Abaoe 2018 ez eus bet staliet ouzhpenn 5500 dasparzher serviedennoù ha taponoù amzerioù e Frañs hag en Europa gant Marguerite & Cie, a zo staliet e Pornaleg-Leskonil e su Penn-ar-Bed. Betek fin miz Gwengolo 2023 e c’hell an dud prenañ ul lodenn eus an embregerezh evit souten anezhi ha difenn ur raktres benelour.
Ouzh mogerioù gwenn an embregerezh Marguerite & Cie ez eus bet lakaet panelloù diwar-benn an amzerioù. Er gouelioù e vez lakaet ar gaoz gant he skipailh war ar sujed-se ha kalz a respontoù zo bet skrivet. War hini Erer Kozh ar bloaz-mañ eo skrivet e galleg : « Saveteet on bet a-drugarez deoc’h ! » « Ar frazenn-mañ a vez lavaret kalz », eme Gaële Le Noane, penn Marguerite & Cie.
Er gouelioù, er skolajoù, el liseoù, en embregerezhioù hag el lec’hioù foran memes e vez rroet digoust serviedennoù ha taponoù amzerioù dre zasparzherioù. Atalieroù deskadurezh a vez graet ivez rak « hor reolenn gentañ eo : n’eo ket difennet kaozeal eus an amzerioù ».
Dastum 750 000 €
Kinnig produioù ekolojik d’an holl eo pal Marguerite & Cie, staliet abaoe ar penn-kentañ e Pornaleg-Leskonil. E 2018 e oa bet lañset gant Gaële Le Noane abalamour m’he doa merzet ne oa ket skrivet ar pezh a yae d’ober ar serviedennoù hag an taponoù. Hiziv c’hoazh n’eus reolenn na lezenn ebet hag a redi an embregerezhioù d’en ober. Se zo kaoz he doa graet he soñj da cheñch an traoù. « Un dizingalded eo rak pistrius eo, koustañ a ra ker-ruz hag ar merc’hed n’int ket paeet kement hag ar baotred », emezi. Benelour eo ar raktres-se penn-da-benn.
Ouzhpenn 5500 mekanik da ingalañ serviedennoù ha taponoù amzerioù zo bet staliet e Frañs hag en Europa en ur ober 5 bloaz. Er skolajoù, el liseoù, en embregerezhioù hag el lec’hioù foran e vezont kavet anezho. Kreskiñ a ra Marguerite & Cie ha betek fin miz Gwengolo 2023 e c’hell an dud prenañ ul lodenn eus an embregerezh. Gant ar prantad arc’hantaouiñ-se e fell dezhi rastellat 750 000 € evit ma vo kendalc’het ar stourm a-enep ar vreskted abalamour d’an amzerioù.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 952, d’ar 5 viz Gwengolo 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg