Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Enez Gwennyn eo hini al liesseurted

Politikel eo abadenn nevez Gwennyn a vo diskouezet evit ar wech kentañ e digoradur Gouelioù Kerne e Kemper d’an 18 a viz Gouere 2024, “Enez – Il est une île”. Lakaat a ra war wel an treuzkas sevenadurioù, deuet eus broioù all evel an hini kabil, peotramant an hip-hop, kenkoulz hag hini Breizh douget gant merc’hed yaouank.

Gwisket e vo Gwennyn gant Pascal Jaouen e Gouelioù Kerne evel kustum. © Eric Legret / Bastien Courtay

E fin miz Gwengolo 2023 e oa dibunadeg diwezhañ Pascal Jaouen er Skol vroderezh-arz en doa krouet e Kemper e 1994. O vale e oa ar manikinoù war al leurenn ha kanaouennoù Gwennyn a oa klevet a-dreñv. Bammet eo bet ar ganerez o welet an dra-se : “Soñjet ‘m eus diouzhtu : “Setu, bremañ eo deuet ar mare d’ober ma arvest”. Me ‘m eus bet c’hoant da gentañ d’ober ul labour gant merc’hed yaouank etre 17 ha 22 vloaz.”
Abaoe mizioù ha mizioù e kenlabour gant dañserezed kelc’h keltiek Korriganed ar Meilhoù Glas e Kemper, ha dañserezed hip-hop eus Kleger.
Lakaat war wel Breizh a vremañ eo pal abadenn nevez Gwennyn, “Enez – il est une île”. A-benn tri miz, pe dost, e vo diskouezet evit ar wech kentañ e digoradur 101vet Gouelioù Kerne e Kemper. “Tud yaouank zo desavet e-barzh kêrioù bras ha selaou a reont rap”, emezi. “Bez’ ez eus ur bern tud eus ar vro hag o deus ul labour hag a zo fier-ruz bezañ breizhat, hag an hengoun a blij dezho, klevet brezhoneg a-wechoù ‘barzh ar straed… Setu, lakaat an holl dud-se asambles war al leurenn zo evidon un doare da ezteurel Breizh hiziv an deiz.” An hunvre he doa bet e 2023 zo deuet da wir.


Seizh lodenn, seizh enezenn
Awenet eo “Enez” gant he fladenn ziwezhañ, Immram, deuet er-maez e 2021. Dont a ra eus ur vojenn iwerzhonat lec’h ma’z eus kaoz eus ur veaj evit mont betek ar baradoz erfin. Rannet e vo an arvest e seizh lodenn, seizh enezenn disheñvel : “Ar seizhvet enezenn eo an hini e lec’h m’en em gavont ‘benn ar fin.”
Tro-dro da Wennyn ha d’he muzisianed gwisket gant Pascal Jaouen e vo pedet pep hini d’e dro an dañserezed, ar c’honter Patrik Ewen hag ar c’haner kabil Farid Aït-Siameur. Fellout a ra da Wennyn diskouez d’an dud pegen pinvidik eo sevenadur Breizh evel reoù all hag a ra parti eus ar vro : “Evit lavarout ar wirionez pa reer sonerezh, ne vezer ket gwall bell eus ar politikerezh peurliesañ. Ma ra berzh un arzour e weler mat en deus ur savboent evit an dazont, un doare da welet ar bed.” E stumm un enezenn geltiek lec’h ma vez kavet liesseurted ar sevenadurioù eo bed Gwennyn.

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 985, d’an 23 a viz Ebrel 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez