Fiskal, teatr ha plankennoù-ruilh

Fiskal eo anv krouidigezh nevez ar gompagnunezh C’hoari. Krouet eo bet an arvest gant he div gorollourez Pauline Sonnic ha Nolwenn Ferry. E Kemper e oa an abadennoù kentañ, e C’hoariva Kerne, e dibenn miz C’hwevrer.

Gant Fiskal e vez mesket an dañs, ar blankenn-ruilh ha sevenadur Breizh. © Mikhael Brun

Evit o fevare arvest o deus bet c’hoant an div arzourez da lakaat ar blankenn-ruilh e-barzh ar jeu. « Abaoe pell-tre e oan e soñj da lakaat sevenadur ar skateboard en hon abadennoù », eme Pauline Sonnic.
Da vare e drede arvest — Tsef Zon(e) e 2023 — e oa krog an daouad d’en em soñjal dija. Pa oa bet aterset e niverenn 942 Ya! e oa bet kaoz eus un abadenn gant skatourien. Abaoe eo deuet ar mennozh da wir ha labouret o deus an div zañsourez gant daou skatour eus bro an Oriant : Basile Danet [s.o. niv. 956 Ya!] ha Damien Thébaud.


Un arvest, daou sevenadur
« Awenet eo arvest nevez C’hoari gant talvoudegezhioù ar skateboard ha gant sevenadur hengounel Breizh. Liammañ an daou ved-se, disheñvel-mik war un dro, zo un doare da brederiañ war ar pezh a sav hag a greñva ur gevredigezh », a c’heller lenn e lec’hienn ar gompagnunezh.
Fiskal zo bet krouet evit ar salioù da gentañ-penn met adalek an nevezamzer e vo c’hoariet dindan an amzer evel ma plij kalz d’ar gompagnunezh.
An abadennoù kentañ a oa e C’hoariva Kembre e Kemper ha da c’houde e Gwidel er sal L’estran a genbrodu an arvest. Rener ar sal, Xavier Lejeune, zo e penn ar festival Surf & Skate Culture a vez dalc’het bep bloaz. C’hoariet e oa bet ul lodenn eus Fiskal er gouel-se, e miz Du 2024.

N. Gourvenneg

Deiziadoù a zeu : d’an 2 a viz Meurzh er sal L’Estran e Gwidel ; d’ar 14 a viz Meurzh er sal Le Dôme e Sant-Tave ; d’ar 1 a viz Ebrel e palez ar c’hendalc’hioù e Pondi ; d’ar 25 a viz Ebrel er sal L’Hermine e Sarzhav ; d’an 29 a viz Ebrel er sal Athéna en Alre


Ur pennad embannet en niverenn 1029, d’ar 25 a viz C’hwevrer 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez