Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Disammet eo KVB… evit poent

Daoust da ali kontour meur Keit Vimp Bev da zegas un teuliad adreizhadur barnerezhel goude bezañ klozet kontoù 2023, n’eo ket aet al lez-varn war an tu-se er mintin-mañ (4/6/24) e Kemper. Hervezi, n’eo ket fall a-walc’h stad ar c’hontoù hirio an deiz evit lakaat ar gevredigezh dindan adreizhadur. Fiziañs o deus ar varnerien er c’huzul-merañ nevez evit merañ gwelloc’h Keit Vimp Bev en doare ma ne vezo ket rediet da vont dirak al lez-varn hiviziken.

N’omp ket tremenet pell eus un adreizhadur barnerezhel memes tra ha setu perak hon eus ezhomm eus ho souten, muioc’h eget biskoazh !

Penaos ober ? Koumanantit da Rouzig, da Louarnig pe da Ya!, brudit hor c’helaouennoù, komzit ac’hanomp. Hag evel-just e c’hellit kemer perzh en dastum arc’hant el lec’hienn HelloAsso (ma kavit gwelloc’h kas ur chekenn e c’hellit kas anezhi da : Keit Vimp Bev, 22 Grand Rue, 29520 Laz).

Trugarez vras deoc’h !

A wir galon,

Skipailh KVB

Mont e darempred gant Gege Gwenn (prezidant KVB) : 06 81 15 43 54

Da lenn

Da lenn ivez