Abaoe penn-kentañ miz Gwengolo eo digoust an treuzdougen e Kumuniezh Bro Montroulez — a vod 26 kumun enni — a-drugarez d’ur politikerezh fiñvusted hag en deus da bal broudañ an dud da ober gant an treuzdougen boutin.
Votet e oa bet ar cheñchamant-se e-kerzh emvod kuzul Kumuniezh Bro Montroulez d’ar 27 a viz Even 2022. Ha lakaet e plas diouzhtu en distroskol : digoust eo bremañ an treuzdougen evit an holl war rouedad busoù Linéotim, rouedad bro Montroulez. Ha pa vefe evit mont d’ar skol, evit annezidi hag annezadezed ar 26 kumun eus bro Montroulez pe evit touristed deuet da weladenniñ ar vro e-pad un dibenn-sizhun, da skouer. Ar pempvet kêr e Breizh o lakaat e plas ur rouedad treuzdougen digoust eo deuet da vezañ Montroulez, goude Karaez, Dinan, Dinarzh ha Gwitreg. E Naoned e vez digoust an treuzdougen e-pad an dibennoù-sizhun ivez, hag e Roazhon eo digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz. Emañ Kumuniezh Bro Montroulez (65 000 annezad·ez) o c’hortoz ur c’hresk a 20 % eus implij ar rouedad busoù, hep kontañ an treuzdougen d’ar skolioù. Met ne vo ket lakaet busoù ouzhpenn evit ar bloavezh kentañ, na cheñchet an eurvezhioù. Tost da 50 linenn kêr, trogêr, etrekumunioù ha skolioù a zo en holl. Al linennoù rannvro hag al linenn Montroulez-Lannuon a vo digoust ivez, evit ar re o loc’hañ deus Montroulez.
Doujusoc’h evit an endro
Saotrañ nebeutoc’h eo ar pal kentañ. Aesaat ar fiñvusted evit ar re baourañ pe evit ar re gozh a vez klasket ivez, ha digreskiñ koust ar vuhez. Un diarbenn a seurtse a c’hellfe ivez sikour da vuhezekaat kreiz-kêr, e lec’h ma c’hell bezañ diaes parkañ e-keñver ar c’hreizennoù kenwerzh e-maez deus kêr. Ur studiadenn graet e kêr Dunkerque da c‘houde ur prantad o arnodiñ transportoù digoust en dibennoù-sizhun hag en devezhioù gouel en deus diskouezet e tigreske an niver a emzalc’hioù kudennek (disevended, drailhañ pe louzañ ar busoù…) eus 59 % a-drugarez d’an digousted. Koust a raio 650 000 € ouzhpenn bep bloaz d’ar strollegezh. Raktreset e vo er budjed. An embregerezhioù lec’hel a gendalc’ho da gemer perzh en arc’hantaouiñ gant ur feur a 0,8 % ha ne vo ket kresket an tailhoù lec’hel.
Cheñch ar boazioù treuzdougen
Er vro n’eo ket stank ar boblañs war ar maez. Fellout a ra neuze d’ar strollegezh diorren ar c’henweturiñ hag implij ar c’hezeg-houarn. Digreskiñ an niver a otoioù eo ar pal. Met n’eo ket aes
cheñch boazioù an dud. « 75 % deus an annezidi hag annezadezed Kumuniezh Bro Montroulez a labour er vro, 32 % deusoute a labour en o c’humun anneziñ zoken ha padal e vez graet 85 % deus ar monedoneoù gante gant ur c’harr-tan », a zegase da soñj ar gazetenn Ouest-France e miz Even. Feurmiñ a ra ar strollegezh 150 marc’h-houarn dre-dan dija evit pinvidikaat ar c’hinnig treuzdougen ekologeloc’h war an dachenn. Ur skoazell evit prenañ kezeg-houarn dre-dan hervez live bevañ an dud a zo bet lakaet e plas ivez gant ar strollegezh nevez. Emañ ar strollegezh o prientiñ un heuliad divizoù ouzhpenn war an treuzdougen a-benn fin ar bloaz.
Metig Jakez-Vargas
Ur pennad embannet en niverenn 904, d’ar 7 a viz Here 2022.