Emgav gant Mikael Madeg e ti Sked

D’ar Gwener 17 a viz Here e oa deuet ar brasañ dastumer marvailhoù eus Bro-Leon da ginnig e zaou levr diwezhañ e SKED, ti ar brezhoneg hag ar sevenadur e Brest. Un 20 a dud a oa deuet da gomz gant ar skrivagner.

Un ugent bennak a dud zo deuet da gaozeal gant ar skrivagner leonat. © Julien Meffre

« Bep eil miz e vez kinniget un abadenn gant SKED pe e vefe war al lennegezh pe war an Istor », a zisklêr Dominig Rozeg, prezidantez ar gevredigezh.
Mont a ra ar gaoz war-raok gant ar publik a sav goulennoù d’an dastumer.
« Un eurioù diwar-benn geriaoueg an arvor eo, bet dastumet e-touesk an dud, eus Landerne betek Montroulez. Ar gerioù kentañ zo bet dastumet hanter-kant vloaz zo », a zispleg Mikael Madeg. Ar geriadurig Amzer, mor ha micher zo bet embannet gant Dastum Bro-Leon. E 2027 e vo embannet Geriadur bras brezhoneg Bro-Leon, frouezh ar pezh mell labour kaset da benn gant Mikael Madeg : « peurskrivet eo met tout al labour maketenniñ zo da ober. Daleüs eo, panevet abalamour d’ar fonetik. N’eo ket forzh piv a c’hell en ober ». Ur mell levr e vo : ouzhpenn 30 000 fichenn a ya d’ober danvez al levr, soñjit ‘ta. Ouzhpenn 2000 a dud zo bet enrollet gant al Leonad a-hed e labour dastum.


« Gwelet un 300 bennak a dud »
Met fellout a ra d’ar publik kaozeal diwar-benn al levr nevez-embannet diwar-benn geriaoueg an arvor : « Komañset on hanter-kant vloaz zo. Etre an daou ‘m eus enrollet forzhig a dud, mes an traoù-se ‘m eus laosket a-gostez hag a-wechoù em eus poan da gompren peogwir n’em boa ket ostilhoù eus ar gwellañ tout. » Dek vloaz zo bennak e oa adstaget Mikael Madeg gant e labour. D’en ober en deus gwelet un 300 bennak a dud, brezhonegerien a-vihanik an holl anezho.
Ar pezh en deus graet an dastumer « ne veze ket graet gant ar geriadurioù kozh. Ma kemerer ar re goshañ, Troude, Ar Gonideg, n’eo ket fraezh ar pezh o deus graet. E-barzh Troude e vez meneg eus Enez-Eusa, traoù eus Enez-Vaz, met mod-all ne ouzer ket eus pelec’h e teu ar gerioù. » Forzh penaos, d’ar mare-se, an dud-se a save geriadurioù gant ar pezh a veze kavet en eureier. Ar gwellañ tra a c’helle Troude ober e oa goulenn gant e gamarad Gabriel Milin dimezet e Baz. « Alies em eus gwelet e Troude gerioù hag a zo merket « Kerne », ha me ‘m eus klevet anezho e Leon. Neuze ne c’heller ket kaout fiziañs. »
Neuze, hervez ar skrivagner ne oa geriadur ebet war brezhoneg arvor Bro-Leon. « Setu e oan aet da welet ur bern tud e pep lec’h, sevel goulennoù dac’houto gant goulennaouegoù resis, pe gerioù ne oan ket sur dac’houto. » Evit e eurioù diwar-benn geriaoueg an arvor en deus gwelet pesketaerien, bezhinerien ha gobarerien. Meur a wech ez eus degouezhet dezhañ, o varvailhat gant an dud, dastum gerioù n’en doa klevet morse. « Ur wech on aet da welet daou besketaer kozh e-barzh e Mogerieg. Penn kentañ miz Genver e oa. Aet e oan gant unan dac’houto war-zu an dorgenn. Marvailhoù ganeomp hag a-greiz-tout, dac’h an amzer a yoa hemañ en doa lavaret din : ‘oh, bremañ zo mor-rev’. Petra eo an dra-se ? a soñjis. Pa vez amzer yen-yen-yen ar mor ne loc’h ket, n’eo ket gouest da sevel kalz : ‘mor-rev’ ez eo. »


Skrivet e geriadur ebet
Ar ger-se ne oa ket bet dastumet na skrivet e geriadur ebet. « Ar gudenn, pa glasker klokaat ur geriadur, eo ne ouezer ket petra a glasker, setu ar ger-mañ ‘oa deuet e-barzh ar gaoz dre-zegouezh. » Goude-se, bep tro ma wele Mikael Madeg Arvoriz all e c’houlenne ganto hag-eñ e ouezent petra eo « mor-rev ». Tout an dud a oueze ! Memes stumm o do geriaoueg an arvor ha geriadur bras Bro-Leon : « ar ger, an distagadur pe an distagadurioù rak evit gerioù zo ‘m eus klevet betek ugent stumm. » Ur gudenn all zo, pa vez goulennet digant Leoniz petra eo ar ger-mañ-ger o dez c’hoant da gaout ar respont mat. Met alies ne vez ket klevet ar memes stumm e-barzh ar gaoz. « Pa vezont war evezh e respontont mat, met pa ne vezont ket war evezh e respontont berroc’h ».
Da c’houde-se en deus kinniget ar skrivagner leonat an trede eurioù eus un teir-oberenn : Brezel-Divrezel. An eurioù-se zo diazezet, evit ul lodenn, war istor tudoù-kozh ar skrivagner. Evit ul lodenn all ez eo diwar-ijin. Boued spered, brezhoneg pinvidik-mor. Kit da lenn levrioù Mikael Madeg, kea !

Julien Meffre


Ur pennad embannet en niverenn 1061, d’an 28 a viz Here 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez