Ouzhpenn ugent a dud a oa bodet disadorn e Presbital kozh Landelo evit ober he diazezoù d’ar gevredigezh war-lerc’h an diviz chom a-sav bet kemeret gant Yann-Fañch Jacq, oberour istorel ar gevregigezh bet krouet e 1988.
E-pad an Emvod Meur-se eo bet renevezet ar statudoù a glot bremañ gant al labour embann kaset da benn gant Keit Vimp Bev. Savet ez eus bet ur C’huzul-merañ nevez, ennañ nav den, en o zouez pevar den nevez mui ur genbrezidantez nevez, Ludsine Briand, ur vaouez yaouank eus bro-Naoned.
Kement-mañ a laka splann ar c’hemm a zo gant ar gevredigezh war-zu ar yaouankaat hag ar gwregelaat. Un doare azginivelezh gant meur a veinig er votez. Ur mousc’hoarzh brav a oa war dremm an holl e fin an Emvod Meur.
Gégé Gwenn
Slipailh Keit Vimp Bev :
– Kuzul-Merañ :
Ludsine Briand : kenbrezidantez ; Gerard Gwenn : kenprezidant ha teñzorour ; Vassili Moreau-Mioseg, sekretour ha darempredoù gant ar c’hopridi ; Fanny Chauffin, Olier ar Mogn, Martine Laurent, Paul Mingant, Jakez-Erwan Mouton, Kristof Nikolaz
– Goprad·ezed :
Magali Gallais : Merourez ; Camille Argouarc’h : Louarnig ; Laouen Nikolaz : Rouzig ha Kehentiñ (20 %) ; Nikolaz Gourvenneg, Manon Deniau (½ amzer) : Ya!