud liesseurt en ur aozañ Gouel Broadel ar Brezhoneg. Ur gevredigezh yaouank gant startijenn eo. Reiñ a ra din an nerzh a zo afer evit ober pep tra. Boas on bezañ a-youl-vat evit kevredigezhioù all. Ar wech-mañ e vo din da zegemer ar youlidi, da aozañ pep tra evito da vezañ degemeret mat. Estreget labourat eo bezañ a-youl-vat : dont a raio an dud d’hor sikour gant ar pal kejañ gant tud a-volontez-vat all, bevañ ur mare plijus, stourm evit ar brezhoneg pe me oar me… Da bep hini e lusk. Ma roll a zo aozañ mat an traoù evit ma vije an holl plijet gant ar sizhunvezh a-bezh, war ar staliañ, al lidañ hag an distaliañ.

Ha disheñvel eo mare ha brezhoneg ho tad-kozh hag ho hini, bremañ ?

Cheñchet eo bet penn d’ar vazh. Desket en deus ma zad-kozh ar brezhoneg war glin e vamm-gozh. Difennet e oa dezhañ d’ober gant ar yezh er skol. Goulennet he doa ar vaouez kozh digantañ « na goll ket ho prezhoneg ». War-zu Klegereg, er bloavezhioù 30, e oa an holl dud o mont dre « c’hwi » nemetken, memes evit komz d’ar c’hi. Ganin eo ar c’hontrol. Desket am eus brezhoneg goude bezañ bet distroet e Breizh. Ar c’hoant em ‘oa deskiñ ar yezh dija pa oan el lise met diaese oa kavout kentelioù noz e departamant 95. Ul levr Assimil ‘moa prenet met james n’on aet pelloc’h eget ar gentel 10. E Breizh e oa kalz aesoc’h ha menet-tre e oan pa ‘m eus komprenet e vo kavet ur vicher er glad kalz aesoc’h gant barregezhioù war ar yezh. Met ma luskadur kentañ oa deskiñ brezhoneg evit bout kap lenn al levr ‘zo bet skrivet gant ma zad-kozh : « Ur veaj e Taïland ». En e levr e vez kontet gantañ ur veaj en deus graet er bloavezhioù 90. Troet en deus e holl notennoù skrivet e penn kentañ e galleg e brezhoneg evit embann un danevell veaj hag em eus bet tro da lenn daou vloaz ‘zo nemeken. Plijadur am eus bet o lenn anezhañ.

Peseurt bro ‘pije c’hoant gweladenniñ ?

Meur a hini ! Ur gartenn em eus em zi, warni ar bed a-bezh. Warni spilhoù war kement lec’h em eus c’hoant mont. Japon, Chili, Danemark, Senegal, Cuba… ha Taïland evel-just Thaïland. Bewech ma ran ur veaj e cheñchan plas ur spilhenn. Mod-se n’eus fin ebet d’am raktresoù beaj. Pa oan yaouankoc’h em ‘oa c’hoant foetañ bro ar buanañ posupl. Bremañ e plij din kentoc’h kemer ma amzer ha klask mont gant an tren kentoc’h eget gant ar c’harr-nij. Mont war droad da weladenniñ Breizh pe lec’hioù all a blij din ivez. Gwelloc’h ha muioc’h e vez gwelet an traoù a zo tro-dro deomp en ur vale. Gweledvaoù, plantoù, loened bihan, c’hwezh an avel, feuteunioù kozh, ur wezenn gamm, ur vouarenn da zebriñ… kement a dra na vezont ket gwelet en ur vont gant an oto.

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?

Paouez gant glepaj mab-den. Echu e vefe war memes tro gant ar ouennelouriezh, ar revelouriezh, an homofobiezh, ar brezel, saotradur an natur, an droukziforc’h, krizder a-enep al loened, ar « revevezerezh », diviet an danvezioù naturel, distreiñ tud d’an harzoù… ha marteze gant an harzoù ivez ? Vakansoù brav hon ‘efe ! Met eus ar voudiged n’eus ket, ‘m eus aon. Labour zo c’hoazh neuze.

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

Plijout a ra din kalz keginañ neuze eo diaes din respont d’ar goulenn-mañ. Bep sul e selaouan « On va déguster » war ar post-bihan gant ar spi dizoloiñ ur sekred nevez. Peurliesañ e ran. Ur bern sekredoù ‘zo n’anavezan ket c’hoazh. N’eus ket pell ‘zo ‘m eus divizet debriñ nebeutoc’h a gig pe besked. Diaes eo kavout rekipeoù hep kig pa ‘z oc’h bet desket lakaat protein al loened e-kreiz pep meuz. Ouzhpenn am eus c’hoant debriñ traoù lipous, gant druz ha bloaz memestra ! Debriñ legumaj vapeur bemdez a c’hell bezañ enoeus. Bremañ eo silzig Glamorgan ar fred a blij din ar muiañ. Ur rekipe eus Kembre eo, gant bara kozh, pour ha fourmaj laez. Ul lip e bav !

Petra eo ho « plijadur » pemdeziek ?

Lenn en ur hamak pe en ur gador hir dindan an heol. Ha pa erru ar c’hoant kousk e paouezan gant al levr evit profitañ eus ar mare sioul-mañ. Kavout amzer evit ober netra a zo ur gwir deñzor hiziv an deiz. Lod a c’hell soñjal on lezirek. Marteze emañ ar gwir ganto. Morvat em eus ar santimant ober kalz a dra en ur ober netra. Ha pa n’eo ket brav an amzer ? Plijout a ra din kinklañ ma ivinoù gant gwernis pe mont d’ar sauna. Kaout amzer evidon-me, benn ar fin. Goude en em santan prest reiñ ma holl energiezh d’ar re all adare.

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

Ma hini ? Kentoc’h brouilloñs ar raktres levr am eus kroget skrivañ. Ur danevell beaj ‘mefe c’hoant da skrivañ e brezhoneg evit heuliañ labour ma zad-kozh. Met ouzhpenn eus amzer ‘mefe ezhomm bout barrekoc’h e brezhoneg evit mont pelloc’h gantañ. Evit poent emaon o lenn danevell beaj all, e galleg, saozneg ha brezhoneg evel just, evit klask kompren peseurt doare kontañ a blij din ar muiañ. Jack London eo ma skrivagner-beajour muiañ-karet. Klask a ran an awen e filmoù ivez. « Eat Pray Love » zo unan brav da reiñ c’hoant beajiñ. Met ur raktres levr all am eus. C’hoant ‘mefe skrivañ un dastumad rekipeoù gant ma mamm ha ma mamm-gozh ! Ha sur oc’h ‘meus droad kas ken ‘met ul levr war hoc’h enezenn didud ?

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

Matezh ostaleri ! Un devezh e vo e vin a-dreñv d’ur c’hontouer en un davarn-c’hoari. El lec’h-se e vo moaien d’an dud mont d’al lec’h-se evit evañ ur banne, evel-just, debriñ traoù lipous hep kig ha c’hoari e-pad eurvezhioù a c’hoarioù a-stroll. Kavet e vo c’hoarioù mil brudet evel ar C’hluedo pe « Piv eo ? » ha lod raloc’h evel Dixit pe Bonhanza. Un daol vilhart a vo ivez sur a-walc’h hag evel-just e vo an holl traoù troet e brezhoneg ! Met amzer ‘zo a-raok kregiñ gant ar raktres-se.

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?

« Foule sentimentale » skrivet ha kanet gant Alain Souchon. Ken gwir eo ar pozioù.

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant respont « Ya ! » ?

« Ha laouen oc’h bout ganet e Europa e fin ar bloavezhioù 80 ? » Gwir ez eus c’hoazh kalz traoù a ya a-dreuz war ar bed, hag ur bern stourmoù da heuliañ evit tresañ un dazont brav d’hor bugale. Met komprenet em eus dre ma studioù istorel ha dre ma beajoù disheñvel em eus kalz chañs bout ganet amañ ha bremañ. Lod a soñj e oa bravoc’h ar vuhez « gwechall ». Ganin eo kentoc’h ar c’hontrol. Soñjal a ran eo erruet bravoc’h dre forzh stourm hor c’herent ha dav eo deomp-ni bremañ kerderc’hel. Ul labour a bemdez eo met talvezout a ra ar boan.

  • Un atersadenn embannet en niverenn 727 – d’ar 17 a viz Mae 2019.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez