Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Sevenadur Breizh a vo e festival “off” Avignon

Kaset e vo dañsoù Breizh betek Avignon e-pad an hañv, da-geñver festival “off” an arvestoù. Etre an 10 hag an 20 a viz Gouere 2023 e vo kinniget 9 gwech an abadenn “Tsef Zon(e)” diwar-benn ar festoù-noz gant ar strollad dañs C’hoari.

Eus Rianteg eo Pauline Sonnic ha eus Sant-Maloù eo Nolwenn Ferry. © Mikhael Brun

“Ul liamm hon eus gant Breizh ha soñjet hon eus e peseurt mod adperc’hennañ sevenadur Breizh dre ar c’horf hag al lusk”, eme an dañserez Pauline Sonnic. Er mod-se e oa bet krouet ar strollad C’hoari ganti ha gant Nolwenn Ferry e 2018 en Oriant goude bezañ graet o studioù asambles e skol vroadel an dañs e Añje, e departamant ar Maine-ha-Liger.

“Tsef Zon(e)” eo an abadenn gentañ o deus savet asambles. E-pad 22 vunut e vez gwelet an eil hag eben o tañsal dizehan gant kement a startijenn ha ma kaver en ur fest-noz bras. Kinniget e vo d’an dud etre an 10 hag an 20 a viz Gouere 2023 e gouel “off” Avignon : “Pedet omp met ne vez ket skignet abadennoù ar gouel “off”. 1200 abadenn a vez bemdez ha deomp-ni da vrudañ an traoù !”

Ur sell sokiologel war ar festoù-noz

Bed ar festoù-noz a oa anavezet ganto dija peogwir ez aent di gant o zud pa oant bihan. Deuet int en-dro da zañsal gant ur sell sokiologel. Klasket o deus kompren gwelloc’h darempredoù an dañserien : “A bep seurt zo, lod zo ar re gentañ o vont da zañsal, sirius, strizh, hag a-dreñv emañ ar re yaouank o klask ober evelto.”

Gant 2 goublad dañserezed e vo kinniget “Tsef Zon(e)” rak estreget Pauline Sonnic ha Nolwenn Ferry zo er strollad dañs C’hoari bremañ.

Bed ar skate ha sevenadur Breizh

O labourat war un abadenn nevez emaint ha 5 den a vo er jeu, 2 skater eus an Oriant ha 3 dañser. Klasket e vo lakaat daou ved disheñvel, hini ar skaterien hag hini an dañserien, da c’hoari asambles. Kaoz a vo eus penaos stourm ouzh reolennoù ar gevredigezh. “Barrek eo ar gumuniezh skate evit derc’hel ouzh reolennoù ar gevredigezh ha barrek e oa ivez o zud-kozh da gaozeal e brezhoneg memes ma oa difennet, dre guzh”, eme Nolwenn Ferry. E 2025 e vo prest an traoù.

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 942, d’ar 27 viz Even 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez