Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Emvod-meur Keit Vimp Bev e Kastellin

D’ar Sadorn 13 a viz Gouere, da 10 eur, e lise ar Stêr-Aon e Kastellin, e vo dalc’het emvod-meur Keit Vimp Bev*.

Dilennet e oa bet ur c’huzul-merañ nevez warlene. N’eo ket bet aes o c’hefridi met mont a ra ar gevredigezh war-raok memes tra. An emvod-meur a vo ur prantad a-zoare evit ober ur bilañs, kinnig ar raktresoù war ar stern ha kaozeal diwar-benn dazont an ti-embann.

E lise ar Stêr-Aon (lise labour-douar ha liorzhouriezh) e Kastellin e vo dalc’het emvod-meur Keit Vimp Bev. © GM


Un ti-embann dibar
Gant Keit Vimp Bev e vez graet ar bariadenn ez eus moaien da ginnig d’ar vugale ul lennegezh krouet war-eeun e brezhoneg ha na vefe ket troet diwar ar galleg. An ti-embann nemetañ eo a ginnig levrioù, kelaouennoù evit ar vugale hag ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg.
Pouezus eo derc’hel gant ar memes linenn o c’houzout, avat, e kemm bed an embann da-heul c’hoantoù hag ezhommoù ar re yaouank ha re al lennerien dre vras. Atav e ranker en em ober ha pouezus e vo divizout evit klask gwellaat ar c’hinnig.

Bev e chom Keit Vimp Bev
Deuit d’an emvod-meur eta. Gant plijadur e vioc’h degemeret (ha gant ur banne kafe evel-just !). Meur a abeg zo :
— Reiñ he·e soñj war an embannadurioù.
Daoust hag-eñ e klot gant c’hoantoù al lennerien hag al lennerezed ?
— Degas gwellaennoù.
Petra a vefe mat kemmañ ha penaos ?
— Anavezout an dud a gas ar skrivañ hag an tresañ war-raok.
Alies ne vez anavezet nemet o anvioù, pe al lizherennoù kentañ anezho.
— Ober anaoudegezh.
Tud zo zo dedennet gant ar memes tra — liorzhañ, skiantoù, lennegezh, c’hoarioù… — ha mat eo dezho ober anaoudegezh an eil gant egile.
— Gwellaat ar ar c’henlabour.
Krouiñ ur benveg evit liammañ an izili kenetrezo, ha lakaat anat pegen spletus eo bezañ ezel.
— Krouiñ rouedadoù tud koumanantet.
Gwelet asambles petra ober, ez pleustrek, e bro pe vro.
— Krouiñ bodadoù-labour.
War sujedoù liesseurt : kehentiñ, krouiñ, brezhoneg…
— Mont e-barzh ar skipailh kenlabourerien.
Bastañ da ezhommoù zo : skrivañ, tresañ, reizhañ…

Kuzul-merañ Keit Vimp Bev

*Pouezus eo bezañ ezel (skodenn 10 €).


Ur pennad embannet en niverenn 995, d’an 2 a viz Gouere 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez