Keleier e brezhoneg abaoe 2005

En anv ar surentez

Etre ar 17 hag an 20 a viz Du e vez studiet gant ar Vodadenn Vroadel ar c’hinnig lezenn anvet « surentez hollel », 36 mellad enni, douget gant daou gannad : Alice Thourot, alvokadez, ezel eus komision al lezennnoù ha Jean-Michel Fauvergue, komiser polis war e leve, bet e penn ar Raid etre 2013 ha 2017.

Bez’ emañ dija ar c’hevredigezhioù a zifenn gwirioù mab-den o sevel o mouezh hag o embann sklaer e c’hell seurt lezenn bezañ drastus-kenañ evit gwirioù mab-den. « Ul lezenn ouzhpenn eo, o strishaat gwirioù ar c’helaouiñ rak bec’h ‘vo lakaet c’hoazh hag adarre war ar frankiz estaoliñ, war doujañs ar vuhez prevez ha war ar frankiz em vodañ. » emezo. « Mantrus eo e vefe studiet ar c’hinnig lezenn-mañ ken buan. » a embann Amnesty Etrebroadel ha meur a gevredigezh all, dres evel ma oa bet graet dija evit lezenn ar c’helaouañ, hini ar SILT pe c’hoazh al lezenn enepdraster. N’ez eus ket amzer da studiañ pizh an destenn ha ne vez ket kelaouet ar gevredigezh en un doare sklaer ha dereat.

Riskloù

Koulskoude e c’hellfe seurt lezenn degas riskloù bras evit frankiz ar c’helaouiñ. Gouzout a reer, da skouer – evel m’eo kinniget e mellad 24 an danvez-lezenn – e c’hell un den o skingas filmoù enno poliserien anavezadus mat, pakañ betek bloaz en toull-bac’h ha 45 000 € a dell-gastiz. Ne ro ket lañs da vont disoursi d’ober e vicher a gazetenner. Resisaet e vez, evel-just, ne c’hoarvezo seurt degouezh nemet pa vo skignet filmoù gant ar pal diskarañ ar boliserien ez-fizikel pe ez-psikologel. Met penaos ‘ta e c’hello ar paour-kaezh kazetenner prouiñ d’ur poliser emañ o filmañ anezhañ gant ur pal micherel ha netra ken ? Setu aze ur skouer eus ar pezh a zegas trubuilhoù er c’hinnig lezenn-mañ rak ken diresis eo an destenn ma c’hell degas treuzkompren ha drougentent.

Da lavarout eo, gant aon da vezañ paket fall, ne c’hello ket ar gazetennerien labourat disoursi, ne c’hello ket an dud prouiñ bezañ bet gwallgaset gant ar polis ma c’hoarvez peogwir ne gredint ket filmañ ken. Ouzhpenn se e c’heller kontañ e vo strobet muioc’h-mui ar c’hevredigezhioù evel Amnesty International en o labour enklask evit difenn gwirioù mab-den rak penaos prouiñ ur gwallgas ma ne c’heller ket kavout ken peadra d’e ditouriñ ?

Evezhiañ

En tu all da se ez eo meneget er c’hinnig lezenn-se, er melladoù 21 ha 22, e vo roet muioc’h a frankiz d’ar boliserien da filmañ an dud e pep lec’h dre al lec’hioù foran. Hag e c’hello ar boliserien kaout un implij war-eeun eus an enrolladennoù (ar pezh a oa difennet evit poent). Ar pezh a zegas diaesterioù anat adarre ma c’hoarvez gant unan bennak bezañ gwallgaset gant ar polis. Met ouzhpenn se ez eo gwirioù an dud a c’hellfe bezañ taget aze ivez : gwir da gaout ur vuhez prevez, da vanifestiñ. Dav eo bezañ war ziwall eta, rak peadra ‘zo d’en em c’houlenn war peseurt hent emaer o vont aze. Ha daoust ha ne vefe ket war hini an evezhierezh yoc’hek  kentoc’h eget hini ar surentez hollel ?

JP

  • Ur pennad embannet en niverenn 806 – d’an 20 a viz Du 2020.

(KOUMANANTIÑ : AMAÑ)

Da lenn

Da lenn ivez