Evit ar wech kentañ e Frañs ez eus bet divizet distruj tier war an aod peogwir ne c’heller ket o gwareziñ ouzh al liñvadennoù degaset gant kresk live ar mor. Reoù all a vo distrujet pelloc’h ha marteze kêriadennoù evel ma tiskouez an diviz graet e Mikelon da adsevel ar vourc’h penn-da-benn uheloc’h.

Daou di zo bet distrujet e Triagad-Lechiargad er Vro Vigoudenn e miz Here hevlene. Reoù all a vo diskaret gant palataerezioù e miz Gwengolo. Digollet e vo an annezidi diberc’hennet. Klasket e oa bet gant an dilennidi modoù all da daliñ outi, ha pa vefent koustus, met re greñv eo nerzhioù ar mor. Kollet e vez war-dro daou vetr bep bloaz gant an aod eno. Ne oa ket fur lezel an traoù evel ma oant evel ma tiskouez freuz ar barr-amzer Xynthia e Vande e 2010. Tri milion € e kousto al labourioù. 80 % eus ar mizoù a vo paeet gant yalc’hadoù. Asantet o deus tud dilojañ met nac’hañ a ra reoù all pakañ o zraoù evit ar mare. N’eus bet rediet perc’henn ebet da werzhañ. Div chaoser a vo savet a-dreñv bevenn an aod eno, 2,7 milion € o c’houst en holl. Dispignet e vo 25 milion € evit gwareziñ tud Bro Vigoudenn ar Su a-enep al liñvadennoù.
En tu all d’ar meurvor Atlantel
Mont a reer kalz pelloc’h ganti e Mikelon, un enezenn c’hall er-maez d’an Douar-Nevez el lec’h ez eus 600 a dud o chom. Gwarezet e veze bourc’h Mikelon a-enep an houleier gant tammoù skorn bras war vor met p’emañ an hin o tommañ eo deuet da vezañ dizifenn bremañ. Evit ar wech kentañ war un tiriad gall e vo distrujet ur vourc’h en he fezh evit bezañ adsavet uheloc’h. Terket ez eus bet tachennoù evit sevel tier nevez an nav familh kentañ da zilojañ diwar an daou-ugent aet war ar renk evit-se. 3,3 milion € e kousto an digoll kinniget dezho. Deuet eo anat dezho e reont ar seurt dibab evit o diskennidi, o heritourien, tonket ma oa o bourc’h da vont da get. Jedet ez eus bet e ranko ar Stad degas ouzhpenn-se 5 milion € evit kaout un takad da annezañ. Ret e vo adkavout er vourc’h nevez ar pezh a laka ar vuhez a-stroll da vont en-dro hag etre 50 ha 70 vloaz e pado ar prantad dilec’hiañ, ar pezh a gousto war-dro 500 milion €. Aesoc’h e vo a-dra-sur kavout takadoù nevez da zegemer an dud rediet da zilezel o zi eno eget er Vro Vigoudenn rak n’eus nemet 3 annezad dre gKM2 en enezenn.
Paol ar Meur
Ur pennad embannet en niverenn 1053, d’an 2 a viz Gwengolo 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg