Annaïs, klañvdiourez oc’h bet e-pad un nebeud bloavezhioù. Petra en deus degaset al labour-se deoc’h ha perak ho peus bet c’hoant da cheñch micher ?
Ur vicher binvidik eo. Desachet on dibaoe pell gant an darempredoù ha mont en-dro ar spered. Klañvdiourez on bet dreist-holl evit tud klañv o spered ha desket e vez kalz war an dachenn. Ur seurt barregezh priziañ am eus tapet. Desket em eus evezhiañ en un doare klinik da skouer. Gant va skiant-prenet ez eus bet tapet ganin ur post hag a blije din kalz e Bro-Dreger. Emren e oan en ospital evit degemer tud e servij an trummadoù pe mont da sikour er servijoù all da ziskoulmañ kudennoù “darempred” ha gellet heñchañ an den kemeret e-karg. Degemer a raen tud neuze ha kas a raen da benn divizoù e-leizh evit kavout diskoulmoù. Kemer a raen e-karg tud gant diaesterioù a bep seurt : alkool, raktresoù emlazhañ, tud gant un dizurzh spered, pe un ezhomm komz e-kerzh ur prantad buhez start, tud gant un dizurzh emvagañ, pe tud o vervel pa ne oa ket dibres ar psikologour, a-benn ar fin a oa a bep seurt, diouzh an degouezhioù. Dedennus-tre eo dizoleiñ tro-spered pep hini ha kompren e-barzh peseurt bed emaint. Ha merket on bet o welet an diforc’h etre an dud klañv kemeret e-karg e-kichen Pariz hag e Bro-Dreger. Bemdez e raen ar pezh a vez anvet “évaluation suicidaire” da evezhiañ mallusted an degouezh. Kalz muioc’h a dud o deus raktresoù emlazhañ amañ er vro ha netra da welet gant an amzer. Bez’ ez eus kement a dud hag a istorioù buhez. Met pa weler an niver a dud eus ar vro tapet gant ar soñjoù du-se e c’heller soñjal ez eus ul liamm ouzh istor ar vro. Ar c’hoant cheñch zo deuet da c’houde darvoudoù personel kreñv. Bevet em eus breskter ar vuhez ha dre-se em eus bet ezhomm da zistreiñ en ur mod war an diazezoù. Mankout a rae din ar brezhoneg war ar pemdez. Ouzhpenn-se on desachet bremañ da heñchañ ar vuhez, da sikour dishualañ. Ar vicher glañvdiourez zo kentoc’h heñchañ da zerc’hel gant ar vuhez, ar pezh a zo disheñvel. ‘Fin, n’eus enebiezh ebet etre an daou, just em boa c’hoant da zizoleiñ an dra-se ouzhpenn. Ezhomm am boa ivez da adpakout fiziañs em c’horf, en va spered, ‘fin ennon, ha war an hent mat emaon. Ha dre-se em eus bet c’hoant da binvidikaat va skiant-prenet en ur gemer un hent all hag en ur adkregiñ gant ar studioù.
Ar bloaz a zeu e vioc’h skolaerez. Mall zo warnoc’h ?
Cheñchet em eus kalz traoù em buhez e 3 bloaz. Mall eo ganin hiriv en em staliañ e Bro-Leon da gaout ur prantad buhez siouloc’h lec’h ma c’hellin lakaat va raktresoù da vleuñviñ. Va fall kentañ eo hennezh. Er mare-mañ e prientan ar c’honkour da vont da skolaerez. Mall eo ganin e vefe echu an dra-se evit gellet soñjal en dazont ha mont war-raok em buhez personel. N’eo ket anat pa ne ouezer ket e pelec’h e vo kinniget din labourat a-benn un nebeud mizioù. Ezhomm am eus da raktresañ an traoù. Pinvidik eo bet ar stummadur e Kelenn. Skolaerien Diwan zo mennet hag engouestlet en o micher. Un endro dreist eo evit ar vugale hag evit labourat.
Kelenn a reoc’h e brezhoneg. Kemer perzh e treuzkas ar yezh a blijo deoc’h sur a-walc’h ?
Ya, an dra-se zo e liamm ouzh va raktres evel-just. Evel ma ‘m eus lavaret eo liammet ouzh ar fed distreiñ d’an diazezoù. Ar brezhoneg zo ul lodenn eus va identelezh ha spi ‘m eus e chomo c’hoazh e-pad pell ul lodenn eus identelezh ar Vretoned. Evit-se ez eus ezhomm da dreuzkas en ur grouiñ an ezhomm da implijout ar yezh, ha pa vefe er skol pe er gevredigezh. Ha domaj eo ne c’heller ket merzout peseurt yezh a vez komzet gant ar c’hlañvdiourezed en ospitalioù da skouer. Plijus e vefe bet degemer tud e brezhoneg diouzhtu. Ar pezh zo n’eo ket skrivet e neblec’h war an dilhad labour peseurt yezh a vez komzet gant den-mañ den. Ha ne c’heller ket dre se divinout piv zo gouest da gomz e brezhoneg.
Boas oc’h da gelenn memes tra peogwir ho peus kelennet an dañs e-pad pell. Plijus eo bet ?
Ya, plijet on bet o treuzkas an dañs da vugale pe da dud deuet evit ar c’honkourioù Kendalc’h ha Kenleur e daou gelc’h keltiek disheñvel : Landerne ha Poissy. Ul lodenn vras eus va buhez eo bet, war- dro 25 bloaz skiant-prenet am eus er c’helc’hioù. Tro ‘m eus bet ivez da grouiñ arvestoù. Un avantur binvidik eo bet. Desket em eus dre-se lakaat war wel barregezhioù pep hini er strollad dañs, kenlabourat gant pep komision, reiñ c’hoant d’an dud, doujañ d’ur budjed, heñchañ ha kenlabourat gant ar soner a skrive sonerezh an arvest, kehentiñ hag all. An arvestoù krouet zo bet degemeret mat ha pignet eo d’ar mare-se kelc’h keltiek Poissy er rummad “Excellence”. Pa zeraouer un arvest hor bez ar santimant da zougen ar raktres ha gouestlet e vez kalz amzer. A-benn ar fin, pa ‘m eus bevet ur prantad buhez diaes ha ne c’hellen ket mui dañsal on bet fromet o welet an arvest ijinet ganin war al leurenn. Ar strollad ‘n eus kaset evidon un tamm ac’hanon war al leurenn daoust ma ne c’hellen ket en ober evit gwir gant va c’horf. Eilpennet eo bet an traoù ha douget on bet ganto. Ur gwir avantur vuhez eo seurt degouezhioù.
Ouzhpenn-se ‘m eus bet tro da veajiñ kalzik en Europa ha da vont e darempred gant strolladoù en estrenvro. Un doare all eo da zizoleiñ ar bed. Daoust da se em eus paouezet gant an dañs ar bloaz-mañ. Ezhomm am eus bet da droc’hañ, d’en em c’houlennata. Krog on gant an tennis. Ha ne gavan ket tout ar pezh a glaskan. Merzout a ran ez eo pinvidik-tre an dañs ; liammañ a ra a-fet gouzout- ober, anaoudegezhioù, ezteurel en un doare hiniennel hag a-stroll, hag ivez prederiañ war an oberenn da grouiñ. Prederiet e vez neuze diwar ar spas, ar gemennadenn da gas, perzh al leurenniñ hag all. C’hoant am bije da gavout ur raktres all marteze e liamm gant an dañs lec’h ma c’hellfen adimplijout tout-se e diavaez ar c’honkourioù dañs.
Peseurt arzour·ez ho pefe c’hoant da reiñ da anavezout d’ar re all ?
C’hoant ‘m eus da lakaat war wel ar strollad EMEZI. Ar strollad-se a ziskouez eo posupl liammañ danvez sevenadurel Breizh ouzh temoù pe danvez sevenadurel all a-vremañ. Mont da glask e diavaez ar bevennoù boutin a seblant din dedennus. A-benn ar fin ez eus meur a zoare da lakaat war wel an danvez sevenadurel. Ouzhpenn-se eo Perynn hag Elise div ganerez a Vro-Leon.
Petra a blij deoc’h ober evit aveliñ ho penn goude ur frapad labour tenn ?
Plijet on o tresañ ha dreist-holl o livañ. Pa zeuan a-benn da lakaat ar bed a-bell e c’hellan neuze dinec’hañ ha livañ. An dra-se zo personel, n’eo ket graet evit bezañ diskouezet, just evidon. Ur glogorenn eo. Un doare eo da gavout ar peoc’h ha da ezteurel ar pezh ‘m eus ezhomm. Evel ur jardin sekred eo ‘benn ar fin. Ma keñverian gant an dañs, ur seurt frankiz a dapan dre ma c’hellan ober an dra-se va-unan. Forzh peseurt darvoud buhez am bije, ma vezan gouest da fiñval an divrec’h e vo posupl din livañ. Siwazh ne‘m eus ket kalz amzer d’en ober er mare-mañ. Ur wech ma vo echu gant ar studioù e vo gouestlet muioc’h a amzer ganin d’an obererezh- se.
Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?
Un dro-lavar a zeu din : “Magit mat ho korf hag ho ene a chomo muioc’h e-barzh.” E liamm eo gant va c’hounskrid e Master 2, gant ar vicher glañvdiourez ha gant va skiant-prenet personel evel dañsourez. Lakaat a ra war wel e ranker lakaat ar spered hag ar c’horf da vont war-raok asambles evit kaout un den kempouez. ‘Benn ar fin eo un den produ ar yezhoù : ar yezh fetis ha korfel a c’heller ezteurel dre an emzalc’h, da skouer, hag ar yezh empleg a-ziabarzh a zizoloer dre ar gerioù. Ur fiñv dizehan eo. Ur mont-ha-dont etre ur yezh displeg hag ur yezh empleg. Desket e vez neuze gant an den bevañ a-unvouezh gantañ.
Da beseurt goulenn ho pefe c’hoant da respont “Ya!” ?
Dont a ri da zañsal e-barzh klip Beyonce da ouzhpennañ dansoù Breizh ennañ ? YA ! gant plijadur vras. Ur sapre bruderezh evit dañsoù breizh hag hor sevenadur e vefe an avantur-se !
Un atersadenn embannet en niverenn 941, d’an 20 viz Even 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg