Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Florian Ebel

Evit ur wech eo bet plijet gant ar sonerezh, abaoe ar bloavezhioù 70 en deus kavet un dave, Storlok, hag abaoe e kinnig blues-rock psikedelek gant e strollad.

Florian, penaos eo deuet deoc’h ar soñj kanañ e brezhoneg ?

Start e vefe d’ur soner pe d’ur sonerez skrivañ pozioù ha kanañ en ur yezh n’en awen ket, kuita ? Ur blijadur eo din skrivañ pozioù ha kanañ e brezhoneg, gantañ en em gavan e ‘m butun, evit gwir. C’hoari gantañ a blij din kalz, gant e sonioù hag e zoareoù skeudennet, gant an darempred nerzh a zo etre an notennoù a fell dezhe troidellat diouzh o zid hag ar brezhoneg en deus e sonerezh dezhañ e-unan. Fellout a ra din ivez diskouez ne gav skoilh ebet er sonerezh a-vremañ. A-bouez eo, din-me. Hag ouzhpenn e lakaat war wel a ro tro da dud ‘zo enta d’e glevout, tud n’o dije biken klevet anv eus ar brezhoneg mod all. Ha kement ha lavarout ar wirionez, ne zegasfe tamm ebet ar saozneg pe ar galleg an hevelep dibarder d’hon sonerezh !

Petra a savit da gentañ, ar son pe ar pozioù ?

Peurliesañ e teu an ton da nijellat e ‘m skouarn da gentañ. Kregiñ a ran d’e seniñ gant ma daou gile da zegas mennozioù all ha dalc’hmat e ra din soñjal en un dra bennak. Da skouer, an ton diwezhañ hon eus sonaozet zo liv ar jazz warnañ gant un aergelc’h malañjer. Adal ma oamp krog d’e seniñ a-gevret e ‘m lakae da soñjal en ur paotr, dindan mantell stergannek an noz, o vale war e oar a-hed ur straed bennak, en ur gêr vras, hag o soñjal en un dekenn. Leuskel a ran an ton da gontañ din e istor, en ur mod.

Pelec’h e kavit ho ijin ?

Sonerezh a selaouan stank, ar blues kozh, ar prog rock hag ar jazz a blij din kalz. Debriñ a ran levrioù ivez, er mare-mañ e lennan oberennoù eus al lennegezh Amerikan : Melville, Steinbeck, Poe, London, Warren… Kement-se a zegas mennozhioù din, kement ha darvoudoù hag elfennoù eus ar vuhez pemdeziek. A-wechoù e virvilh ma awen e lec’hioù dic’hortoz, pa laoskan ma spered da vont ha da rezal en ur c’hedal ar c’harr-boutin da skouer, ha ne ‘m bez ket dalc’hmat amzer da skrivañ pe da enrollañ ’pezh a dremen ennañ pa vez dinask siwazh. Tonioù ha mennozhioù ‘zo a beg en ho spered, a c’hoari o reuz ennañ ha na chomont ket peget ouzh ho kenoù koulskoude. Ne chom ken nemet ar re zarev da vezañ sonet, darev da vezañ stummet-distummet, astennet hag arlivet.

Penaos bezañ “mab speredel Storlok” 40 vloaz goude ? Petra en deus degaset ar strollad-se deoc’h ?

Ar wech kentañ pa ‘m boa klevet o zon “Botoù-koad dre dan” e oan chomet bamet peogwir e roe da glevout din ar yezh en un doare disheñvel-mik diouzh ar pezh a oan kustum da glevout just a-walc’h. D’ar mare-se e felle din kanañ blues-rock ganti mes ne ouien ket hag-eñ e c’helle bezañ, na penaos ober. Un dave a vanke din, sur a-walc’h, rak adal ma ‘m boa klevet Storlok e ouien petra ober. N’eo ket diskouez penaos ober penn-da-benn o deus graet, rak pep hini a c’hellje ijinañ un doare nevez d’e ober a-benn ar fin, hogen diskouez e c’heller e ober an hini eo o deus graet. Evit ur soner yaouank hag a fell dezhañ kanañ e brezhoneg eo un dra voliac’hus ha deluskus peogwir e prou dezhañ n’eo ket kantet e yezh e tachenn ar sonerezh hengounel. O fladenn “Stok ha stok” zo ur skouer vat evit-se. Gellout a reer klevout istorioù nevez hag a zo faltaziet pe liammet ouzh darvoudoù eus ar bloavezhioù-se, pezh zo din-me gwir labour ar soner : bezañ melezour e amzer, ha pa vefe dodennoù faltaziet pe bolitikel, dodennoù sirius ha personnel pe vadinaj, dodennoù kozh aet diwar spered an dud hag adlakaet war wel zoken, n’eus bevenn ebet.

Un nebeut brezhonegerion gozh zo deuet c’hoazh da lavarout din, goude hon sonadegoù, e oant souezhet o klevout o yezh-vamm er blues—rock, ar sonerezh a selaouent pa oant krennarded. Ret eo reiñ da glevout d’an dud a bep seurt dodennoù hag a bep seurt stiloù sonerezh e brezhoneg, a gav din.

Petra eo ho strollad hag e istor ?

Ebel Elektrik eo anv ma strollad. Un triad blues-rock psikedelek ha brezhonek an hini eo hag a zo bet krouet bloaz ‘zo. Kanañ ha seniñ gitar a ran, Basile Tuauden zo diouzh ar gitar boud ha Germain Velut diouzh an taboulinoù. Awenet eo hon sonerezh gant hini ar bloavezhioù 60-70 dreist-holl mes ar pal n’eo ket ober un doare “revival” : klevet e vez en hon sonerezh levezon hon sonerion ha strolladoù muiañ-karet hogen sonerezh a-vremañ an hini eo. E 2018 emaomp, seniñ a reomp e 2018. Memes tra evit ar brezhoneg. Basile ha Germain n’int ket brezhonegerion mes kompren a reont ervat peseurt pouez ha peseurt talvoudegezh zo d’ar c’hanañ e brezhoneg, e-keñver ar yezh hag ar sonerezh, ha ne oa ket ret din o c’hendrec’hiñ e mod ebet, a-benn ar fin. Labourat start a reomp da ginnig d’an holl dud sonerezh an ebeul elektrik !

Petra zo war ar stern ganeoc’h ?

Mont a raimp e fin ar miz da seniñ evit Breizh hag evit ar brezhoneg da Vro Italia da geñver ar festival SUNS Europe a laka war wel bep bloaz ar yezhoù minorel a zo en Europa dre ar sonerezh, ar sinema, al lennegezh… En hon femp plijadur warn-ugent emaomp ! Ar sizhun war-lerc’h ez aimp da enrollañ un ton nevez en ur studio d’e ginnig d’an dud ha da vrudañ ha da skignañ muioc’h c’hoazh hon sonerezh.

Plas a zo evit ar blues hag ar rock en un rannvro merket don gant ar sonerezh hengounel ?

Ya ‘vat ! N’eus ken nemet teurel ur sell ouzh an niver a festivalioù hag a sonerion a zo e Breizh, n’int ket holl stag ouzh ar sonerezh hengounel. A-viskoazh ez eus bet ur spered rock amañ ouzhpenn-se. Daoust d’ar gwask a zo bet eo chomet hon sevenadur digor-tre d’ar re all ha n’eus forzh penaos, ret-mat eo en em vagañ gant kement tra a vez graet gant ar sevenadurioù all a zo er bed. Er mod-se ez a war-raok hag e chom bev ha yac’h. Sur ha n’eo ket marteze.

Petra a rit eus ho amzer, pa n’emaoc’h ket o pleustriñ/seniñ gant ho strollad ?

Studier on en eil bloavezh Master Brezhoneg er Skol-Veur Roazhon 2 hag e fin ar bloaz e kinnigin ma c’hounskrid hag a zo e zanvez « Treiñ Jack Kerouac e brezhoneg » ma vo kaoz eus e bennoberenn, “On The Road” hec’h anv. Paotr ar jazz e oa ha pa lenner e skridoù e saozneg e klever lusk ar be-bop, gant ar gerioù o vont an eil war-lerc’h egile a-hed al linennoù, re-bar d’ur starigell o troc’hañ hent, heñvel ouzh notennoù lemm ha prim ur soner saksofon dichadenn. Un iskis a saozneg eo e yezh avat peogwir e felle dezhañ diskouez holl yezhoù Amerika dre e skrid hag ul levezon vras en deus bet ar galleg (a oa e yezh-vamm) war e zoare da skrivañ. Ret e vo ober d’ar brezhoneg lonkañ pep tra kuit da goll al lusk a zo an dra bouezusañ. Bec’h d’al labour !

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Pa ne studian ket e Roazhon e tistroan d’ar gêr, d’an Oriant, hag ez an da welout ar gazeg c’hlas. Mont a ran e ‘m c’hoazez dirazi hag e sellan outi. Vad a ra din ! Banneata gant ma mignoned a blij din ivez.

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

« You Can’t Win » gant Jack Black, ul laer hag a oa bet ganet e fin an IXXvet kantved. Dezrevellañ a ra buhez ar gantreerion, al laeron, ar gisti, er Stadoù-Unanet d’ar c’houlz-se. Ur mell pavad en deus roet din al levr-se. Al laer-se en deus bet ur vuhez digredus. Klevout a c’heller trouz an trenoù kozh ouzh e lenn, mont tre e bed kuzh ar yegged (ur yegg a veze graet eus an hini a lakae ar c’houfroù houarnet da darzhañ da laerezh ‘pezh a oa enno ), kement-se e-mesk an uloc’h hag ar c’hoarioù argant. Ur misi eo !

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

“Emañ Rory Gallagher o paouez divervel. C’hoant ‘z pije da seniñ gantañ ?”

  • Un atersadenn embannet en niverenn 659 – d’ar 26 a viz Genver 2018.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez