Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Immram

Immram – Ur bladenn gant Gwennyn. Skignet gant Coop Breizh.

Ur ger ispisial eo Immram e hengoun lennegel ar broioù keltiek. Talvezout a ra da “Beaj” met n’eo ket ur veaj boutin met hini un haroz evel Bran (pe diwezhatoc’h St-Brendan tro ar c’hwec’hvet kantved) a zo aet war vor gant kamaladed da glask an Tir na nÔg, an enezenn vojennel, a vefe baradoz ar Gelted.

Ar seizhvet albom eo dija evit Gwennyn “ur veaj speredel (un tamm evel hini ar Graal) evit an neb en deus ar youl da vont e-diabarzh e greizon, e idantelezh don”. Amañ e adkaver Gwennyn o kanañ e brezhoneg – war-bouez tri zon e galleg –, war pozioù savet ganti – war-bouez div ganaouenn hengounel. D’he heul e kaver Patrice Marzin, ar c’hengompozer, hag an daou asambles a ginnig unnek ton, liv sonerezh a-vremañ warno. Gant unan ar vouezh, oc’h aroueziañ spi ha sklerijenn. Gant egile ar sonioù elektronek, a zegas douster ha fiñv war ar memes tro, betek reiñ c’hoant da zañsal gwechoù zo, plin pe reel.

Skañv ha mibin e vez dalc’hmat ar c’hanaouennoù, o klotañ mat gant skeudennoù a zo el levrig, ar mor, o vont hag o tont, o troidellat dalc’hmat, an enezennig, an dour… A-wechoù e adkaver roud tonioù hengounel. Ur bladenn peurlipet, ha pa vefe an tonioù, ar c’harnedig a gaver da heul. Reiñ a ra ur skeudenn a simplded. Roet e vo lañs dezhi, en un doare ofisiel, e Kemper, d’ar sadorn 17 a viz Gouere.

Muioc’h a ditouroù : www.gwennyn.com

  • Ur gronikenn embannet en niverenn 833 – d’an 28 a viz Mae 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez