Filmoù e yezhoù estren istitlet e brezhoneg

Bloaz zo e oa deuet ur mennozh da vMichel Rocher ha d’e wreg Ana Turincio : istitlañ e brezhoneg filmoù e yezhoù estren. Ar Wezenn Hud eo anv ar gevredigezh o deus savet evit gellout en ober.

Merc’h an holl gounnar, ur film gant Laura Baumeister. © Tamasa Distribution

Michel Rocher, 69 bloaz, en deus labouret e vuhez-pad e bed ar sinema. E Sant-Brieg en deus tremenet e CAP luc’hvannour* ha bet e bost-labour kentañ. Da c’houde en deus kemeret pezh e meur a raktres evit France 2 ha lañs Canal+ zoken (rener teknikel StudioCanal e oa). Entanet eo gant ar reneveziñ ha deuet eo da vezañ brudet er bed a-bezh gant e varregezhioù.
Etre 2003 ha 2013 en doa labouret e Mec’hiko evit an embregerezh produiñ Cartoon Network Latin America a-raok sevel e embregerezh dezhañ ha produiñ ha seveniñ teulfilmoù.
Distro e oa er vro e 2013 ha bremañ emañ o labourat evel alier evit embregerezhioù embann e Frañs.


Ar mennozh
Bloaz zo e oa deuet ar mennozh dezhañ ha d’e wreg da istitlañ filmoù estren e brezhoneg eta. Bet e oa Michel Rocher e darempred gant ar Rannvro ha kejet en doa gant Ronan al Louarn a oa bet plijet tre gant ar raktres. Setu penaos e oa bet ganet Ar Wezenn Hud : « Reiñ un ostilh ouzhpenn d’ar re o deus c’hoant da zeskiñ brezhoneg eo ar pal ». An dud a c’hell lenn an istitloù brezhonek en ur glevet saozneg, spagnoleg peotramant italianeg. « N’eus film gallek ebet rak re hoalus e vefe selaou ar galleg kentoc’h eget lenn an istitloù », a resisa Michel Rocher.
Ar gevredigezh zo aet e darempred gant al liseoù divyezhek ha gant Diwan evel-just. « Kinnig filmoù estren istitlet e brezhoneg a vefe un ostilh eus ar c’hentañ evit ar re yaouank ».


10 film evit ar poent
Maya, ur vuhez e Finland a oa ar film kentañ istitlet gant Ar Wezenn Hud. Skignet e oa bet da vare 35vet Gouel al Levrioù e Karaez e 2024 zoken. Ur rakskignadenn e oa peogwir ne zeue ar film er-maez nemet e miz Genver da-heul. Abaoe bloaz ez eus bet ouzhpennet istitloù brezhonek e 10 film (The ship that died of shame, Seconds, La hija de todas las rabias…).
Labourat a ra gant Kuzul ar Brezhoneg evit an treiñ hag an droidigezh a vez asantet gant an OPAB. Eñ hag e wreg a ya e darempred gant ar skignerien evit ar gwirioù hag al lodenn deknikel. Kas a reont ar fichennaouegoù prest da ebarzhiñ en DVD peotramant er Blu-ray er fin.


Maeronez ha paeron
Rozenn Milin eo maeronez ar gevredigezh hag Yvan Le Bolloc’h ar paeron. « A-drugarez strollad Yvan e c’hellfemp kinnig nozvezhioù « sonerezh/sinema » e nevezamzer 2026… Piv ‘oar ? », eme Vichel Rocher.
Evit ar poent emañ ar gevredigezh o klask doareoù arc’hantaouiñ all. Gellout a reer mont e darempred ganto dre o lec’hienn arwezennhud.bzh.

N. Gourvenneg

*luc’hvannour : projectionniste


Ur pennad embannet en niverenn 1050, d’an 22 a viz Gouere 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez