Kantadoù a vediaoù o doa respontet d’ar galv lañset gant RSF (Reporters sans frontières) hag Avaaz (ul luskad keodedel etrebroadel) d’ar 1añ a viz Gwengolo. Goulenn a reont e vefe gwarezet ar gazetennerien ha kazetennerezed palestinian e Gaza.

247 kazetenner·ez zo bet lazhet gant arme Israel e strizhenn Gaza e-kerzh an 23 miz paseet hervez RSF. « Ken alies e vez lazhet kazetennerien e Gaza gant arme Israel ma ne vo ket mui den ebet evit kelaouiñ ac’hanoc’h a-benn nebeut », a c’heller lenn e kemennadenn an aozadurioù ha war goloioù 180 media e 50 bro eus ar bed a-bezh. Ur respont kreñv a-berzh ar gumuniezh etrebroadel a c’hortozer.
Tri goulenn
Sklaer eo ar pezh a c’houlenn ar mediaoù un nebeud devezhioù a-raok digoradur 80vet Emvod Meur ar Broadoù Unanet : « Asambles e tiskuliomp muntroù ar gazetennerien gant arme Israel e strizhenn Gaza ha goulenn a reomp fin digastiz an torfedoù a-enep ar gelaouerien. Asambles e c’houlennomp e vefe posupl skarzhañ diwar vall ar gazetennerien balestinian o defe c’hoant. Asambles e c’houlennomp digant pennadurezhioù Israel e vefe posupl d’ar gazetennerien etrebroadel mont da strizhenn Gaza hep bezañ dindan evezh. »
Dic’houzañvus
« Dleout a ran prestañ va mouezh evit ar re n’o deus mouezh ebet », a lavar ur c’helaouer palestinian en ur gemennadenn WhatsApp d’ar gazetenn Le Monde. Met anzav a ra bezañ skuizh divi ha kaout c’hoant da vezañ kaset, gant e familh, « pell eus ur brezel dic’houzañvus ».
Daoulagad ha divskouarn meur a vedia eo ar gazetennerien hag an doaretaerien* balestinian abalamour ne c’heller ket mont-tre e strizhenn Gaza. « Gant o marvioù e lazher frankiz ar c’helaouiñ hag e vouger mouezh Palestiniz da ziskuilhañ gwirvoud o buhez dindan bombezadegoù ha gourdrouz an naonegezh », eme Kevredigezh ar gazetennerien.
N. Gourvenneg
*doaretaer : correspondant
Ur pennad embannet en niverenn 1054, d’ar 7 a viz Gwengolo 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg