Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Gouel Broadel ar Brezhoneg o krouiñ liammoù gant Euskadi

Dalc’het e vo GBB etre ar Gwener 30 a viz Even hag ar Sul 2 a viz Gouere 2023. Darvoudoù all a vo ivez tro-dro d’ar festival e Bro ar Roue Morvan. Kenderc’hel a ra skipailh Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) da greñvaat e liammoù ouzh gouelioù etrebroadel all.


Goude an Tafwyl e Kerdiz e 2018 emañ ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg o labourat bremañ gant aozerien·ezed ar Festival Euskal Herria Zuzenean (EHZ). Un eskemm zo evit krouiñ ur c’hevelerezh etre an daou ouel hag an div vro. Setu m’eo deuet ganto ! E-kerzh ar Redadeg 2022, e miz Mae, e oa deuet 12 Euskarad·ez eus an EHZ betek Gwened da gejañ gant ar skipailh, hag etre an 30 a viz Even hag ar 4 a viz Gouere 2022 e oa bet 19 den eus GBB en Euskadi.

An EHZ, ur festival gant ur bern tud yaouank hag euskarek
12 000 arvester·ez (ouzhpenn 4000 bemdez), sed aze pet a dud a oa deuet betek Irissarry en Euskadi an hanternoz en dibenn-sizhun kentañ a viz Gouere 2022 evit 26vet gouel EHZ. Bez’ e c’heller ouzhpennañ etre 400 ha 500 den a-youl vat ivez, al lod brasañ anezho dindan 30 vloaz. An dra gentañ a verzer pa zeuer eus Breizh eo an niver a dud a gomz euskareg. Sur a-walc’h 80 % eus an arvesterien·ezed, ma n’eo ket muioc’h. Oad an dud a-youl vat hag ar riboulerien·ezed zo izel a-walc’h ivez. Deuet eo a-benn an aozerien·ezed d’ober eus an EHZ unan eus ar festivalioù pennañ en Iparralade (Euskadi an hanternoz). Kehentet e vez kalz gant ar skipailh ren (skipailh a-youl vat + 1 c’hopradez e CDD) evit desachañ poblañs euskarek ar c’hreisteiz. Dont a ra brav ganto rak merzet en deus skipailh GBB e oa “kalz tud ha ne ouient ket komz galleg. A-youl vat e oamp e mont-tre ar fest, evidomp e oa ur gwir soubidigezh rak ret e oa implij gerioù euskarek bet desket nevez zo ganeomp evit goulenn pep tra” eme Ernest eus ar skipailh Bretoned ha Bretonezed. Hervez an aozerien·ezed e teu kazi 50 % eus an arvesterien·ezed eus Euskadi ar c’hreisteiz : “marc’h-blein ar festival eo evit ar yezh” hervez Irati, unan eus aozerezed an EHZ.

Lod eus skipailh GBB er festival EHZ e miz Gouere 2022. © Solenn Goiset


Nerzh krouiñ ur bobl en he yezh
Evel e GBB e kinnig e an EHZ dizoleiñ traoù a bep seurt, ouzhpenn ar sonerezh : prezegennoù, lennegezh, abadennoù war plasenn greiz ar bourk. Sonerezh pobl evel ar Bertsu da skouer, ur mod da zibunañ euskareg hervez un teknik resis, diwar-benn un tem dianv d’an hini a gan a-raok ar “c’hrogad”. Sonadegoù a vez a-hed an deiz war ar blasenn-se, betek 7 eur noz. Goude-se ez a ar braz eus an dud war ur pezh pradenn vras lec’h m’eo dalc’het ar festival da vat. Sonerezh nerzhus ‘giz ma oar Euskariz seniñ zo bet. Kalzik rap eus ar c’hentañ ivez. Etre div sonadeg e veze un DJ o kenderc’hel gant al lusk a-drek ar reji. E-pad ur frapad ez eus bet prezegennoù politikel war al leurenn vras ivez. Div blac’h yaouank a zispake anezho en euskareg, ar c’homzoù e galleg skignet war-eeun war ar skramm bras.


Kevelerezh etre GBB hag an EHZ
E-kerzh ar Redadeg 2022 e oa deuet da Vreizh ur skipailh Euskariz eus an EHZ dija. E Gwened o deus kejet gant skipailh GBB ha lañset ar c’hevelerezh ez-ofisiel. Meur a emvod zo bet dalc’het etre an daou strollad. Kadarnaet e oa bet ar c’hevelerezh gant beaj Bretoned GBB e penn-kentañ miz Gouere 2022 neuze. Ha programmet eo bet gant an EHZ Madelyn Ann, ar strollad bet trec’h e Taol-lañs 2021 er rummad “a-vicher”.
Raktreset ez eus gant skipailh GBB programmiñ neuze ur strollad hag a gan en euskareg evit ar festival 2023 a vo e Langoned. Pedet e vo ivez stourmerien·ezed yaouank eus Euskadi da zont da GBB, evit eskemm ganeomp.

Stank-mat an dud war plasenn Irissary dirak ur strollad Txaranga © Solenn Goiset


Mennozhioù degaset da Vreizh
A-fed ar programmiñ omp bet plijet-tre gant un abadenn “mikro digor” tro-dro d’ar rap kanet en euskareg. Kinniget ‘vo ar memes tra e GBB d’un abardaez neuze, d’ar Sul 2 a viz Gouere 2023 kredapl. Meret e vo ar raktres gant ar rapour Kadvael Jolived eus ar strollad Plouz & Foen hag e gomper Gweltaz Foulon a vikso tonioù. Pep danvez kaner·ez rap a c’hello dont da bleustriñ e·he zestennoù a-wel d’an holl. Konkour ebet, ur prantad digor evit ezteurel nerzh ar brezhoneg rapet kaer ! Un aergelc’h doujus-tre a veze santet e-kerzh ar festival ivez.
Moarvat ez eo frouezh preder an aozerien·ezed war an ingalded merc’hed-paotred. Kalz merc’hed eta a oa e penn an aozadur, ha paotred yaouank a veze o tibluskañ patatez a-hed an deiz evit fardañ fritez ! Engouestlet eo ivez ar festival e-keñver an tagadennoù gant ur protokol resis (ehanet ar sonadegoù ma c’hoarvez un dra), meret gant ur “brigad mouk”, merc’hed anezho : an dra-se ‘neus plijet da vodad kevatalded merc’hed-paotred GBB ! Un dra ‘neus plijet nebeutoc’h dezho koulskoude : ar fed e oa nebeut-tre a verc’hed war al leurenn vras, pell-tre diouzh engouestl GBB evit ar gevatalded war al leurennoù…
Un dachenn-gampiñ blijus a oa en EHZ, klasket ‘vo tennañ gounid eus ar pezh hon eus gwelet, da skouer en ur ginnig strinkadennoù d’an dud.
O vezañ a-youl vat eo bet dizoloet gant Breizhiz mont en-dro ar festival eus an diabarzh. Spletus e oa gwelet ar sistem bodadoù labour hag ar sistem stummañ a zo kinniget d’ar re yaouank. 3 live zo, ha war 3 bloavezh e c’hell ‘mod-se an danvez den a-youl vat barrekaat tamm-ha- tamm ha mont-tre er skipailhoù kreiz. Er bloavezh kentañ emeur a-youl vat, an eil e c’heller bezañ perzh en ur strollad “merour” evit ur stand bennak, a-raok dont da vezañ den-dave ar stand-se. Ez aotomatek, e vezer perzh er skipailh kreiz d’ar mare-se, dre ar skiant bet tapet a vloaz da vloaz. Kement-all a ro kiriegezhioù tamm-ha-tamm, hep lakaat aon en dud da sammañ re a giriegezhioù. Setu youl ouzhpenn evit skipailh GBB, digor da zegemer tud ha mennozhioù nevez atav. Ar blijadur da aozañ zo mat da rannañ !


Ur galv evit kavout ur strollad eus Euskadi
Skipailh GBB zo bet o klask ur strollad hag a gan en euskareg evit GBB 2023, ur galv a zo bet kaset da Euskadi neuze evit kavout ur strollad merc’hed ha paotred ennañ, hag a gan e stiloù sonerezh “a-vremañ” pe awenet gant sonerezh hengounel Euskadi. Ur 15 kinnig bennak zo bet resevet memes tra ! A-benn nebeut e vo embannet an disoc’h…


Mignoned ar brezhoneg


Ur pennad embannet en niverenn 928, d’an 21 viz Meurzh 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez