Er bloaz-mañ e vo enoret Kabilia e Gouel al Levrioù e Karaez. Dibabet ez eus bet gant aozerien ar gouel pediñ Ferhat Mehenni, barzh, kaner ha politiker, e penn ar strollad politikel MAK (Luskad evit Kabilia d’emdidermenañ). Bez’ e vo prezidant a enor ar gouel. Un dibab drastus pa anavezer liammoù an den gant gouarnamant Israel ha gant an tu-dehoù pellañ gall.

Reizh eo lakaat Kabilia en a-raok, liammoù mignoniezh a-gozh zo etre Breizh ha Kabilia, sevel a reont da vare Brezel dizalc’hiñ Aljeria da nebeutañ, pa oa Aljeria dindan yev Frañs, ha pa veze embannet gant an UDB al lugan : Breizh = trevadenn. Skoazellet e oa bet an dizalc’hourien aljerian gant un toullad Breizhiz1. Nevesoc’h n’eus nemet kaout soñj eus an degemer graet d’ar c’haner Idir e Breizh, eus e sonadegoù evit harpañ difennerien ar brezhoneg, eus e genlabour gant arzourien vreizhat evel Alan Stivell pe Gilles Servat.
Ar Gabiled e penn ar stourm evit dizalc’hiezh Aljeria
Ur perzh bras o doa bet ar Gabiled er stourm evit dizalc’hiñ Aljeria diouzh an trevadennerezh gall a zalc’he o c’horn-bro orin en dienez duañ2. Meur a Gabil a oa e-touez diazezerien an FLN (Talbenn dieubiñ broadel), evel Hocine Aït Ahmed, Abane Ramdan, Amirouche ha Krim Belkacem. Abred a-walc’h e savas dizemglevioù e-barzh an FLN etre an Aljerianed vroadelour ha kreizennour, hag ar Gabiled a venne sevel ur vro digreizennetoc’h ha demokrateloc’h, doujus d’ar sevenadurioù ha d’ar yezhoù. War washaat ez eas an traoù goude an dizalc’hiezh. E 1963 e savas Aït Ahmed FFS (Talbenn an nerzhioù sokialour) a-enep galloud ar prezidant Ahmed Ben Bella. Rankout a reas mont d’an harlu e Frañs3.
Ferhat Mehenni, diazezer ar MAK
Reizh eo enoriñ Kabilia neuze, met daoust ha ken reizh-se eo enoriñ Ferhat Mehenni hag ar strollad krouet gantañ e 2001 ? Savet en doa ar MAK peogwir e oa aet gwan ar strolladoù all a-enep ar gouarnamant aljerian4, hervezañ. E gwirionez e klask ar strolladoù-se kemer ar galloud en Aljeria en un doare demokratel, dre ar votadegoù, ha degas evel-se muioc’h a frankiz d’an dud hag a emrenerezh d’ar rannvroioù evel Kabilia. Pal ar MAK, er c’hontrol, zo dispartiañ Kabilia diouzh Aljeria. Emañ e soñj Ferhat Mehenni embann dizalc’hiezh Kabilia a-raok fin ar bloaz-mañ. Strategiezh politikel ar MAK, adalek ar penn-kentañ pe dost, zo klask skoazellerien er par etrebroadel, e-touez ar Stadoù enebet ouzh Aljeria, gant ar ger-stur : “enebour ma enebour zo mignon din”. Un taktik touellus alies, ha drastus a-wechoù zoken, pa ya betek skoulmañ liammoù gant strolladoù politikel estremour, gant renadoù hollveliek pe diktatouriezhioù. Harpet eo ar MAK gant Israel abaoe 2012, gant Maroko abaoe 2015. Emañ o klask bremañ skoulmañ un darempred gant ar Stadoù-Unanet, dre hanterouriezh an alvokadez amerikan Elisabeth Myers he deus da gefridi sachañ evezh Donald Trump war Gabilia5.
Ferhat Mehenni ha Palestina
Met en eskemm e rank ar MAK souten e skoazellerien, souten politikerezh Maroko e Sahara ar C’hornôg, ha dreist-holl, souten politikerezh Israel e Gaza. Deuet eo Ferhat Mehenni da vezañ un harper divrall da Israel ha da bolitikerezh gouarnamant Benyamin Netanyahu. Sevel a ra a-enep krenn e vefe eus ur Stad palestinat, ar pezh a vefe, hervezañ, sevel ur Stad heñvel ouzh Iran, ur Stad sponter6. Ober a ra anv eus “l’imposture d’un « peuple palestinien » forgé par la propagande panarabe, sans continuité historique ni souveraineté authentique, opposé aux nations millénaires comme Israël, l’Égypte ou même la Kabylie”7. Talvezout a ra seurt komzoù kement ha nac’h anavezout Palestiniz evel ur bobl ha Palestina evel ur vro. Ur sapre dislavar pa c’houlenn Ferhat Mehenni, diouzh un tu all, e vefe anavezet Kabilia evel ur vro dizalc’h diouzh Aljeria, ha Kabiled evel ur bobl diforc’h diouzh an Arabed aljerian. Met n’eo ket e zislavar nemetañ.
Ferhat Mehenni hag an tu-dehoù pellañ gall : Riposte Laïque
E 2008 e rankas Ferhat Mehenni, gourdrouzet bezañ harzet gant ar polis, kuitaat Aljeria evit kavout repu e Frañs. Eno, e 2010, e savas an Anavad, ar gouarnamant kabil da c’hortoz en harlu. D’ar mare-se moarvat e reas anaoudegezh gant Christine Tasin. Aterset e voe ganti e miz Du 2010 war al lec’hienn Web Riposte Laïque, ur webmedia islamofob, tost ouzh an tu dehoù pellañ hag ouzh al luskadoù sionour8. Krouet e oa bet e 2007 gant Pierre Cassen, gwaz Christine Tasin. Anavezet eo an daou-se e Breizh abaoe ma oant deuet betek Kallag e miz Du 2022 evit distagañ ur brezegenn a-enep an divroidi hag a-enep ar raktres Horizon, a-gevret gant Gilbert Collard hag izili eus gronnadigoù tost ouzh an RN hag ouzh Reconquête, ar strollad politikel krouet gant Eric Zemmour9. Kondaonet eo bet Christine Tasin meur a wech evit bezañ broudet an dud d’ar gasoni ouzh ar vuzulmaned10. Peseurt mennozhioù a rann Ferhat Mehenni gant tud Risposte Laïque ? An islamofobiezh da gentañ. “An islamouriezh eo an Islam war lusk, an Islam eo an islamouriezh er paouez, ar memestra eo”11 en deus disklêriet Mehenni, ar pezh a dalvez kemmeskañ un ideologiezh politikel gant ur relijion, ha lakaat kement muzulman da zanvez islamour. Ken plijet eo bet dalc’hidi an tu-dehoù pellañ gall gant tro-lavar Mehenni ken m’eo bet meneget gant meur a hini anezho, Eric Zemmour en o fenn12.
Hemañ diwezhañ en em gavas gant Ferhat Mehenni e miz Genver 2011 pa oa deuet prezidant ar MAK, asambles gant Christine Tasin, d’ur meni lid aozet en un davarn barizian gant ar webmedia Enquête et Débat, renet gant Jean Robin, stourmer eus an tu-dehoù pellañ, evit dereiñ da Eric Zemmour “priz kentañ ar frankiz ezteurel”. Aet eo an eil priz gant Dieudonné, hag an trede gant Christine Tasin13. Feal eo Ferhat Mehenni da skipailh Riposte Laïque bepred, rak e miz Here 2023 e embannas war o lec’hienn ur pennad evit diskouez e souten da bobl Israel goude taol-spont an Hamas14. Ouzhpenn bezañ islamofobez ha gouennelourez e sav Christine Tasin a-enep krenn e vefe peurwiriekaet gant Frañs Karta ar yezhoù bihanniver15. Enebourez ar brezhoneg eo, hag an holl yezhoù bihanniver komzet e Frañs, yezhoù an enbroidi hag all, en o zouez ar yezhoù berberek, met ne seblant ket Ferhat Mehenni bezañ gwall chalet gant se.
Ferhat Mehenni hag an tu-dehoù pellañ gall : Chrétienté-Solidarité
D’an 8 a viz Eost 2025 e oa bet pedet Fehrat Mehenni, evel kouviad a enor, gant un dileuriadur eus ar MAK, da gemer perzh e skol-veur hañv ar c’hevredigezhioù Chrétienté-Solidarité hag Alliance générale contre le racisme et pour le respect de l’identité française et chrétienne (AGRIF)16. Liammet tost eo an div gevredigezh-se ouzh an tu-dehoù pellañ hag ouzh an RN. Difenn a reont an talvoudoù kristen, a-enep an Islam hag ar vuzulmaned, ha stourm a reont ouzh ar ouennelouriezh enepgall hag enepkristen. Katoliked integrist ha broadelour eo o izili. “Dieu, famille, Patrie” eo o ger-stur17. Un degemer c’hwek zo bet graet da Ferhat Mehenni gant Yann Baly, prezidant Chrétienté-Solidarité, ha gant Bernard Antony, prezidant an AGRIF ha diazezer an div gevredigezh. Etre 1984 ha 2008 e oa ezel eus an FN, bet eurokannad etre 1984 ha 1999, hag er burev politikel betek 2004. Enepkomunour hag enep an TDC (torr-dougen choazet) eo, enepyuzevour eo bet. Stourmer an tu-dehoù pellañ eo abaoe e grennoad, pa gamaradas gant tud an OAS (Aozadur an Arme Kuzh), ur strollad sponter a stourmas a-enep dizalc’hiezh Aljeria hag a sevenas lazhadegoù ha taolioù-spont en Aljeria hag e Frañs kenkoulz. Meur a gabil a voe lazhet gant sponterien an OAS, en o zouez ar skolaer ha skrivagner Mouloud Ferhaoun, mignon da Albert Camus18. N’eo ket nec’het Ferhat Mehenni gant se, war a seblant. N’eus ket pell zo c’hoazh e oa bet pedet gant Radio Courtoisie, “radio an holl duioù dehoù”, da zivizout gant e vignon Yann Baly19. Moarvat en doa disoñjet e voe krouet Radio Courtoisie e 1987 gant Jean Ferré, bet en OAS ha toullbac’het evit se e 1961.
Ferhat Mehenni hag an tu-dehoù pellañ gall : ar senedour Stéphane Ravier
Bet eo Ferhat Mehenni hag ar MAK o klask skoazell digant kannaded ar Vodadenn vroadel hag ar senedourien c’hall. Gant piv eo bet degemeret o dileuriadur d’ar 28 a viz Mae 202520 ? Gant Stéphane Ravier, stourmer an tu-dehoù pellañ abaoe e 16 vloaz, bet en FN, neuze RN, eus 1991 betek 2022, ma yeas gant Eric Zemmour hag e strollad Reconquête. Kuitaet en doa Reconquête e 2024, a-gevret gant Marion Maréchal Le Pen. Sezañ a ra er Sened evel anenskrived, dindan banniel ar strolladig lec’hel krouet gantañ Marseille d’abord !. Dilennet eo e kuzul-kêr Marsilha hag e Kuzul-Rannvro Provañs-Alpoù-Aod an Azur21. Harpet en deus meur a c’hronnadig tud yaouank eus an tu-dehoù pell-pellañ, evel Génération Identitaire ha Bastion Social, un adstumm eus ar GUD, divodet gant ar gouarnamant e 201922. Ne vern, e 2022 en doa savet Stéphane Ravier e c’hronnadig e-unan, Défends Marseille, a zo dezhañ da bal pennañ mirout ouzh an divroidi a zilestrañ war aodoù Frañs ha kas taolioù feuls a-enep ar gevredigezh SOS Mediterranée23.
Hag aet eo Ferhat Mehenni e darempred gant strolladoù politikel all e Frañs ? E 2017 e oa bet sinet un emglev etre ar MAK hag ar strollad rannvroelour europat ALE (Emglev dieub europat)24, klasket en deus Mehenni tostaat ouzh ar c’hevread Rannvroioù ha Pobloù Kengred (RPS) ha bet eo meur a wech e Devezhioù etrebroadel Corti (Korsika)25. Ar wech diwezhañ a oa d’an 2-3 a viz Eost 2025, dres a-raok bezañ degemeret evel kouviad a enor e skol-veur hañv Chrétienté-Solidarité. Pelec’h emañ ar c’hempoell aze ? Met kalz stankoc’h ha strishoc’h eo liammoù Ferhat Mehenni gant an tu-dehoù pellañ gall eget gant n’eus forzh tu politikel e Frañs, anat eo.
A-benn ar fin n’o deus ket skoulmet Ferhat Mehenni hag ar MAK liammoù war eeun gant RN Marine Le Pen ha Jordan Bardella, met kentoc’h gant skourroù kaletañ ha radikalañ an tu-dehoù pellañ gall, gant endro Eric Zemmour hag e strollad Reconquête pergen.
Degemer Ferhat Mehenni e Karaez : un dislavar bras hag ur vezh ruz
Ma tegemer aotrou maer Karaez Ferhat Mehenni, mignon divrall Netanyahu, e vo un dislavar bras pa ouzer e vez skoazellet Palestina gant ti-kêr Karaez abaoe bloavezhioù. Gevellet eo Karaez gant kamp El-Arroub e Sisjordania. Gwintet eo bet banniel Palestina ouzh talbenn an ti-kêr e-pad ur mare hag emañ c’hoazh e mont-tre kêr. Keodedad a enor Karaez eo Salah Hamouri, an alvokad gall-ha-palestinat, difenner gwirioù an dud, bet toullbac’het meur a wech gant gouarnamant Israel ha skarzhet eus e vro c’henidik e 2022. D’ar 25 a viz Here 2024 e oa bet degemeret e ti-kêr Karaez gant Christian Troadec ha gant un dileuriadur eus ar gevredigezh AFPS Kreiz-Breizh26. Er bloaz-mañ, d’ar memes deiz pe dost, e vo degemeret Ferhat Mehenni. Ha lakaet e vo keodad a enor eñ ivez ? Pe a zizenor kentoc’h ?
Bed an embann brezhonek hag AFPS27 Kreiz-Breizh o sevel o mouezh
Hogos diouzhtu pa oa bet kemennet gant aozerien Gouel al Levrioù e vefe pedet Ferhat Mehenni evel prezidant a enor e oa bet tud o sevel o mouezh. E miz Even e oa bet un emgav etre burev AFPS Kreiz-Breizh hag aozerien ar Gouel, eskemmet e oa bet lizheroù gant dileuridi ar MAK, disoc’h ebet. Goulennet en deus Kuzul ar Brezhoneg digant aozerien ar Gouel chom hep pediñ Ferhat Mehenni, respont ebet evit poent. Kelaouet eo bet aozerien ar Gouel diwar-benn al liammoù etre Ferhat Mehenni hag an tu-dehoù pellañ gall, respont ebet. Poent bras eo kelaouiñ ar muiañ ar gwellañ a dud bremañ, ha pouezañ war aozerien ar gouel betek ma cheñchint o mennozh.
Patrice Marquand
1 Diwar-benn ar prantad-se e c’heller lenn pe adlenn ar romant gant Herve ar Gall, Piv a glevo ?, An Alarc’h, 2003.
2 Albert Camus, Misère de la Kabylie, pennadoù kazetennerezh skrivet e miz Even 1939 evit ar pemdezieg Alger-Républicain.
3 Benjamin Stora, Les Kabyles dans la guerre d’Algérie, Les collections de l’Histoire, 2018, komzoù dastumet gant Géraldine Soudri.
4 FFS hag ar RCD : Bodadeg evit ar sevenadur hag an demokratelezh, diazezet e 1989 gant Saïd Sadi, Mustapha Bacha ha…Ferhat Mehenni.
5 Diwar-benn strategiezh kevrediñ ar MAK e c’heller lenn : « Le MAK, bête noire du régime algérien », Le Monde, 3-4 a viz Eost 2025.
6 « Quel Etat veut-on créer en Palestine : un autre Iran ? Un autre Etat terroriste ? Le Monde, op. cit.
7 https://kabyle.com/israel-vs-iran-la-declaration-de-ferhat-mehenni, 18 a viz Even 2025.
8 https://ripostelaique.com/ferhat-mehenni-president-du.html
9 https://actu.fr/bretagne/callac_22025/projet-horizon-qui-prendra-la-parole-samedi-a-callac-pour-dire-non-a-laccueil-des-refugies_54905919.html
10 https://en.wikipedia.org/wiki/Christine_Tasin
11 « L’islamisme, c’est l’Islam en mouvement. L’islam, c’est l’islamisme au repos, c’est une seule et même affaire ».
12 Abadenn On est en direct, 11 a viz Gwengolo 2021, war France 2. Meneget eo bet tro-lavar Mehenni gant Guy-Olivier Cuénot, dilennad RN e Kaledonia-Nevez, Ivan Rioufol ha meur a groniker eus Riposte Laïque.
13 Filmet eo bet al lid : https://www.youtube.com/watch?v=yejXZFDeE2E
14 https://ripostelaique.com/soutien-du-peuple-kabyle-au-peuple-israelien.html
15 https://ripostelaique.com/non-a-la-ratification-de-la-charte-europeenne-des-langues-regionales-et-minoritaires.html ; https://ripostelaique.com/macron-il-ny-a-pas-de-langue-francaise-il-ny-a-plus-que-des-langues-francaises.html
16 https://siwel.info/la-kabylie-libre-a-lhonneur-de-la-43eme-universite-dete-du-centre-charlier-et-de-chretiente-solidarite_68719.html?fbclid=IwY2xjawM_dypleHRuA2FlbQIxMQABHtfPHGx3LUMhSirHkLZLHbNZ_3VTsYNTHo_TJGai9TsM3rzFblXp4gZ1eeGd_aem_uqMY2SHFfN57iLQlcruPCQ
17 Sed ar pezh a lenner war skritell ha program ar skol-veur hañv bet dalc’het etre ar 4 hag an 9 a viz Eost 2025 : https://www.lagrif.fr/43e-universite-dete-du-centre-charlier-et-de-lagrif-inscriptions-ouvertes/ ha war o lec’hienn internet : https://chretientesolidarite.fr/
18 Benjamin Stora, op. cit.
19 Abadenn Ligne droite, 26 a viz Gwengolo 2025. https://www.rc.fr/2025/09/26/ligne-droite-du-26-septembre-2025/. Renket eo Radio Courtoisie en tu dehoù pellañ.
20 https://siwel.info/une-delegation-de-lanavad-recue-par-le-senateur-stephane-ravier-au-senat-francais_68256.html ; https://siwel.info/video-le-senateur-stephane-ravier-apporte-son-soutien-a-droit-lautodetermination-du-peuple-kabyle-declaration_68270.html?doing_wp_cron=1759393404.1729319095611572265625
21 https://fr.wikipedia.org/wiki/St%C3%A9phane_Ravier#cite_ref-47 ; https://stephane-ravier.com/
22 https://www.liberation.fr/checknews/2018/03/20/qu-est-ce-que-le-bastion-social_1653355/
23 https://defendsmarseille.com/
24 https://siwel.info/le-mak-anavad-admis-a-lale-la-kabylie-vient-de-gagner-sa-place-au-sein-de-leurope_2406.html?amp=1
25 https://siwel.info/participation-de-la-kabylie-aux-ghjurnate-internaziunale-di-corti-communique-du-mak_68679.html
26 https://www.letelegramme.fr/finistere/carhaix-29270/salah-hamouri-avocat-franco-palestinien-recu-a-la-mairie-de-carhaix-6690917.php
27 AFPS : Kevredigezh Frañs Palestina Kengred