Da gentañ tout e oa bet krouet ur c’hoari en Amerika, Wordle, en Open Source, a c’heller azasaat hep paeañ gwirioù. Tennañ a ra d’ar c’hoari « Motus ». Ken entanet e oa an dud eno ma voe prenet gant an New York Times evit kreñvaat gwerzh ar gazetenn. E Breizh e voe krouet ar Brezhle war ar memes patrom.
Adalek fin 2021, deroù 2022 e voe kopiet ar Wordle en ur bern yezhoù. E miz Meurzh 2022 e teuas da soñj Mathieu Soula, diorroer, ober gant ar brezhoneg. Talvezet en deus da 10 devezh labour, strewet war ur miz hanter. Sikouret eo bet gant ar c’hrafourien Roderick Hudelot ha JB Moal. Gant Brezhle e ranker klask ur ger 5 lizherenn — 200 en deus dibabet-eñ en holl — ha bemdez e vez klasket unan nevez. Digoust eo ar c’hoari. Padout a ra etre 30’’ pe vuioc’h hervez barregezh ar c’hoarier. Hervez al liv lakaet e oar ar c’hoarier ha plaset mat eo al lizherenn, ha daoust ha bez’ zo eus al lizherenn er ger-se. « Da heul e c’hell ar c’hoarierien eskemm gant ar re all, dre ar rouedadoù sokial, Twitch hag all, diwarbenn o disoc’hoù. » emezañ. 6 taol-esae a c’heller kaout.
Kenlabour
Evit dont a-benn da ginnig anezhañ en ul lec’hienn eo tostaet ouzh ar gevredigezh Les chats cosmiques hag ouzh Sked. Ar re gentañ-mañ zo arbennikaet war ar c’hoarioù enlinenn. « C’hoant zo ganeomp da vroudañ d’an eskemm dre ar c’hoari. Klask a reomp krouiñ c’hoarioù e liamm gant hon tiriad. » eme Alice Pennors, kenurzhierez ar gevredigezh. Gant Sked, ha Sterenn an Nedeleg o deus bet an alioù mat evit sevel ur mod brezhonek d’ar c’hoari.
Dindan bloaz e c’hellont kontañ war 500 c’hoarier, 20 bemdez dre vras. Berzh en doa graet bloaz zo, da vare ma oa bet roet lañs dezhañ ha diskennet un tamm e fin ar bloaz. Peadra zo da grediñ e vo adlañset a-benn nebeut, gant ar bruderezh a vo graet dezhañ : war ar renk emañ evit ar Prizioù roet gant Frañs 3 Breizh hag an OPAB e fin miz Meurzh.
Y.-F. Jacq
Ur pennad embannet en niverenn 927, d’ar 14 viz C’hwevrer 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg