Ar c’hêriadennoù a zo oc’h ober ar Vro Bagan a zo Goulc’hen, Plouneour-Traezh, Brignogan (distaget diouzh Plouneour n’eus ket gwall bell), Kerlouan ha Gwiseni.
An holl anezho a zo war an arvor, a-dreñv ul linenn a gerreg bras-divent ; en o zouez ar « Gaoulog », an « Neudenn », « Karreg ar ploum », « Karreg an arc’h » hag e-leizh a reier arvarus-meurbet evit ar verdeidi. Alese ar peñseoù a zo bet ken stank du-mañ. Nebeud amzer kent ar brezel, ul lestr a darzhas war ar reier a zo tostik-tost ouzh an « Neudenn », hag e c’heller c’hoazh, pa vez « renket » ar mor, evel ma lavar Paganiz, gwelout darn eus e gouc’h. Alese ivez ar brud a zo diwar-benn Paganiz, ma vez graet anezho peñseerien, zoken d’an deiz hiriv. Ur brud faos, na petra ‘ta, hag eñ maget pe gant ar c’hozh romantoù a zo bet savet diniver diwar-benn ar Baganiz, pe c’hoazh gant skeudennoù ‘zo : da skouer ar gartenn-bost-se a zo warni ur Pagan, e gilkrog start en e zorn, e voned glas war e benn, o c’hedal peñseoù da zont. Paganiz o-unan a c’hoarzh goap ouzh seurt marvailhoù. Pa c’hwezh an avel walarn e lavaront, dre fent, e laka Kerlouaniz , – ar re grisañ eus ar beñseerien, hervez ar brud,- o boned glas evit mont da beñsea !
Peñseerien n’int ket, na tud a vor kennebeut. Roet eo bet din da anaout gant ar besketaerien ez a o niver war vihanaat dalc’hmat : naontek a vagoù a oa e Brignogan tregont vloaz ‘zo, endra n’eus nemet c’hwec’h anezho bremañ, ha nav martolod ha tregont warno. E Plouneour, ur vag nemetken. E Kerlouan eo ez eus ar muiañ a besketaerien, hogen amañ ivez ez eus nebeutoc’h anezho hag un amzer a voe. Hag ouzhpenn, kalz eus ar besketaerien a zo labourerien-douar war un dro hag e tilezont o bagoù keit ha ma pad an eost.
Gounid o tont eus ar mor
Eus ar mor eo evelkent e tenn ar vro he finvidigezh. An douar, hag eñ strujus dija, a zo fonnusaet gant an traezh ha dreist-holl gant ar bezhin. Kalz uheloc’h ha kalz bravoc’h a se eo an ed, du-mañ, eget war-dro Lesneven, un dek kilometr bennak eus ar mor. An avaloù-douar a zo brav-brav, hag an traezh hag ar bezhin a zo penn-kaoz eus an dra-se. A-hend-all, kouerien Kleder, Sibirilh ha Kastell-Paol, evito da biaouañ un tamm douar strujus-meurbet, a zeu da gerc’hat du-mañ karradoù bezhin da greskiñ ar mad diwar an eost. O gwelout a reer o tont d’ar sul war o beloioù, o varc’hata o bern ha distreiñ war ar sizhun gant o c’hirri diouto o-unan, savet ma ‘z int war rodoù kaoutchoug, ha leun-chouk gant o zeil prizius.
Ul lod eus ar bezhin a vez kaset ivez da labouradegoù ‘zo, el lec’h ma vez tennet an iod dioutañ. Na pebezh kemm etre priz ar bezhin kant ‘vloaz zo, pa veze gwerzhet ur c’harrad bezhin troc’het er mor ugent real ha deg real ma veze bet dastumet war an aod, hag e briz bremañ, pa ‘z a ur bern bezhin hepken en tu all da bemzek kant lur !
Aodoù ar vro eo ivez a zegas du-mañ bep bloaz hañvourien e-leizh, a zo evit ar vro ur vammenn a binvidigezh. Ur miliad bennak a vez e Brignogan, hag ur guchenn anezho e Goulc’hen hag e Gwiseni. Hogen ma c’hell kement-se kreskiñ he finvidigezh n’eo ket atav evit mad brasañ ar brezhoneg.
Goulc’hen ar Pagan. Arvor, 29 aviz Du, 1942.
Skrid-anv Paol Kentel eo Goulc’hen ar Pagan. Ganet e Lambezelleg e 1912, marvet e Brest e 1989. Keltiegour gouiziek e oa, war ar brezhoneg hag ar c’hembraeg, hag emsaver. Kelenner saozneg. Kenlabourat a reas gant kelaouennoù brezhonek ha breizhat, o skrivañ pennadoù gouiziek enno.
UR PENNAD embannet EN NIVERENN 809 (koumanantiñ : amañ)