Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Dizoloit avanturioù Polig

Ha dont a raio a-benn Polig da veajiñ gant e vignon Yann ? D’ar goulenn-mañ e vo respontet er gontadenn sonerezh divyezhek Beaj Polig. Savet eo bet gant Garlonn Vergne ha Ninnog Kerbiked ha c’hoariet e vo er gouel Belbiachoù d’ar 26 a viz Gouere 2023 e Melioneg, en Aodoù-an-Arvor.

Telennerez eo Ninnog Kerbiked ha gitarourez, sonerez fleüt ha kanerez eo Garlonn Vergne. © GM

E 2021 e oa bet goulennet digant Garlonn Vergne ha Ninnog Kerbiked — animatourezed e Ti ar Vro Landerne-Daoulaz d’ar mare-se — sevel ur gontadenn divyezhek, galleg-brezhoneg, evit ar vugale. Plijet e oa ar raktres-se d’an div sonerez ha graet o doa o soñj da « sevel un abadenn evit gwir », eme C’harlonn Vergne, kanerez, gitarourez ha sonerez fleüt. « N’eus ket kalz a abadennoù e brezhoneg, plas zo evit kinnig traoù nevez evit ar yezh. »
Ha setu Polig, ur paotrig bihan, « o vevañ en ur gêriadennig gant e dad-kozh ». Beajiñ a fell dezhañ met « n’en deus ket c’hoant da lâret se d’e dad-kozh. Strizh eo gantañ abalamour m’eo dañjerus ar bed hervezañ. » Un deiz e kej Polig gant Yann, ur mignon bras dezhañ hag a lako youl ennañ da veajiñ. Ha dont a raio a-benn ?

Beaj sonerezh Polig

Ur veaj dre ar sonerezh eo Beaj Polig. Sonerezh Kuba, Iwerzhon ha sonerezh « o deus savet » zo bet lakaet gant an div sonerez. Pa c’hoarvez « un dra ispisial gant Polig, ur gejadenn, un endro nevez », a zispleg an delennerez Ninnog Kerbiked, ez eus un troc’h gant sonerezh.

Sikour a ra ar c’hanaouennoù da zisplegañ en ur ganañ ar pezh zo o c’hoarvezout rak prantadoù e galleg hag e brezhoneg zo. Ur choaz eo : « Ar re n’int ket brezhonegerien a c’hell kompren an istor, klevout brezhoneg ivez met n’eo ket un ampech d’ar c’hompren. » Lakaat a ra ar vugale da zeskiñ gerioù nevez e brezhoneg. « Kinnig a reomp deskiñ kanaouennoù gant bugale er skolioù ha lakaat a reomp ar publik da zañsal. » Deskiñ muioc’h war sevenadur Breizh, setu pal ar gontadenn a vo c’hoariet er gouel Belbiachoù da 6 eur da noz d’ar 26 a viz Gouere 2023, e ti-feurm pedagogel Koed ar Barzh.

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 945, d’an 18 viz Gouere 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez