Reiñ sikour d’an dud da grouiñ ha da sevel o raktres en ur c’houlenn arc’hant digant neb a gar eo Kengo. N’eo ket sammadoù bras a vez dastumet e-giz-se met trawalc’h e vez da reiñ lañs d’ur raktres.

Krouet e voe Kengo gant Serge Appriou, goprad e Arkea. « Kaout ur savenn rannvroel a oa un doare da zastum arc’hant Breizhiz met mont a rae pelloc’h eget an dra-se, rak sevel Kengo a roe digarez da vrudañ gwelloc’h ar raktresoù ivez », emezañ. Kengo zo ur c’hemmesk etre ar ger brezhonek « Ken » evit diskouez e vez graet traoù asambles hag ar ger saoznek « Go » a dalvez « Deomp dezhi ».
Ar savenn a asant da 99 % eus ar raktresoù a vez kinniget dezhi. E kevala Kengo e kaver Arkea (90 %), an Télégramme (7 %), Sud-Ouest (3 %). Pa vez roet lañs d’ur raktres ez a 8 % e kef Kengo evit e vont en-dro.
Aet eo Kengo war-raok abaoe 10 vloaz. Pa voe krouet e oa daou c’hoprad. Pemp zo hiziv. Moarvat e oa graet Breizh evit ur raktres evel Kengo muioc’h eget ar rannvroioù all pa lavar Serge Appriou : « Ar pezh a ra m’eo Breizh ur rannvro disheñvel diouzh ar re all eo ar fed m’o deus an dud fiziañs en o amezeien. Liammoù a-feson zo etre an dud. »
Raktresoù bihan
98 % eus ar profoù a vez roet gant forzh peseurt tud. Arc’hantaouet e vez tri zra gant Kengo : ar stalioù bihan, an ekonomiezh sokial ha kengred, hag ar sevenadur. Dastumet ez eus bet 5,5 milion a euroioù en ur ober 10 vloaz. 80 % eus ar raktresoù zo troet da vat betek-henn. N’eo ket hep sikour a-berzh implijidi Kengo avat. Alioù a vez roet ganto. Dastumet e vez 5000 euro well-wazh dre raktres, met lod eus ar raktresoù zo bet dastumet 20 000 € ganto. E-touesk ar raktresoù pennañ emañ tavarn Run ar Puñs e Kastellin gant 188 000 € dastumet. Peurvuiañ e pad an dastum arc’hant 45 devezh. Ral a wech e vez muioc’h eget tri miz. 45 € eo ar sammad etre roet gant an dud. 44 bloaz eo oad etre ar brofourien.
Ul labour efedus
« Kalz lorc’h zo ennomp », eme Serge Appriou. Trugarekaat a ra strolloù bras evel ar bank Arkea pe c’hoazh ar gazetenn Le Télégramme. « Laouen omp o welout omp bet talvoudus da gantadoù a raktresoù breizhek. Deuet omp a-benn da gendrec’hiñ 100 000 Breizhad da harpañ tud pe embregerezhioù bihan er bed sokial pe e hini ar sevenadur, pe traoù bihan all tost d’o lec’h bevañ. » Diorren padus eo ar pezh a vez graet gant Kengo met pelloc’h e ya Serge Appriou oc’h implijout an dro-lavar « souvereniezh lec’hel ». Da-heul 1 euro bet roet ez eus 3,3 euro a binvidigezh evit an tiriad.
Ne vez ket aes mont da c’houlenn arc’hant digant ar bankoù a-wechoù, rak raktresoù zo n’o deus ket un istor c’hoazh hag ar bankoù o devez aon da brestañ arc’hant.
Bezañ harpet gant tud all a ro kalon d’ar grouerien ivez. « Gouzout ez eus tud hag a zo prest da heuliañ ac’hanoc’h a ro fiziañs deoc’h pa grouit un dra bennak », eme rener Kengo.
Raktresoù liesseurt
Liesseurt eo ar raktresoù a vez arc’hantaouet gant Kengo. Un neudennerezh o deus savet Emilie ha Nicolas e Kreiz-Breizh. John en deus krouet ur mikro-breserezh e Plougastell-Daoulaz. Marjorie he deus digoret Ti-Jouets er Roc’h-Morvan e kevelerezh gant ar gevredigezh Don Bosco. Ur chanter-kenemprañ eo, evit degemer tud pellaet diouzh bed al labour hag a ra war-dro c’hoarielloù eil-dorn. Anne-Laure he deus roet lañs d’ur raktres video anvet Âmes de Bretagne diwar-benn ar glad e Breizh, staliet e Karaez. Melanie he deus digoret ur skol livañ ha kizellañ e Roazhon, ma vez roet kentelioù a-hed ar bloaz en un aergelc’h a laouenidigezh, hag a zo anvet La Petite Académie.
Ar ganerez Aziliz Manrow he doa graet gant Kengo evit lakaat dont er-maez he albom kentañ. « A-raok pep tra e ranker en em soñjal mat war ar pezh a glasker ober, kaout ur steuñv ober, bezañ kuzuliet mat gant tud all, ha prederiañ mat war ar c’hehentiñ evit ma vefe kendrec’het an dud », emezi.
Y. Y. ar Gov
Lidet e vo 10 vloaz Kengo er PAM e Brest — 56, straed Aiguillon — d’an 12 a viz Even. Kinniget e vo atalieroù, ur marc’had gant krouerien ha krouerezed, sonadegoù, un diskouezadeg poltriji… Gouzout hiroc’h : https://kengo.bzh/dix-ans
Ur pennad embannet en niverenn 1040, d’an 13 a viz Mae 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg