Betek mont war e leve en deus labouret Daniel Goisnet evel elektro-mekanikour. Met 20 vloaz zo emañ o vevañ ivez e-ser korriganed. Betek ijinañ dezho ur gêriadenn.
20 vloaz zo e kemere perzh e Kelc’h keltiek Gwened hag er bagad Melinerion. Gant daremprediñ Herve Perrot, deuet da vezañ beleg goude, e savas ur c’hraou buhez enni nepell eus Sant Guen lec’h ma oa skoliataet e vugale en hentenn divyezhek. Gant an amzer eo aet war-zu ar gorriganed, graet anaoudegezh gant Daniel Cario, skeudennaouet e 3 levr diwar-benn ar boudoù-se, ha deuet soñj dezhañ ober eus ar c’harou kozh bet lezet a-gostez ur gêriadenn a gorriganed. N’en deus koustet netra dezhañ, war-bouez amzer. Gant danvez adimplijet e sav e holl ginkladurioù, an tiez gant plakennoù plastik, al luskoù gant kefluskerioù moullerezed… « En holl dudennoù e kaver gwinterelloù stilo, betek 3 evit ober un den. » emezañ.
Kresket tamm-ha-tamm
Kroget en deus gant diskouez frouezh e labour e 2015, e framm festival Kerne, a-drugarez da vMarie Riwall. Hag abaoe n’en deus ket ehanet : douger fuzibl evit ar c’horfoù, dremmoù ha daouarn e toaz Fimo, gwinterelloù e pep tudenn… Eñ, bet stummet war ar broderezh gant Viviane Helias, en deus bet ar soñj da ledanaat endro e dudennoù ha lakaat anezho da ziskouez micherioù a bep seurt. Tiez a zo bet savet – ur 24 bennak evit poent, gant 2 dudenn dre di – ha kenlabourerien en deus kavet. Maëlenn Maézac evit aoazañ kurunennoù bihan a vleunioù orañjez. Helène Cariou evit fardañ dilhad bihan hengounel. Alain Perus evit kemer ar poltridi ha sevel ur film. Emmanuel Le Trionnaire evit sikour anezhañ en e gefridi.
Digoust ha diblasapl
Talvezout a ra d’ar vugale da zeskiñ piv e oa ar gov ha petra a rae, penaos e veze bevet ur friko. Ha kement-mañ, e Gwened pe e lec’h all, rak posupl eo kas-degas e ziskouezadeg – 7 metr war 2, 5 metr uhelder – dre ma n’eo ket ret kas pep tra. Ouzhpenn-se e c’heller aozañ anezhañ e mod pe vod, o voueta ingal kuriusted ar re vihan – Petra a zo en armili, pe e forn ar poder ?, da skouer -, un doare da zeskiñ war buhez « gwirion » ar gorriganed, da astenn war-zu ar mojennoù.
Bremañ p’emañ war e leve en deus c’hoant mont pelloc’h c’hoazh. En e soñjoù, ur saverez, ur c’hant tudenn ouzhpenn. Klevet e vo c’hoazh komz eus korriganed.
UR PENNAD embannet EN NIVERENN 816 (koumanantiñ : amañ)