Fazioù a vez kavet pa vez kel a implijout an daou stumm-se.
A) Ar peb.
1) Lennet am eus bet « ar pep desket », « ar pep anavezet », a zo direizh, rak « desket » hag « anavezet » zo anvioù-gwan en derez plaen. An anv-gwan goude « ar peb » a rank bezañ en derez uhelañ (=superlatif), ha klevet e vez stank « ar peb aesañ », « ar peb hirañ », « ar peb pouezusañ », etc. Da skwer : Ha c’hoazh, ‘poa ket gwelet ar peb gwashañ !
2) Klevet e vez ivez « ar peb all », gant ar ster « ar peurrest », « an nemorant », enebet alies ouzh ar stumm « ar peb » a gaver en 1) : Ar peb diaesañ zo bet graet ; evit ar peb all e vo gwelet diwezhatoc’h.
B) Pep a
« Pep a » a vez implijet gant ar ster « da bep hini » :
Pep a oto o deus evit mont d’o labour !
Pep a vanne all a yelo ganeomp ?
Ret eo diwall mad, goude « pep a » e vo un niver resis :
Kinnig pep a zaou damm kig d’an dud, n’int ket gwall vras = daou damm da bep hini.
Pep a zek lur eo ret paeañ evit mont e-barzh = dek lur pep hini.
Pa vez unan an niver, ne vez ket lavaret, evel en div frazenn gentañ : « pep a oto » = « un oto pep hini », « pep a vanne » = « ur banne da bep hini ».
Ur fazi eo lavaret « Pep a nebeud pezhioù moneiz a resevemp », « Pep a galz gounidegezh a c’hortozent », etc, ha ret eo lavaret : « Pep hini ac’hanomp a reseve un nebeud pezhioù moneiz », « Gortoz a raent kalz gounidegezh evit pep hini ».
Da lenn : F. Kervella, Yezhadur Bras, § 484 ha 485
Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ war lec’hienn Keit Vimp Bev.