Adunvanidigezh Breizh : setu un tabut hag a bad abaoe degadoù a vloavezhioù. Enklasket o deus ar gazetennerien Philippe Créhange ha Benjamin Keltz ha deuet eo er-maez an disoc’h e miz Du 2022 e stumm ur romant grafek, La frontière bretonne.
Treset eo bet an 200 pajenn gant ar Roazhonad Eudes ha skrivet an istor gant an daou gazetenner : Philippe Créhange, eil pennskridaozer Le Télégramme ha pennskridaozer ar Mensuel de Rennes ha Benjamin Keltz, kazetenner evit ar gazetenn Le Monde ha krouer an embannadurioù Les éditions du coin de la rue — a embann al levr.
Deroù an enklask
Dibabet o deus kregiñ en o enklask da vare dilennadegoù-kêr 2020 e Naoned. Kemennet he doa ar vaerez Johanna Rolland e vefe anvet Florian Le Teuff da « Eilmaer evit aferioù Breizh » ma ‘z afe an trec’h gant he skipailh. D’ar mare-se ez a Philippe Créhange da atersiñ prezidant « À la
Nantaise » p’eo bet krouet ar gevredigezh « À la bretonne » a fell dezhi adlañsañ mennozh ur referendom poblek.
Perak ?
Perak e chom departamant al Liger-Atlantel e-maez Rannvro Breizh abaoe an dekred sinet gant ar Marichal Pétain e 1941 ? Perak n’eo bet posupl cheñch an traoù morse dibaoe ? Displeget eo pep tra en un doare efedus-tre. Un enklask don gant sikour ur bern dielloù hag atersadennoù — Jean- Yves Le Drian, Manuel Valls, Jean-Marc Ayrault, Nathalie Appéré, Paol Molac, etc.
Embann a ra ar skrivagnerien n’int ket stourmerien, c’hoant o doa kentoc’h sikour en ur reiñ alc’hwezioù evit kompren gwelloc’h.
N. Gourvenneg
Ur pennad embannet en niverenn 921, d’an 31 viz Genver 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg