Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Emezi : Tentadur

Un EP eo, gant 6 ton e brezhoneg penn-da-benn. Ar skridoù savet gant Perynn Bleunven hag Elise Desbordes zo liammet ouzh kudennoù un den en amzer a-vremañ, o tegas preder… Sonioù modern, gant ar piano ha gant binviji elektronek. Evel ma lavaront eo levezonet an div vuzisianez “gant arzourezed pop, hip hop hag RnB a gan e saozneg : Ariana Grande, Doja Cat, Sza, Beyoncé, Snoh Aalegra, Mae Muller…” Anat eo gant ar bladenn-se e c’hell sonerezh ar brezhoneg klotañ mat gant livioù ar sonerezh kanet e saozneg peurvuiañ. Aergelc’h tomm roet deomp gant div vouezh o kenglotañ brav. Santet e vez mat e plij d’an div-se kanañ. Ur blijadur o selaou.

  • 10 euro an tamm, ha prenañ anezhañ a c’heller e lec’hienn Coop Breizh

Ur pennadig embannet en niverenn 894, d’an 29 a viz Gouere 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez